Google Groups no longer supports new Usenet posts or subscriptions. Historical content remains viewable.
Dismiss

Hentchou er reter pell 19. Diaoul Jagisstai ha teltennou ar maro

2 views
Skip to first unread message

Broc

unread,
Aug 28, 2009, 11:52:18 AM8/28/09
to
19. Diaoul Jagisstai ha teltennou ar maro


Tremen a ra ar veajerion dre eun strehenn-vane danjeruz, hag ez eus
eur marvaill liammet gantañ. Eur Mongol a lâr ar marvaill.

« Pell zo, mab bihan Djenghis C’han vraz a oa ar gadoer bro-China hag
eñ a rene diàr an Azi a-bez. Ar Ziniz a laha ou c’han hag a venne laha
e oll famill, mez eur lama koz ha santel a o hasas d’an tu all deuz ar
Vagoer Vraz, hag ind a diskennas e kompezennou or bro.
……
A-wechou ou-deus kredet ar Ziniz e tapfent an heritour tehour, med al
lama a bedas an neñv hag e reas eun erh teo ; ar ganvaled a helle
araoga, med ar roñsed n’hellent ket. Er strehenn Jagisstai, e krennas
al lama koz àr e zibr, hag eñ a gouehas maro. Ta Sin Lo, iñtañvez ar
c’han a ouelas. Kleùed a ree dija huchalou joeiuz ar varhegerion zinad
a en em dostee, ha a zoñje e hounezfent ar priz touiet da neb a lahfe
heritour ar C’han braz. Pennou ar vamm hag ar bugel a vefe kaset e
Peidjin ha diskoet àr an Ch’ien Mên evid ma vefent gwellet gand an dud
a c’hoarzfe. Ar vamm disperet a saùas e vugel devad an neñv hag a
huchas :
« Douar a Doueed ar Vongoli, gwelet mab an den e-neus gloerekaet an
ano mongol d’eur penn an douar betag an dibenn ! N’aotreet ked e
varùfe ouenn Djengis C’han ! »

D’ar mem ampoent e welas eur logodig gwenn azeet àr eur roh, hag a
dostaas anehi, a lammas àr he daoulin hag a lavaras dehi :
- Kaset oun bet eid ho sikoura. Kerhet sïoul àr ho hent heb aon. Ar
re a ho klask a zo arruet da fin o buheiou hag ho mab a zo tonket
d’eur vuhe gloriuz.

Ta Sin Lo ne gomprene ket penoz e hellfe eur logodig harza tri hant
den. Ar logod a lammas àr an dachenn hag a gomzas en-dro :
Me zo diaoul Tarbagatai, Jagisstai oun. Gallouduz oun, ha karet gand
an doueion, med n’oh ket bet fiansuz ennon, neuze, adaleg breman e vo
danjeruz ar Jagisstai eid an dud vad evel an dud fall !

Intañvez ha mab ar c’han a voe saovet, med da heul ar Jagisstai a zo
chomet heb true.
Pa tremener dre-mañ eo red boud ewezuz. Gouest eo dalhmad diaoul ar
mane evid laha ar beajour.
Toutos lei cresto e lei crincos del Tarbagatai sou salpicados d’obòs
de pèiros e de brinchos. A un endrèit aun quitomen enaussat una tourre
de pèiro coumo autar, per apazima li dieus encourrouçats per li doutes
de Ta Sin Lo. »

Evel-just, an diaoul a or gorte. Pa gomansjom da bigna ar beg ihuella,
eñ a c’hwerzas àr on dremmou : eun avel yenn a c’hwitellas, hag a
hourdrouzas, hag a daolas àrnehom tammou erh e-noa tapet er mane. Ne
welem netra àr-dro d’eom, a-boan e welem ar hanval dirazom. D’eun
taol, am-eus santet eun taol hag am-eus sellet àr-dro d’ein. N’am-eus
gwelet netra ispisial. Azeet e oan spleituz, etre daou zah leun a vara
hag a gig, med ne welen ked mui penn ma hanval. Eet e oa da gol, paour-
kêh ! Risklet e oa hag e oa kouehet en eun tarh nebeud donn dre
chañs, hag ar sahou, lakeet àr e gein heb lerennou, a oa bet kroget
d’eur roh hag a oa chomet ganin en erh. An diaoul e-noa greet eur fent
d’in, mez ne oa ked awalh evitoñ. Krizoh e voe da heul. Eñ a glaske on
tenna doh on dibrou, hag a ree krenna zokén ar ganvaled. N’hellent ked
mui alana mad.

D’eun ampoent, pa oa deuet an noz, ar Mongol a glaske ar wenojenn àr
dro d’eom a zaas e hober jestrou vraz, hag a lavaras :
- Kollet eo an hent. Red vo d’eom chemel aman e-pad an noz. Diêz e
vo, rag ne vo ked koèd genem evid ar fourno hag ar yenijenn a vo
goasoh e-rog eun eurvez.

Poaniuz, gand on dornou baùet, on-eus gellet seùel an deltenn daoust
d’an avel kreñv, hag on-eus lakeet enni ar fourno deuet da voud
didalvez. Goloet on-eus an deltenn gand erh, krouizet on-eus fozellou
don hag on-eus astennet ar ganvaled enne e huchal dohte : « Dzouk !
Dzouk ! » (En em astennet). Ind a blegas ou daoulin hag en em
astennas. Da heul on-eus lakeet ar bagajou ba’n deltenn.

Ma hansort n’asantas ked ar soñj da dremen eun noz a-bez heb tommder.
Mond a ran kerhad koèd, eme ean penneg.

