Google Groups no longer supports new Usenet posts or subscriptions. Historical content remains viewable.
Dismiss

peùar aerouantig a ra fentusellou 4

1 view
Skip to first unread message

Broc

unread,
Jan 9, 2008, 12:43:23 PM1/9/08
to
Peùar aerouantig 4

- Un dei, e laras Genero, am-eus kavet un dorn e-barh ur sah veaj a
linenn
karr-nej.
- E gwirione ? e respontas Monoghan heb boud dedennet erbed.
- Trohet da niveo an azorn, e laras Genero hoah. E oen eid reboursein.
- Ya, e laras Monoghan, boud’zo tut èl-sen.

Ean a hejas e benn trema ar poubellenn e-men ar bruchet goaduz a oa
berped en e sah plastik gwer.
- Ar peh on-eus aman a zo ur pell tamm kig yenn, e laras ean da Vrown.
Brown a hejas e benn heb respont.
- Medesinour ar lezenn a zo bet galvet ?
- Galvet am-eus han deg munud zo.
- D’an nebeutan n’ho-po ket afer ag un ambulans eid an den-man, e
laras Monoghan d’un daol. Ur sah bouid a vo eroalh.
Hen a c’hoarhas deuz e fentusell dehan.
- Ur goaz eo, d’ar hetan gwel, n’eo ket ? eme ean. Divronn erbed, ha
ken bleo war ar bruched.
- An dorn am-boe kavet a oa un dorn goaz ive, e laras Genero. Eun dorn
braz ha kigenneg. Boud oen evid reboursein.
- Souehuz eo pegen a gorfou trohet e tammouigou a gaver er gêr-man, e
laras Monoghan.
- Malloch tu, da me e laret an dra-ze! e hirvoudas Genero.
Monoghan en em droas dedaltoñ.
- Hwi eo ho-peus kavet an dra-ze ?
- Euh, ya, e respontas Genero un tammig stoket ged ar gir.
- Hag e-barh ar poubellenou arall ?
- N’am... n’am-eus ket sellet, e valibouzaz Genero en ur chonj ne oa
ket eid padein tammou arall.
- Ho fall deoh e sellam breman ?
- Eh! Ne lakeit ket ho pizied aman, hwi ho taou! E huchas unan deuz an
teknisianed.

Genero a lakaas e zorn en ur mouchoued ha e derouas digorein ar
poubellennou. Nitra spontuz all ne oa ket.
- Neuzen nameid on-neus ar bruched, e laras Monoghan.
- Salud d’ac’h! e laras medesinour ar lezenn pa arruas er vali. Petra
’peus evidoun ?
- Mann nameit ar bruched-man, e laras Monoghan en ur ziskoein an dra.
Ar medesinour a hejas e benn diar ar boubellen digoret.
- Mad tre, eme ean. Petra fall deoh e ran ? Ur paper hag a lar eo marù
e gwirione ?
- Un ide bennag diarbenn an eur pa hen ’zo marùet.
- Red vo gortoz an aotopsi evid gouzoud.


