Tuchant e arrujom d’an hent or-boa beajet àrnehoñ o toned devad an
hanternoz, hag e weljom en-dro ar rank familiel a beulou telegrafel
kouehet ou-doa on tommet agentaou.
Arru a rejom àr an torgennou koèduz en hanternoz ar flagenn Tisingol
pa zee an noz. Divizoud a rejom en em arsava e ti Bobroff, hag or
hansorted a zoñjas goulenn repu da Ganin e ti an telegraf. E dor ar
stasion, e kavjom eur soudard gand eur fuzuill hag a houlennas dim
piou e oam, a-beban e teuem, ha koutant merhad deuz on displegou, eñ a
halvas gand eur c’hwitell eun ofiser yaouank hag a yas kuit doh an ti.
- Letanant Ivanoff, eme ean deoh en em zisko. Aman e oun gand ma bagad
partizaned wenn.
Deuet e oa doh rannvro Irkoutsk gand deg den, hag a oa kavet ar liamm
gand ar letanant-koronel Mic’hailoff, euz Ouliasoutai, hag an hini e-
noa gourhemennet dehoñ tapoud ar post telegraf.
- Deuet e-barz, m’ho ped, eme ean hegarad.
Displeget m-eus dehoñ e soñjen diskenn e ti Bobroff, hag eñ a reas eur
jestr disperet gand e zourn, o lavared :
- Ne vern ket moned du-ze. Lahet eo bet ar re Bobroff ha laosket eo
bet ou zi.
N’helljis ked derhel eun huchal a spont.
Al letanant a lavaras c’hoah :
- Kanin ha Pouzikoff eo ou-deus ou lahet. Laeret ou-deus ou hovenand,
hag ou-deus laosket an ti ha korfou an dud. Ho faot deoh gweled ?
Ma hansord ha me e yejom gand al letanant betag an ti distrujet.
Mogeriou laosket a saùe c’hoah, gand e kreiz, treustrou ha plankennou
duet gand an tan, pa oa al listri-kegin a streo tro-dro. War eun tu,
didan eur linsel, e oa korfou ar peùar den. Al letanant a lavaras :
- Skrivet am-eus an afer da Ouliasoutai, ha m-eus degemeret ar hele e
teufe ar gerent gand daou ofiser evid ober eun ensell. Chetu perag
n’hellan ked endouara ar horfou.
- Penoz eo degouehet ? e houlennjis gand ma halon flastret dirag an
arvest truezuz.
- Chetu. Dosta a ren da Disingol, e-pad an noz, gand ma deg soudard.
Rag aon e-moa e vefe soudarded ru niverusoh evidom, on-eus en em
dosteet ewezuz d’ar stasion hag on-eus sellet dre ar prenestrou.
Gwelet on-eus Pouzikoff, Kanin hag ar plah gand ar bleo trohet, hag a
studie hag en em denne dilladou, traou peb sort, hag a boueze lingodou
argant. Komprenet m-eus dioustu e oa pouezuz, med e santen ive e oa
red boud fur. Gourhemennet m-eus d’eur soudard dremén a-uz d’ar
balisadenn ha digor an nor. Da heul on-eus redet er porz. Gwreg Kanin
a voe an hini genta hag a tehas, o sevel he daouorn spontet : «
Gouzoud a ren e vefe gwalleur dim goude kemend-ze ! Hag hi a yaras.
Eun den a dehas dre eun nor a-gostez betag eur skiber er porz, hag a
glaskas lamma a-dreist ar balisadenn. N’am-boa ked her gwelet, med eur
soudard a dapas anehañ. Kanin a or zegemeras d’an nor : gwenn spontuz
e oa hag e krenne. Komprenet m-eus neuze e oa degouhet eun dra bouezuz
ha spontuz, hag am-eus hen arsavet dioustu. Gourhemennet e vefe staget
ar bôtred hag ewezet mad. D’am goulennou en em enebent gand ou zaù,
nemed an Intron Kanin hag a huche àr he daoulin, gand ou daouarn hag a
bede : « True, true evid ar vugale ! N’int ket kabluz ! »
Ar plah gand ar bleo trohet a or selle gand eur fas divergont ha
goapaüz, hag a daole moged he sigaretenn em fas. Red e voe din ou
gourdrouza :
- Goûd a ran ho-peus greit eun torfed, med e nahet kovesa. Ma rehuizet
komz, e lâran e vefe fuzuillet ar bôtred hag e kasan ar maouezed en
Ouliasoutai eid ma vefent barnet.
