Eileen a zichenas ag ar wetur da du riblenn-strêd en ur luhed he
divorhed gwenn, hag a yas devad ar bar en un trotal àr he botou ged
selou uhel. Super-Houlier a hejas e benn dre uz ar vanketenn, a
zichennas ar werenn hag a huchas un dra da Eileen. Hi a respontas
divergont, a blegas he horf trema ’r fenestr, ged he broh berr,
stennet àr he rèr eid ma vehe red diskoein ar varhadoureh, hag a hejas
he fen en ur fichal he divreh.
Hi’ respont dohtoñ, e tisplegas ar barman.
E bouez-moueh a oa ag ar hreistei. Marteze ne oent ket ken pell doh
Houston, da heul.
- Ha ne blij ket dehoñ, eme ean hoah.
Superhoulier a yas kuit buan ag ar Gadillac, a ras tro ar wetur hag a
arsavas dirag Eileen e youhal. Ged he daouorn àr he digroezell, hi a
gendalhas hejein he fenn.
Med ne arsavo ket respont dohtoñ ! e laras ar barman, un tammig
kounnaret.
D’un taol, Superhoulier a ras ur javedad d’ar plah.
Ah ! Unan mad he-deus degemeret, e laras ar barman en un hejein e benn
eid lared penaoz e oa a du ged an den.
Ag an taol, Eileen a gilas, ged he daoulagad glaz hag a luhe. Cherrein
a ras he dornou, ha a yas d’un taol àr an houlier eid ma vennahe er
lahein, med ean a he stokas trema ar bar, hag a yas d’ar Gadillac
endro ged ur paz sioul, èl un aotrou àr e zoarou. Eileen a frotas he
jod, hag a sellas ar wetur e voned kuit.
Ar hoari braz a zeraoue.
Ж
Peùar zamm a rê nameid unan, breman.
Marteze.
Ind a ziskoas da Vari ar paked dillad : bragou ha loerou glaz, slip
gwenn, botou ha gouriz du. Saotrou goed àr an tu uhel ag ar bragou,
hag àr ar slip.
Kred… Kred’ a ran se zo dillad Frank, eme hi.
Lod a behiou moneiz en ur chakot bragou. Alhwe erbed, nag alhuiou ti,
nag alhuiou gwetur. Ur mouchoer en ur chakot aral, hag un doug-monei e
lér du.
Hani ho koaz eo ? e houlennas Brow.
Ya.
Hi’ gomze ged boueh izel, èl m’he-dehe resped eid an traou diskoeit.
Ebarh an doug-monei e oa ur mad da gas karr ged anù Frank Sebastiani,
604 Eden Lane, Collinsworth. Kartenn a gredit, mann. Ur gartenn
bouehour ged ar mem anù hag ar mem chomleh. Kand dollar e billedou ag
ugent, pemp, hag unan. Én ur chakotig, un tamm paper gwer ged ar
giriou : MUZULOU MARIE, hag edan :
Tok : 55
Seiou : 40
Bremidenn : 90 B
Taill : 65
Bragez : 2
Manegou : 6 ¼
Botou : 37
Mod-skriù ho koaz eo ? e houlennas Brown.
Ya, eme hi ged ar mem boueh doujansuz.
Ind a yas geti e ti an dud varù, e-men blaz kig mab-den a saùas he sah-
kov.
Ar peùar zamm korf a oa astennet àr un daolenn metal. A-gevréd e oa
bet laket, med heb bet laket spis. Marie a izelas he daoulagad diarne.
Sur om, ar mem korf eo, e laras Carl Blaney.
Eid laroud mod-sur piou’ oa… El ma welet, n’on-neus ket hoah nag an
daouorn, nag ar penn.
Ean a gomze d’ar boliserion heb gouzoud piou oa ar vaouez deit geté.
An tamm izelan ag ar horf a oa noah, breman, ha Marie a en selle mad.
Gouzoud a ret e hroup goed ? e houlennas Blaney.
Ya vad. Group B.
Group or hliant eo.
Anawoud a ret un dra bennag, intron ? e houlennas Brown.
Hi a hejas he fenn eid lared ya.
Lehennou, ya, àr e gof, àr e hlin.
Hi a selle hoah.
Un dra aral, marteze ?
E galh.
Den erbed a respontas nag a houlennas nitra.
« Ur vurbuenn en-des… e laras Marie… unan vihan. Édan ar prepus. »
Ged e zorn er maneg kaoutchou, Blaney a saùas an ezel blod, a en droas
skanv.
An dra-sen ? e houlennas ean en ur ziskoein ur saotr ganedigeh teo èl
penn ur spillen.
Ya, e respontas Marie dousig tre.
An ensellerion en em houlenne mard an abadenn-ze a oa un anaoudegeh
revé stumm ar lézenn. Fas erbed, merkou a vizied erbed. Nameid ur
group goed, lehennou àr ar hov hag ur har, hag ur saotr ganedigeh – ar
peh a veze anùet ged Marie ur vurbuenn.
Arhoah e klaskin endoud e fichenn dent, e laras Blaney.
Gouzoud a ret anù e zantist ? e houlennas Hawes.
E zantist ? e laras eùé Marie heb kompren.
Eid havalein, devéatoh.
Havalein ?
Fichenn dent ho koaz, e havalim anehi ged fichennou an dantist. Mad
int havalab, ho koaz eo.
Ah… Ar weh devéan p’en-deus gwelet un dentist a oa e Florida, e Miami
Beach.
Pegourz e oa ? e houlennas Brown.
Pemp ple zo.
Neusen, ar fichenn dent freskan…
N’ouian ket mard en-deus unan, e drohas Marie. Ean a yas d’un den hag
a oe bet laret dem er hotel. Ne oa ket e zantist, ma gomprenet.
Ye, e huanadas Brown.
Da dal Blaney en em droas.
Petra chonjet ?
Pegen uhel e oa ho koaz ? e houlennas Blaney.
An oll doereou zou genein, e laras Hawes e tennein e garned ag e
chakot. Ur metr triweh ha tri-ugent, pemp ha peùar-ugent kilo, bleo
du, daoulagad glaz, lehennou apendisit ha menizektomiez.
Ged ur penn or-behe ur horf tost d’ur metr pemp ha peùar-ugent, e
kontas Blaney. Ar poueh a vehe eùé peùar-ugent, pemp ha peùar-ugent
kilo. Bleùenn an divreh, an diùhar, ag ar bruched hag ar hov izel a
zou du. An dra-ze ne sinifi ket e ma du eùé ar bleo. Met ahoel e ouiam
an den ne oa ket ru na melén. An daoulagad…. N’on-neus ket e benn.
Neusen. Greit on-neus an anawoud reve ar lezenn pé get ? e houlennas
Brown.
Ma laram se zo korf un den, ur gour, gwenn e grohen, tregont vle
bennag. Ped a vleou en-doe ho koaz, intron ?
Peùar ha tregont.
Joeintein a ra ur weh hoah. Hag èl-rézon ar saotr àr e galh a seblant
boud ur munud pouezuz tre.
Ho koaz eo, intron ? e houlennas Brown.
Ma hoaz eo, e respontas Marie.
Hi a lakas he fenn àr skoaz Hawes hag a ouilas dousig àr e vruched.
Љ