Ж


Hawes ne oe ket dillet teo. Na dok na gravatenn. Un avel dous a
dremene en e vleo rouz. Ar miz Here-ze a oa plijuz èl an neve-hanv e
Manéiou ar Rehier. Marie Sebastiani a zisplege:
- Jimmy zo an den youank hag a laboura genem. Ean a vleina ar
gamionetenn
peb weh pa ram un arvest. Sikouar a ra eid charjein ha
diskarg.
- Ho laosket en-neus dirag ar lise hirio ?
- Èl rezon.
- Ho sikouret en-dens eid sortiein ar material deuz ar gamionetenn ?
- Evel boaz.
- Sellet en-deus an arvest ?
- N’en-deus ket. N’ouian ket da venn hen zo aet e-pad an arvest.
Marteze ean da zebr un tammig. An dra sur e ouie penaoz e oa red dehoñ
boud aman etre pemp eur ha pemp eur hanter.
- Mad tre. E peleh ema breman, Jimmy ?
- N’ouian ket erbed. Ped eur eo d’ho montr ?
Hawes a sellas e vontr
- Hweh eur pemp.
- Neuzen n’ouzon ket e gwirione e-peleh e hell boud, e huanadas Marie.
Jimmy ’zo berped d’an eur vad.
- Da ped eur ho-peus achuet an arvest ?
- Èl m-eus laret deoh, tro dro pemp eur ur hart.
- Dohtu ho-peus chanjet ho tillad ?
- Ya vad, ha Frank en-deus graet ar memez tra pemp munud da houde.
- Penaoz e oa gwisket àr ar leur-c’hoari ?
- Ged un dillad lost-pig hag un tok hir, ur jobenn.
- Hag er maez ?
- Pouezuz eo gouzoud ?
- Marteze.
- Neuze, red eo din chonjein un tammig. Bragou glaz. Ur roched sport
glaz, leriou glaz, botou du ha… penaoz ve anùet ar liou-ze ? troed
yar, me ’gred. Ya, ur chakot koh liou troed yar en-doe. Kravatenn
erbed.
Hawes en-doe tapet e garnet hag a skrive:
- Pe oad eo ho koaz ?
- Peùar ha tregont.
- Pegen uhel eo ?
- Unan metr trihweh ha tri-ugent.
- Ha pouezuz ?
- Pemp kilo ha peùar ugent.
- E vleo ?
- Du.
- E zaoulagad ?
- Glaz.
- Lunedou zo getoñ ?
- N’eus ket.
- Gwenn eo deuz e grohenn ?
- Èl-rezon, e respontas Marie.
- Laret ho-peus din d’ar pellgomz e vevet en ur stad arall.
- Gwir eo.
- E-men, spis ?
- E Collinsworth.
- Ho chomleh ?
- 604 Eden Lane.
- Boud’zo un niverenn ranndi ?
- E un tiig eh om e chom.
- Niverenn pellgomz ?
- Tapet, aesoh e vo ma laoskan deoh ur gartenn anehoñ.
- Klasket ho-peus gervel ho ti ?
- N’am-eus ket. Perag em-behe ?
- N’ouian ket. Marteze eo aet er gêr en-dro hag en-deus ankouahet
lared deoh. Pe en-dehe chonjet e taet ged Jimmy.
- N’hell ket boud. Boud e oem eid ober koan a-gevred e kêr, hirio.
- Neuze, hwi zo sur n’eo ket aet er gêr en-dro ?
- Gwech erbed en-deus bet e-raog.
- Ha Jimmy… Gouzoud a ret e anù tiegeh ?
- Brayne.
- Èl-ma ve distaget ?
- Ged un Y.
- BRAYN ?
- Ged un E d’ar dibenn.
- BRAYNE ? James Brayne ?
- Se zo.
- E chomleh ?
- Genem ema e vevein.
- E-barh an tiig ?
- En ur ranndi bihan a-us d’ar garaj.
- Ged ar pellgomz ?
- Ya, met n’on ket sur gouzoud hoah an niverenn.
- Klaskit, d’an nebeutan, e laras Hawes. Pouezuz eo dem gervel d’ho ti
eid boud sur n’eo den erbed e poen aveidoh.
- Lared a ran deoh ur wech all n’hell ket boud!
- Pesort gwetur e vleinie ho koaz ?
- Ur Citation a 1984. ged daou zor.
- Pesort liou ?
- Glaz.
- Niverenn ?
- DL 74-3681.
- Hag ar gamionetenn ?
- Ur Ford Econoline eo, a 1979.
- He liou ?
- Bej.
- Gouzout a ret an niverenn ?
- RL 68-7210
- Da pesort anù eo bet rejistret an daou wetur ?
- Anù Frank.
- An daou a oe d’an tu all ag ar stêr ?
- Ya.
- Klaskom kavoud ur pellgomz, ya ? e goulennas Hawes.
- Boud’zo unan abarh, e respontas Marie. Met e kollet hoh amzer ma
halvet er gêr.
- Penaoz hellet boud ken sur ?
- Frank n’en-dehe laosket gwech erbet e venùegou. Ker tre int.
- Galvom èlkent, piou ’oèr ?
- Ne dalv ket, e laras Marie ur wech all. Ne servijo da nitra.
Hawes a reas an daou niverenn en-doa notet, hani an ti hag hani ar
bureo a Sebastiani, med ne voe ket respont. D’an amzer-ze, Marie en-
doa kavet en-dro en heh evor niverenn Jimmy, med den erbed a respontas
da Hawes.
- Mad tre, eme ean. Chom’ra din labourad. Ho kervel a ran dohtu pa’m-
bo.
- Penaoz e teuin er gêr ? e drohas Marie.
- Trenou ’zo betag Collinsworth, n’int ket ?
- Ya, met…
- Gelloud a ran ho leuskel d’ar gar tostan, mar karit.
- Ha toud ar material war ar straed ? Petra vo graet getoñ ?
- Porhour ar lise a hell en prennein e leh sur, betag e ta ho koaz en-
dro.
- Petra ’ra chonj deoh eo beo hoah ?
- Sur on n’en-deus ket padet nitra spontuz. Marteze en-deus nameid…
- Ensellour, e laras Marie d’un taol, n’on ket sur e karan doned en-
dro henoah.
- Intron…
- Chonj a raen… e hellahen doned genoh d’ar homisariat, da chwer.
N’hellan ket gortoz du-ze pa zei doereou diar Frank ?
- Ho troed spis eo, intron, met ma dever eo lared deoh e kaveh merhad
hir hoh amzer.
- Mard eo… posibl e vehe deoh presta din un tammig argant, eùé ?
Hawes a hi sellas eeun, heb respont.
- Eid ar bouid.
Hawes a hi selle en taù.
- Roein e rin dohtu… pa or-bo kavet Frank en-dro. Diaez braz a gavan
ho koulenn an dra-ze, med nameid nebeud a zollarou a zou genein.
Komprenn ’ret ? Frank hini eo atao hag a zo bet paeet eid on arvestou,
getoñ ema an argant.
- Pegemet, intron ?
- Oh! Hebken eid prenein un hamburger pe un dra e giz-ze.
- Chonj a ran: pegemet a argant en-doe ho koaz hirio ?
- Kant dollar en-deus degemeret eid ar c’hoari murhuduz. Boud en-doa
eùé mod sur ur villetenn bennag hoah, med n’ouian ket pegemet.
Neuzen ar laeroni ne oa ket da chonj. Koulskoude, er gêr-man e oa tud
prest d’ho trohein ar houg nameid evid pemm cents. Hawes en-em
houlennas pegemet argant en-doa getoñ. Ar weh ketan e oa en e vuhe pa
glaske ur viktim kemér ur prest getoñ.
- Chilaouit, eme ean. Me ’m-eus naon eùé, pa za ar gir. Gram da getan
ar peh eo red eid ar material, ha da heul e klaskim ni on-daou ur leh
eid debrein koèn.

Ж

0 new messages