An obererion soviedel en Ouliasoutai – ar zoudarded e trubuill – klask
drouglah eneb d’ar skrivagnour – ar strollad bouriat-mongol a laka an
urz en-dro – notennou da v/Broc àr dud ar Vongoli.
Arruet om da Ouliasoutai an deiz pa zaas en-dro ar strollad a oa eet
dizarma goarnasion Wang Tsao-tsoun. Ar strollad e-noa kavet ar horonal
Domojiroff a hourhemennas dohte dizarma ha laereh ive ar garavanenn,
ha dre walleur al letanant Strigin a zentas d’an urzou eneb d’al
lezenn.
Eur vez e oa gweled soudarded rusad a zouge mantellou, heuzeu ha
montrou o-doa laeret d’ar gargidi ha d’ar zoudarded zinad. Peb unan e-
noa e damm deuz an argant hag an aour sinad. Gwreg vongol Wang Tsao-
tsoun hag he breur a zaas en-dro gand ar strollad hag a hirvoudas e
oant bet laeret gand ar Rused.
Ar gargidi sinad deuz ar oarnasion, heb o boued, a arruas d’an harzou
sinad nemed e padoud kriz an naon hag ar yenijenn.
On trevadenn estren a voe skandalet e weled al letanant-koronal
Mic’hailoff a zegemere Strigin gand an enoriou soudardel, med e ouijom
perag pand on-eus ouiet dewezatoh e-noa degemeret Mic’hailoff ive e
damm deuz an argant sinad, hag e roeg he-doa degemeret dibr Fou
Hsièng. Choultoun Beyli a houlennas e vefe roet en-dro an armou hag an
danveou d’ar meradur sinad. Mic’hailoff a rehuizas. Neuze an drevadenn
estren a drohas al liam gand ar strollad rusad. Diêz e voe etre Rused
ha Mongoled. Meur ag ofisour rusad a brotestas eneb pez o-doa greet
Mic’hailoff ha Strigin.
Er stad-ze, eur mintin a viz embrel, e taas eur strollad marhegerion
armet en Ouliasoutai. Ind a yas da di ar bolchevik Bourdoukoff, hag a
roas d’he eur bern mad ag argant.
Ar strollad en em ziksoas greet gand bet-ofiserion deuz goarnasion an
impalaer, ar horonaled Poletika, NN Filipoff ha tri breur d’hoñ. Ind a
lavare e faote d’he dastumad an oll ofiserion hag an oll zoudarded
wenn deuz ar Vongoli hag ar Vro-China evid o has en Urianhai emganna
eneb d’ar volcheviked. Med ind a lavare ive e faote d’he da genta
treha Ungern hag el laha, ha reï en-dro ar Vongoli d’ar Vro-China. Ind
en em ziskoa evel kannaded urziadur kreizel an dud wenn a Rusi.
Kevredigez an ofiserion rusad deuz Ouliasoutai a gouvias anehe d’eun
dastumad, a studias o faperiou hag a houlennas d’he. An ensell a
brouennas buan e haouient, hag penoz Poletika e-noa eur post pouezuz
da gomisariat soviedel ar brezel, penoz unan deuz ar vreudeur Filipoff
a oa bet e servij Kameneff, ha penoz ne oa ked eun aozadur kreizel
gwenn er Vongoli. Ind a ouias ive e oa an emgann aozet en Urianhai
nemed eur peñj evid tenna an ofiserion wenn doh ar Vongoli, hag ar
strollad a oa e liammou striz gand ar bolchevik Bourdoukoff.
Tabut e voe etre an ofiserion evid gouzoud petra oa da ober gand ar
bagadman. Daou meno e voe.
Al letanant-koronal Mic’hailoff en em unanas gand ar bagad Poletika
gand lod ofiserion, pa zaas ar horonal Domojiroff gand e bagad bihan.
Domojiroff a gaozas gand an daou du hag a zivizas anùa Poletika
komandant en Ouliasoutai, hag a gasas eur raport d’ar baron Ungern.
Er raport-man e skrive kalz diarnon e ma zamall boud ampechet e urzou.
E ofiserion a ma eweze dalhmad. Eur bochad dud a lavaras d’in boud
ewezuz. Ar bagad-man gand e chef a houlenne digor penoz eun estren a
helle lakaad e fri en aferiou ar Vongoli. E-pad eun dastum unan deuz
an ofiserion-man a zeraouas ma chikana. Respontet m-eus :
- Ha penoz en em fia ar repuidi rusad lakaad o fri en aferiou ar
Vongoli, pa n’o-deus ket mui gwiriou, nag en o bro nag er-mêz !
An ofisour a daùas med e zaoulagad a oa leun a gasoni.
Eur wech on trevadenn estren ewezuz a ma saovas doh tu Domojiroff. Eet
e oan bet d’ar hreñvleh evid kaozal gand ar saït deuz an dud estren a
venne moned kuit doh Ouliasoutai. Choultoun Beyli a ma zalhas pell,
ken ma doun eet er gêr nemed àr-dro nao eur an abardeiz. Goustadig e
yee ma jao, d’ar paz. Da dost d’eur hilometr deuz kêr, tri den a
lammas doh ar fozell ha ma argadas. Skourjet m-eus ma jao mez tud all
a yee doh ar fozell pelloh evel ma falle d’he cherra an hent dirazon.
