Google Groups no longer supports new Usenet posts or subscriptions. Historical content remains viewable.
Dismiss

Brezhoneg en Iliz - Sant Gwenole

12 views
Skip to first unread message

tgwi...@orange.fr

unread,
Mar 3, 2009, 1:10:25 PM3/3/09
to
BREZHONEGENILIZ (listenn skignañ)

Kinnig al listenn-skignañ : Amañ da heul e vo kavet titouroù war ar
pezh a zo e brezhoneg e buhez an Iliz e Breizh. Oferennoù dreist-holl,
a zalc'h da vezañ lidet ingal e yezh ar Vro "evit gloar Doue ha
Silvidigezh ar bed".

Traoù all a zo, hogen pep tra a zo bresk hag a zalc'h hepken diwar-
bouez dalc'husted un nebeut tud. Ra gemerimp perzh enno eta, ha ra
vrudimp anezho, rak kaer a zo ober, ar wask vrezhonek ne ra morse anv
anezho pe dost. Dizingal e teu er-maez al listenn-skignañ-mañ, da
lavarout eo : p'en em gav ar c'heleier ganeomp... p'en em gavont !
Goulenn a reomp eta ouzh pep hini degas keleier p'en devez tro da
glevout anv eus un dra bennak aozet e brezhoneg evit ar Gristenien.
Trugarez dezho a-berzh an holl zegemerien a venn bezañ kelaouet war ar
pezh a c'heller da gaout e brezhoneg en Iliz. Kaset eo bet ar
c'helc'hlizher-mañ da nebeut-tre a dud evit c'hoazh (nebeutoc'h eget
hanter kant) : ma anavezit chomlec'h internet brezhonegerien gristen e
kavint gras o resev keleier a-drugarez deoc'h.

T. Gwilhmod tgwi...@orange.fr

a-berzh Emglev An Tiegezhioù,

Emgav EAT an nevez-amzer


Evel warlene e vo dalc’het emgav EAT an nevez-amzer e Porneizh en
herberc’hti " Feunteun ar Vretoned ".

D’ar Yaou 16 a viz Ebrel an hini e vo, goude merenn. Lakait an deiz-se
war ho teiziataer eta. Emvod-meur bloaziek ar gevredigezh e vo, evit
bezañ reizh e-keñver al lezennoù. Dreist-holl e vo un digarez d’ober
un tammig sell a-dreñv war hon obererezh, d’ober un dro war an aod war
droad, ha d’en em gavout en-dro d’ur verenn-vihan. Hor pellgomz war al
lec’h : 0624853029 pe 0251741515. Gervel daou zevezh a-raok m’emaoc’h
e soñj dont.

Pardonioù brezhonek da zont :

- hini ebet

Oferennoù lidet ingal

- e Kemper, bep sul kentañ ar miz, 8e 45 e chapel an Iliz Veur

- e Landerne, bep trede sul ar mizioù ampar da 9 e 45 (iliz sant
Tomaz)

e Trelevenez, bep sadorn (da 18 eur etre an Hollsent ha Pask, betek an
8 a viz Meurzh ar bloaz-mañ : d'an 20/3 ne vo ket a oferenn; da 19 eur
adalek ar Yaou Gambr-lid ha derc'hent an Hollsent; Beilhadeg Pask a
vez lidet da 21 e 30 ar sadorn) ha bep merc'her (18e ) e chapel Minihi
Levenez ; evit Nedeleg ha Pask e vez war-dro 21 eur en iliz ;
e Lannuon bep sadorn diwezhañ ar miz da 6 eur noz e chapel Sant Pêr ar
Rusked
- e kantonioù Kastell Paol ha Landivizio e vez un oferenn ur wech ar
miz, tu pe du er c'hanton.

Oferennoù da zont (dizingal)

evit ar Mor-bihan eo gwelloc'h goulenn titouroù digant Santez Anna
Gwened (Eskopti Gwened). Bez e vez oferennou e chapel Sant Mazhev
gwidel ur wech ar miz, ha gwech ha gwech all e Gwened
http://catholique-vannes.cef.fr/site2/03-01-SantezAnna.html
- evit Aodoù an Arvor, sellout ouzh http://catholique-saint-brieuc.cef.fr/Oferennou-e-Brezhoneg

evit Penn ar Bed ez eus lec'hienn Minihi Levenez e Trelevenez (Eskopti
Kemper ha Leon) http://minihi.levenez.free.fr/
- E Trelevenez, er Vinihi, pep sadorn d'an noz

- Sizun: d'ar zul 8 a viz meurz, 10el/2

- Landerne, Sant-Houardon d'ar sul 15 a viz meurzh, gallek ha
brezhonek

- Santeg, d'ar 15 a viz meurzh

Gwineventer: d'ar sadorn 28 a viz meurzh, 6e abardaez
Trelevenez, sizhunvezh santel er Vinihi : Yaou Gamblid 9 a viz Ebrel
da 8e30 noz ;

Gwener ar Groaz 10 a viz Ebrel da 8e30 noz. Nozvezh Fask gant
badeziantoù re yaouank da 9e30 noz en iliz-parrez.

