Google Groups no longer supports new Usenet posts or subscriptions. Historical content remains viewable.
Dismiss

Peùar aerouantig a ra fentusellou 24

3 views
Skip to first unread message

Broc

unread,
Apr 2, 2008, 9:38:52 AM4/2/08
to
Ur weh arruet ér gêr, hi e halvas hé mammeg.
- Mamm ? Marie on.
Ar liam ged Atlanta ne oa ket mad.
- Karet, ne gleùan nitra, é klemmas ar vammeg. Serr ar pellgomz ha me
halv endro.
Bravo, é chonjas Marie. He hervel e ran eid lared dohti é marù he
Frank, ha ne glev ket anehi.
- Mad eo, eme hi.

Hi e cherras ar horned hag e ras an niverenn ur weh aral. Ar vammeg e
zigoras d’an eil sonereh :
- Gwel eo breman ? é houlennas Marie.
- Kalz gwelloh. Dres e sonjen ho kervel. Telepatiez eo.

Susan Sebastiani e grede d’ar speredism. Peb weh pe rê un abadenn én
hé zi, é lare gobér ar liam ged tad Franck, marù ha douaréet diboa
ugent vlé, hudour èl é vab.
- Ar pez a zo bet, eo am-eus bet eur sonj hag am-eus laret é ma
halon : « Susan, red eo dis gervel ar vugale. » Mad oh ?
- Eu, n’om ket, nann.
- Petra zo c’hoarveet ?
- Mamm… Keleou fall-tre am-eus de lared.
- Petra ?
- Franck…
- O ! ma Doue, eun dra zo c’hoarveet gantan, e ouien.
Taù àr ar linenn.
- Marie ?
- Ya, mamm ?
- Petra eo c’hoarveet ? lar ouzin.
- Mar… marùet eo.
- Penaoz ? O ma Doue, ma Doue, é hirvoudas Susan.
Ha hi de ouilein.
Marie e hortas.
- Mammeg ?
- Ya, aman emaon.
- Spontuz eo.
- Gervel a rez deuz an ti ?
- Ya.
- Erru a ran dioustu pa hellan. Gervel a ran an êrporz evid gouzoud
pegoulz e vo un… Penaoz e arruet ? Eur goall-zarvoud ?
- N’eo ket, mamm. Lahet eo bet. Drouglahet.
- Petra ?
- Un den…
- Petra ? Piou ? Deuz petra e komzez ? drouglazet ?
- Ne oerér ket hoah. Un den bennag…
Marie n’helle ket lared de vamm Franck é oa bet trohet é tammou korf
hé mab. Ar hélé-ze e hellé gortoz.
- Un den é-neus ean lahet, eme hi. E-pad an enderù, goude un arvest
ebarh ur lise.
- Med piou ?
- Ne ouiam ket hoah. Ar polis a chonj e vehe Jimmy marteze.
- Jimmy Brayne ? Ar yaouank da biou Frank a helenne ar vicher ?
N’hellan ket er hredi.
- Ar polis e ean glask, kollet eo.
- O ! ma Doue, é hirvoudas Susan é ouilein ur weh aral. Perag en-defe
groet an dra-ze. Frank a rae gantan vel gand eur breur.
- Me eùé, é laras Marie.
- Laret teus da Zolores ?
- N’am-eus ket, hui zo an hani getan…
- Eur grizenn a galon e raio, mod-sur, é drohas Susan. Laosk anon
lared dezi.
- N’hellan ket ho koulenn an dra-ze, mamm.
- Ma merh eo, ma dever eo ober, é laras Susan hag e ouilé hoah.
Goulenn a rin dezi mond dioustu d’ho ti. Ezomm a zikour teus.
- Trugare, mamm.
- Pegehed amzer eo red evid doned ? Eun eur ?
- D’ar muian.
- Lared a rin dezi ober buhan. Penaoz en em santez ?
- O, mamm, spontuz eo, e laras Marie, ged ar voueh draillet.
- Gouzoud mad a ran, karet, med bes kaloneg. Dond a ran kerkent evel
ma hellin. Araog, e vo Dolores genit. O ! ma Doue, pegen a dud a zo da
lared outo… Pegoulz e vo an interramant ?
- Eu… Ar polis e venna de getan gobér un aotopsiez.
- Petra ? Troha ma Frank e tammou ?
Taù braz àr ar linenn.
- Spi am-eus teus ket asantet.
Marie ne dapas ket ar poent eid lared é oa dija bet draillet ha trohet
ar horf.
- Forset é vé gobér un aotopsiez pan dé un drouglah, mamm.
- Perag ?
- N’ouian ket, ar lezenn eo.
- Kaer eo, al lezenn !

An diou voéz e daùas ha, goude boud huanadet, Susan e laras :
- Mad eo, breman e halvan Dolores. Hi arruo d’az di goude eur
pennadig. Padoud a ri, betag e arruo ?
- Padoud a rin.
Un taù aral.
- Mad e ouzout pegen e haren anean, e laras Susan.
- Mad é ouian.

Ur huanad aral.
- Karet, galvin anout dewezatoh, é prometeas mamm Frank. Klask a ran
tapoud ar harr-nij fennoz. Ne vi ket mui te da unan, ouspenn. Dolores
a vo ganis. Ha me arruan pa hellan.
- Trugare, mamm.
- Galv anon ma ne badez ket ken.
- Mad eo, mamm. Noz vad.
- Noz vad, karet.
Marie e cherras ar horned hag e saùas he daoulagad de dal an oroloj
magoér ag ar gegin. Tri kard eur hoah eraog fin an deùeh an hirran ag
he buhe.


Љ

0 new messages