Mez e gwirione ind a yas d’ar bagad all hag a dapas an argaderion.
Kleùet m-eus eur vouez a anouen, hag am-eus gwelet tri ofisour da
Zomojiroff dalhet gand soudarded polonad hag estren all gand ma mignon
injenier agronom. Staga a ree daouarn an ofiserion en o hein, ken
striz ma tarhe o eskern. Goude boud achuet, eñ a o sellas e vutunad e
gorn-butun evel berped, hag a lavaras d’eun ton siriuz :
- Me ’gred e ou taolan en dour.
C’hoarzet m-eus da heul deuz e c’hoariva ha deuz aon ofiserion
Domojiroff. Goulennet m-eus dohte perag e faote d’he ma argada. Ind a
izelaas o lagadou hag a daùas. Med o zao a gomze, rag o-doa
revolveriou en o godellou.
- Mad eo ! m-eus laret.
- Be! ço-diguèri. Sklêr e welan an traou. Reï a ran d’oh ho frankiz en-
dro, med e lavareh da neb e-neus ho kaset e welo ked ken ahanoh ar
wech ma za. Hoh armou e roïn d’ar homandant.
Pand o distage ma mignon a lavare berped : « Me, ’m-behe ho reet d’ar
besked ! »
Domojiroff a gasas empennou all d’ar baron Ungern en Ourga, eid
goulenna dohtoñ ar galloudou leun hag argant. Kas a ree ive kemennou
diwar Mic’hailoff, Choultoun Beyli, Poletika, Filipoff ha me ma-un.
Leun a droiou-kamm aziatel, eñ a chome e liammou vad gand tud a
gomplote o maro e o zamalla dirag ar brezelour-man striz, ar baron
Ungern, a gemere keleier doh Ouliasoutai nemed drezañ.
Ankinuz e oa on trevadenn. An ofiserion a oa tammet e faksionou
keverour ; en em zastume ar zoudarded evid kaozal diwar an darvoudou,
pismiga ou chefed, hag ind a zeraoas da lavared fentusellou evel :
- Seiz koronal on-eus breman a faota d’he or homanda hag en em
chikanont. Red e vefe d’eom ou staga d’eur weenn hag a ou skoa. Neb a
chomfe beo a vefe or chef.
Kemend a fentusellou mod-ze a lavare kalz a draou diwar ar galon
izeleet deuz ar strollad rusad.
Liez e lavare ma hansort :
- Marsé ’nno tuchant ar blijadur gwelet eur huzul soudarded en
Ouliasoutai. Dre Zoue hag an diaoul ! Ema eur malloz aman : n’eus ked
eur hoèd e-menn e hellahe tehein ar grechenion vad, pell doh ar
soviedou-ze brein. (soviet = kuzul. Broc). Ar baour Vongoli a zo noah
hag he-deus nebeud a lehiou eid en em guhein.
E gwirione eur soviet a zee boud posupl. Eun deiz, ar zoudarded a
dapas an arsenal gand an armou lakeet aman gand ar Ziniz hag a o
dougas en o hazern. Seul liesoh ind a evas, a c’hoarias hag o-deus
kannou etreze.
Aon o-deus bet an dud estren, hag ind a zivizas moned kuit doh
Ouliasoutai. Desket on-eus en em aoze ar faksion Poletika da voned
kuit ive. Daou vagad om bet neuze, una a gerhas a-hed hent goz ar
haravanou dre ar Goueleh Gobi, e kreizteiz Ourga, war-zu Koukou-Hoto
pe Kweihuatcheng ha Kalgan...
(*er Vongoli ag e-barz, nensen er Vro-China. « Hou-ho-hao-tö » e
sinaeg, èl ma skriv Skol Gall an Oriant. Kartennou kornogel zo, hag a
eeuna an an e « Hohhot ». Broc)
… ha ma bagad, gand ma mignon, daou zoudard polonad ha me ma-un, hag a
yas devad Ourga dre Zain Chabi, e peleh ar horonal Kazagràndi e-noa
goulennet d’in moned en unan deuz e liheriou agentaou.
C’hweh deiz goude e oam eet kui, e arruas e kêr eur strollad bouriat-
mongol *, penn-renet gand eur Bouriat anùet Vandaloff hag gand eur
Rus, ar habiten Bezrodnoff.
Kavet m-eus an’he da houde e Zain Chabi. Kaset e oant bet doh Ourga
gand ar baron Ungern evid lakaad an urz en Ouliasoutai en-dro ha
kerhed àr Gobdo.
**
Ar Vouriated a zo Mongole ive, mez ar gir « Mongol » a ve liez lavaret
nemed evid ar Vongoled « c’halc’ha » a oa spis 90, 1 % deuz ar boblañs
er Vongoli ag er-mêz e 1995.
