Christian Rogel
Evit an hini n'eo ket bet lidet e zeiz-ha-bloaz en un doare dereat, n'ouzon ket
hag-eń e c'heller ober "Lama meur" dioutań.
Gwir eo en doa lakaet al labour evit ar yezh hag ar sevenadur a-us da gement
stourm politikel met ne'm ket lennet netra diwar e bluńvenn a-zivout ar
garantez pe ar gendruez pe c'hoazh ar c'hredennoů metafizikel.
Troidigezhioů en doa savet avat : Nag ur souezh eo bet din, ha me bet savet ur
studiadennig evit ar skol-veur diwar-benn Kabir, ar barzh indian mezv gant e
garantez evit Doue, pa 'm boa lennet e oa Kabir ar c'hentań barzh bet troet
gant "Lama meur" war "Walarn". Da c'houlz-se ne oa troidigezh ebet e galleg,
din da c'houzout, diwar barzhonegoů Kabir ha me 'sońj din e oa diwar ar saozneg
e oa bet troet e brezhoneg. Setu o doa gellet ar vrezhonegerien (ar re a ouie
lenn) tańva pezhioů ur barzh hag un den Doue war un dro, eus ar seurt na vez
ket anavezet kalz. Un den undoueek e bro Indez a arnode alies ez-speredegezhel
ar garantez ouzh Doue betek an unaniezh.
Ur prenestr digor war ar bed. Setu petra a blij din ar muiań el "Lama meur"
E bezhioů-c'hoari ivez a gavan dispar. Ne'm boa ket merzet pegen don e oant pa
'm boa lennet anezho. N'eo nemet nevez zo, oc'h arvestiń outo leurennet gant
ampartiz gant Strollad ar Vro Bagan, em eus komprenet ne oa ket o oberour unan
troc'het penn-da-benn diouzh ar bobl, he buhez hag he foanioů e-giz ma vez
rebechet dezhań.
Met, da'm sońj, n'eo ket kement-se trawalc'h da reiń an anv a "Lama meur"
dezhań, hag ouzhpenn-se eo bet implijet re alies al lesanv-mań d'ober goap ouzh
tud zo.
A galon
Alan
>Met, da'm sońj, n'eo ket kement-se trawalc'h da reiń an anv a "Lama meur"
>dezhań, hag ouzhpenn-se eo bet implijet re alies al lesanv-mań d'ober goap
>ouzh
>tud zo.
>
>A galon
>Alan
“Uhel e dog” e lavaren , e wirionez : ne em eus adkavet an dro-lavar
er Geriadur brezhoneg, met ur sonj am eus eus ur frazenn a dalveze
“evit “an uhelder a zo gantan” (s. o. GBAH).
Evit gwir a oa paotr e vil skridou ur den seven ha hegarat-kenan, nemet
e doare da lakaat e c’hendivizour da gompren e oa echu ar gaoz.
Ober Lama meur eus outan n’eo ket diseven, koulskoude pa ouzer eo
Lamaed veur an Tibed, tud a skiant uhel.
Christian Rogel