Ar vohal e tapas hag e yas kuit. Dond a reas eun eur da heul gand eun
tamm braz a beul telegraf.
C’hwi, Djengis C’han, eme ean goapaüz d’ar Mongol doh en em frota an
daouarn reùet. Tapet ho pohalou hag eet du-ze, a-glei er mane, hag e
kavoh peuleu an telegraf hag a zo bet kouehet. Kavet m-eus Jagisstai
goz, hag e-neus diskoet d’in ar peuleu.

Ked re bell doh al leh e-menn e oam, e tremene linenn an telegraf
rusad hag a ree al liamm etre Irkoutst hag Ouliasoutai e-rog an
dispah, hag ar Ziniz o-doa gourhemennet d’ar Vongoled koueha ar peuleu
ha tapoud an neudenn.

Ar peuleu-mañ a zo deuet boud salvidigez ar veajerion a dremen ar
striz. Neuze on-eus tremenet an noz didan eun deltenn domm mad, goude
eur goan vad ha domm, vermisellou gand kig, e-kreiz douar ar Jagisstai
fuloret. Abred an eil dei, on-eus kavet an hent, da nebeud daou-gant
metr doh on teltenn, hag ar beaj en-dro.

Da enienn an Adaïr, on-eus gwelet eur nij brini vongol gand ou begou
ru. Ind a nije e kelh –mesk ar rehier. Dosteet on-eus hag on-eus kavet
korfou eur marhegour hag e jao hag a oa kouehet agentaou. Diêz e oa
kompren pez a oa degouehet. Ind a oa astennet, unan e-kichenn egile.
Ne welem ked eur verch kountell nag a dih. N’hellem ked mui gweled
dremm an den, mez e vragou hag e jupenn ne oant ked deuz ar vro. En em
houlennjom penoz e oant marùet.

Or Mongol a izelaas e benn, ankinuz, hag a lavaras, sigur deuz pez a
lare :
- Ar veñjañs eo deuz ar Jagisstai. Ar marhegour n’en-deus ked greet
ar sakrifis d’an obo er hreisteiz. An diaou e-neus ou zaget, anehañ
hag e jao.

Ouspenn, goude eun amzer e voe ar maneiou Tarbagatai àr on dran ; ha
dirag en em astenne flagenn an Adaïr. Eur gompezenn striz ha kromm e
oa, etre diou chadenn maneiou tost unan doh egile, ha leun a beurajou.

An hent a he zrohe en daou damm. A-hed e oa astennet peuleu an
telegraf, trohet da ihueldedou disheñvel, ha neudennou hir a oa etalte
àr an dachenn. Distruja al linenn etre Irkoutsk hag Ouliasoutai e oa
red evid ar politik sinad eneb ar Vongoli.
……………………….

Ar veajerien a chom eun noz didan o deltenn hag ar skrivagner a zant
eun dran e poueza àr e vreh. Krèdi a ra e tebr unan deuz ar ganvaled
feltrenn doh an deltenn. Eñ a dap e Vauser hag a sto gend ar baz-
kromm. An eil dei e wel ar veajerion e oa deuet bleidi, hag ind ou-doa
komanset krouizi didan an deltenn.


Ж

Ar vleidi hag an erered a zo servijerion Jagisstai, e tisplegas d’eom
siriuz ar Mongol. Med kemend-ze ne vir ked ar Vongoled ou jiboesad.

Gwelet m-eus eur wech eur chase d’ar blei e parkeir ar prins Baisei.
Ar varhegerion vongol a rede a-dran ar vleidi hag a ou lahe gand bazou
bambou a anoont « tachour ». Eun medesinour ar loned rusad a gelennas
ar Vongoled da kontamma ar vleizi gand strihnin, mez ar Vongoled o-
deus lakeit a-goste an doare-mañ ober, rag e oa danjeruz evid ar chas,
mignoned leal deuz ar foeterion-bro. Med ar Vongoled ne jiboesa ked an
erered nag ar falhuned : roï a reont boued dehe. Pa lah ar Vongoled
loned, ind a daol lïez en aer tammou kig a dap ar falhuned hag an
erered e nijal, evel ma daolom tammouigou sukr d’eur hi. An erered hag
ar falhuned a jiboesa ar brini hag ar pigi a zo danjeruz evid ar loned
hag ar roñsed : ind a za hag a sko gand o begou pa welont eur bles
digor àr gein ar loned.
…………

Ar veajerion a araogo daou-ugent betag hanter-hant kilometr bemdei.
Eun dei e welont eun doungoun, eur hreñvleh kenwerzel sinad. Etre an
dougoun hag eur manati tost, ez-eus eur hamp foeterion-bro. Ou roñsed
hag ou loned n’int ket gete, pez a c’hoarve dibaot. War lod yourtennou
ez eus aouriflammou liezliou, hag a lar ez eus tud glañv. Ar baour-gêz
tud a varo unan goude egile deuz ar vosenn hag an variolenn du. Deuet
e ao doh pell evid goulenn sikour ar C’houtouktou Jahàntsi, med eñ
n’eo ked amañ. Eet eo da Ourga ober eur weladenn d’ar Bouddha beo. E-
rog e arrufe ar Boloniz hag ar Rused, ind o-doa leusket er gompezennn
ar seizved korf àrn-ugent. Sorserion ar horn-vro a dabute etreze diàr
ar pez a oa da ober, heb harza ar hlañved.


Ж


Goude ar spont-mañ e arrujom d’eur lenn vraz, Tisingol. E-tal ar
riblenn e oa eun ti rusad braz, stasion an telegraf a ree al liamm
etre Kosogol hag Ouliasoutai.


0 new messages