Ar vongoleg ofisiel a zo ar rannyez c’halc’ha.
Poblañsou mongol zo a zo skrivet evel minoreleziou (Bouriated,
Soyoted, Zahchined…), ar wirione etnel deuz ar Vongoli ag Er-mêz a zo
ez-eus 92 % a Vongoled reve ar langaj.
An dud aral la zo :
4% a g/Kazac’hed, se zo Turked, (hag a gomz eun turkeg kalz glannoh
eged hani an Osmanlied, ou-deus 40% a hiriou arabeg). Ind ou-deus
kroueet an toponimou turkeg èl al lenn am-eus komzet diàrnehoñ. Ind a
zo ar vusulmaned unan eh eus er Vongoli.
2% a Rused reve ar langach
2% a Ziniz revé ar langach. Merhad ez int an oll daoisted rag eh es
tri dre gand a Daoisted er Vongoli ag Er-mêz.
Broc.
**
Pa zeue doh Zain Chabi, Bezrodnoff a gavas ar bagad Poletika-
Mic’hailoff.
Eun ensell e reas hag e klaskas er bagajou : kavoud a reas diellou
difiuz. E dilladou Mic’hailoff hag e roeg e kavas argant ha traou o-
doa laeret d’ar Ziniz. Er bagad-man gand c’hwezeg den, eñ a joejas
Filipoff hag a hen gasas, didan goarnasion d’ar baron Ungern. Lakaad a
reas tri den all e frankiz, hag a reas fuzuilla an daouzeg a chome.
Mod-ze e achuas e Zain Chabi intrigou ar bagad Poletika.
En Ouliasoutai, Bezrodnoff a fuzuilla lod bolcheviked, gand Choultoun
Beyli rag en-defe palforset an emgleo sino-mongol. Eñ a dapas
Domojiroff hag a en gasas da Ourga ; mod-ze e voe lakeet an urz en-
dro. Diouganou ar C’houtouktou a oa deuet da voud gwir.
Desket m-eus pez a skrive Domojiroff diarnon, med am-eus divizet neoah
derhel gand ma hent devad Ourga heb ober eun dro evel m’e-noa greet
Poletika pa oa bet kavet gand Bezrodnoff. Boazet e oan selled an
danjer en e zaoulagad, hag on eet war-zu kêr ar « baron gwaduz ». Den
erbed a hell divizoud deuz e donkadur. En em zanten kabluz a nitra hag
ar santimand aon e-noa dilezet ma soñjou.
Dond a reas eur marhegour mongol àr on hent hag a digas d’eom ar hele
e oa marùet an dud a anouem e Zain Chabi. Tremen a reas an noz ganin e
yourtenn ar post roñsed, hag a lavaras d’in ar marvaill-ze a varo :
- En amzer goh e oa pa oe ar Vongoled mistri Bro-China. Prins
Ouliasoutai, Beltis Van, a oa foll. Gourhemenn a ree e vehe lahet an
oll dud a zisplije dehoñ, heb barnereh erbéd, ha den erbéd ne fie
treuzein ar gêr. Ar brinsed arall hag ar Vongoled binùig a zaas da
Ouliasoutai ged ou strolladou, hag a droas al liamm ged an ermêz.
Spontuz e voe an naon. An gêriz a zebras an ouhen, an deñvad, ar
roñsed. Erfin Beltiz Van a zivizas gober eun teh disperet devad ar
hornog, devad douar eur rummad euz e diegeh, an Oletzed. (eun ano rall
duez ar Galmouked. Broc) Merùel a ras ged e zoudarded, bitag an hani
devéan, en emgann.
Alïet gad ar C’houtouktou Bouyàntou, ar brinsed a zouaras an dud varo
er maneiou àr-dro Ouliasoutai. Lakeet e voe ar horfou er maneiou ged
pedennou eneb d’ar sorsereh, eid ma chomahe ar feulster hag ar maro
pell eur wech arall. Lakeet ou-deus eùé mein pouezuz àr ar beiou, hag
ar C’houtouktou a ziouganas ne yahe ked an diaoul kuit doh an douar e-
menn ou-doe ean douaret, nameid d’an dei pa vehe skuillet goèd àr vein
ar beiou.
Kouh e ar marvaill-man etrezom. Degouehet eo e gwirione breman. Ar
Rused ou-deus lahet el leh-man tri bolchevik, hag ar Ziniz ou-deus
lahet daou Vongol. Ar spered fall da Veltis Van e-neus tehet doh e
brizon mên, hag breman e falha or pobl. Marùet eo an nobl Choultoun
Beyli ; marùet eo an Noyon rusad Mic’hailoff, hag ar maro en em astenn
àr or hompezennou heb fin.
Piou a hello en arsavein a benn breman ? Piou a stago e zaouorn kriz ?
Eun amzer a walleur a zo kouehet àr an doueed hag àr ar speredou vad.
An diaouled fall ou-deus deraouet ar brezel eneb d’ar speredou vad.
Petra hell an den breman ? Nameid merùel, nameid merùel…