War an danvez Bonreizh g. T. Gwilhmod
Trefoedachoů ar Vro, Diarbennoů ouzh ar Felliezh ha Reoliadur ar
Gevredigezh, gant Yann-Ber Cavaillé, kelenner e Skol ar Studioů Uhel war ar
Skiantoů Kevredigezhel (diskouez a ra dre ar munud penaos e laka renerion
vro C'hall an diskred war ar brezhoneg oc'h ober eus ar re a zalc'h da nac'h
ober eus ar galleg o yezh er bro c'hall danvez sponterion a-benn ar fin)
Yaouankiz ha Sotoni gant Olavo de Carvalho. Ar pennad-mań a zo ennań,
dreist-holl en e frazenn ziwezhań ur respont klok a-walc'h d'ar randonerien
a lavar "emań dazont ar brezhoneg gant skolidi Diwan eme E.D., troer ar
pennad spagnolek-man.
Merenn e-tal Blaen gant Yann Mikael. (ur pennad istor a verk, youl
Gallo-romaned Bro-Naoned, gant Landbert o Fennrener, da vezań stag ouzh
Breizh, hag ivez hini ar Vrezhoned mennet-mat da gaout ar gontelezh-se koulz
hag hini Roazhon, evel marzennoů-kreńv, a-enep delanvad peurbadel ar Franked
war-du ar c'hornog. En deizioů-mań ma vez c'hoazh hag atav kudenn al
Liger-Atlantel e Breizh e oa mat kounaat an emgann-se)
Mennozhioů an Dud diwar-benn ar Brezhoneg gant Youenn Olier, (bet skrivet e
1946), a ziskouez hent-dall ar rannyezhoů evit ar brezhoneg. "Kement-se a
zisplegomp amań evit resizań hor sońj diwar-benn talvoudegezh ar brezhoneg
evidomp-ni. A-hend-all e c'hell pep hini sońjal ar pezh a gar diwar-benn ar
brezhoneg hag e zifenn evit abeg pe abeg. Hogen splann eo ne gar ket ur
brezhoneger a-vihanik hag ur skrivagner brezhonek eus Breizh-Uhel - ha
stank-tre ez int hiziv - ar brezhoneg en hevelep doare."
N'eus mui a Zimeziń..Homelienn gant Y.T. diwar-benn priedelezh kristen ha ar
frankiz revel o ren diwar-vreman. Studiadenn bizh-tre a rein forzh daveennoů
d'an Aviel e-unan.
Yann-Baol hag ar "Rann"-Vroioů. gant P. K. "Fellout a ra din lavarout ur ger
ouzhpenn a-zivout hęrezh sevenadurel ho rannvroioů, maz eo stag outi, dres,
ar relijion boblek emaomp o paouez komz anezhi. A-bouez bras eo doujańs d'an
hęrezh-se ha lakaat doujańs dezhi, ha, da gentań-penn, dre maz eo intret a
sev hag a saour kristen. Re alies siwazh e klasker tennań pep pinvidigezh
speredel diouzh an hęrezh sevenadurel. Ha padal, liammet strizh eo sevenadur
tud ar bobl ouzh feiz ar bobl
Setu perak ez eo a bouez bras e vefe douget bri ha roet skoazell da gement
den a youl vat, kristen pe get, a glask diorren an hęrezh-se, hag en ho pro
ez eus kalz tud oberiant ha dellezek a veuleudi, kelennerion, brouderion war
dachenn ar sevenadur pe an arz, stourmerion o strivań da zerc'hel ar yezh en
he sav pe da zistreiń dezhi, kargidi ar skingaserezh hag ar skinwelerezh
rannvro. En ur ger, ar pezh a zo d'ober eo doujań da frammadur kristen an
hęrezh-se o treuzpadout betek bremań, en tu all da wallzarvoudoů an Istor.
An Iliz eo a z1e bezań an hini gentań o kompren petra a zo e kont, o kemer
perzh a-zevri hag oc'h emouestlań er stourm. (Prezegenn da eskibion Korsika
ha Provańs d'an 18 a viz du l982, bet troet hag embannet en IMBOURC'H
l55-156, miz Du-Kerzu 1982.)
Roll an oferennoů e brezhoneg e Landreger
Devezh an Tiegezhioů e miz Eost. Tu a vo da vadeziń ar vugale e-kerzh an
oferenn, pe da gomuniań evit ar wech kentań, pe d'ober diskleriadur a feiz.
Gallout a ra ar familhoů mont e darempred gant Yann Talbot, Person Landreger
ha prezidant Emglev An Tiegezhioů
http://groups.yahoo.com/group/brezhonegeniliz
Dindan ar wask e ti Imbourc'h : An nor d'ar vuhez deol Sant Frańsez a Sal
Troidigezh gant Youenn Olier, 350 pajennad da zont er-maez e-pad an hańv 30
euro franko.
http://kannadig.chez.tiscali.fr/
--
Brezhoneg yezh ofisiel, ya !
Hogen er gęr da gentan