Komzet m-eus gand eur vouez kalet ha divizet, rag ou-doa ma hounnaret
e gwirione. Sabatuet oun bet rag ar plah bleo trohet eo, a gomzas da
genta.
- Lâred a rin deoh an oll afer, eme hi.
Gourhemennet m-eus e rofent din liou, paper hag eur bluenn. Ma
soudarded a reas an dested. Neusen am-eus aozet verbal ar govez deuz
gwreg Pouzikoff. Chetu pez a lâras :
- Ma goaz a me e om komiserion volchevik, ha kaset om bet aman eid
gouzoud ped a ofiserion wenn en em guh er Vongoli. Med Bobroff goz a
on anaouas, rag e anaoue ahanom. Neusen on-eus vennet moned kuit, med
Kanin a on dalhas, o lavared dim eo Bobroff pinvidig, hag e-noa
ragtres hel laha ha laereh en e govenand. Asantet on-eus kenlaboura
gantoñ. Kouviet on-eus ar Bobroff yaouank da c’hoari gartennou genom.
Pa zaas en e di en-dro, ma goaz e-neus heuliet anehañ hag e-neus hel
lahet. Da heul om eet an oll da di Bobroff. Tremenet oun a-uz d’ar
balisadenn hag am-eus taolet kig kontammet d’ar chas. Ind a varùas e
lod a vunut. Neuze, on-eus tremenet ar hlud an oll. An hini genta a
yas kuit a voe gwreg Bobroff.
Pouzikoff, kuhet a-dreñv an nor, a he lahas gand e vohal. An den koz,
o-neus hen skoet d’e benn gand ar vohal ive pa oa o kousked c’hoah. Ar
plahig a zaas er gambr rag he-doa kleùet trouz, ha Kanin a he lahas
d’eun tih fuzuill e kreiz he zal. Da houde on-eus laeret pez a blije
deom er hovenand hag on-eus laosket an ti, ha distrujet ive ar roñsed
hag ar loened. An oll draou a vefe bet laosket heb leuskel merkou, med
oh arruet hag an dud zod-ze ou-deus on treiset.
- Spontuz eo bet, e gwirione, eme al letanant pa zeem er stasion en-
dro. Ma bleo a saùe àr ma fenn o kleùed ar plah yaouank-ze ha lavare
an torfed ken sïoul. Eur bugel eo kazimant c’hoah. Gwelet m-eus an
diroll lakeet er bed gand ar bolchevism, o laha ar fei, an doujañs da
Zoue hag ar gousiañs. Komprenet m-eus gwelloh c’hoah penoz e oa red
d’an dud vad stourma didrue eneb d’an dud-ze danjeruz evid ar mab-den,
ken ma vo deom buhe ha nerh.
Pa zeem en-dro, am-eus gwelet àr eun tu deuz an hent, eur bernig du.
- Petra eo ? m-eus goulennet.
- An droug-lazer Pouzikoff eo am-eus lahet gand ma revolver, e-
respontas al letanant. Gallet am-befe laha gantoñ Kanin ha gwreg
Pouzikoff, med true m-eus bet deuz bugale Kanin, ha diàrbenn ar
vaouez, fei, n’am-eus ked disket c’hoah laha ar maouezed. Ou hasa a
rin genoh da Ouliasoutai, ewezet gand ma soudarded. Ne gemmo nitra
evite, me ’gred, rag ar Vongoled a ou verno hag a ou hondaono sigur
d’ar maro. »
Chetu an darvoudou a zegouehas da Disingol, àr riblennou gand an
tannou sant Elm hag a nej a-dreist ar lennou gand gwerni e-peleh e
tremén eur faoutenn tri-hant kilometr hir, hag a voe greet en dachenn
gand ar hrén-douar devean. Doh an toull-braz ze e oa eet Pouzikoff ha
Kanin kuit, hag ar spered ifern all hag a zo deuet velima ar bed a
dorfedou ha spontou ? Eur soudard ag ar letanant Ivanoff, eun den
yaouank diliou ha a bede heb ehan, a ou anùe harperion Satan.
An hent devad Ouliasoutai en-dro, gand an dorfederion-ze, a voe gwall
zisplijuz. Ma hansort ha me or-boa kollet nerh on enean. Kanin a
zoñje, taùet, pa c’hoarze ar plah divergont, hi a vutune hag a ree
goap gand ar zoudarded pe lod ag or hansorted.
Erfin, e treuzjom ar Jagisstai, ha, lod ag euriou da houde, e weljom
ar hreñvleh, ha da heul an tier izel, saùet e brik sehet, dastumet àr
ar gompezenn : Ouliasoutai e oa.