- Landivizio: d'ar sul 26 a viz ebrel, 10el/2, oferenn "Breizhtival"

- Iliz-Veur Kastell-Paol d'an 10 a viz mae

Lambader Plouvom: d'ar sul 31 a viz mae.
- E miz mae, er Folgoad, ar "Pemp sul", da 10 eur d'an 3, 10, 21, 24
hag 31 a viz mae, ha d'ar sadorn 16 da 6eur d'abardaez e-lec’h d’ar
sul.

Pardonioù brezhonek

- er Folgoad : derc'hent eil sul miz Gwengolo da 18 eur. Da 16 eur e
loc'h ur birc'hirinadenn e brezhoneg 7 km diouzh chapel Landouzen an
Dreneg evit en em gavout da 18 eur er Folgoad.

Er Folgoad e miz Mae : "ar Pemp sul" : sulioù miz Mae ha Yaou Bask, da
10 eur.
- Oferenn-bred Plouha ar sul kentañ miz Mae bep bloaz. Banne a enor da
heul gant al laz-kanañ.

- e Rumengol : da 18 eur derc'hent sul an Dreinded ha derc'hent ar 15
a viz Eost ;

- Lun ar Pantekost : Pardon sant Urfol er Vourc'h Wenn

- e Landouzen An Dreneg : da 11 eur da sul kentañ miz Gouere ; pred ha
c'hoarioù da heul

- e Santez-Anna-Wened 26 a viz Gouere : da 9 eur e kloastr ar
Penniliz , Oferenn Santez Anna patronez Breizh.

- e Lokildud Sizun : da 10e 30 prosesion 11 eur Oferenn da sul
diwezhañ miz gouere.

- e Bodiliz : 11 eur Gouel Maria Hanter-Eost.

e Lokmaze An Dreneg : da 11 eur ar sul war-lerc'h an Hanter-Eost. Pred
ha c'hoarioù da heul (rugby strobet, dominoioù) ;
e Penniliz Gwengamp Pardon Sant Loup ar sul war-lerc’h an Hanter-
Eost : 10 eur.
Abadennoù kristen e brezhoneg war ar skingomz :

=) Radio Sklaerded (eskopti Sant Brieg & Landreger) 102.1 pe 98.8:
Abadenn ar sadorn da 9 eur

=) Radio Kerne 90.2 hag Arvorig FM 91.7 (ha war ar genrouedad :
http://radio.stalig.com): Abadenn ar sul da 9 eur (Aviel ar sul,
sarmon ha kantikoù) d'ar sadorn (derc'hent) e vez skignet da 18 e ar
memes abadenn

=) Radio An Aodoù (eskopti Kemper) (89 - 92.6 - 96.7- 99.6 - 105.2):
Pedenn an deiz, bemdez da 8 eur 30 nemet d'ar sadorn 7e 20 ha d'ar sul
8 eur 15.

d'al lun, da 8e abardaez ha d'ar sadorn da 6e30 abardaez : Musikoù
santel hor bro (55 mun)

Lec'hiennoù da welout a denn d'ar feiz e brezhoneg :

- sellout ouzh roll an oferennoù ingal dre zepartamant ;

Ar c'helc'hlizher-mañ, "Brezhonegeniliz" a gaver aze :
http://kannadig.chez-alice.fr/brezhonegeniliz
- http://koantik.googlepages.com/brezhonegenoverenn

Pedennoù pennañ ar c'hristen : http://catholique-saint-brieuc.cef.fr/pedennou-kristen
Blog (e galleg) evit enoriñ santez Anna, sant Joachim hag Ivon
Nikolazig. Ur brezegenn e brezhoneg savet gant an Aotrou Blanchard da
geñver pardon Keranna 2007 zo e-barzh.
http://annajoachim.blogspot.com

DA SELAOU : - kantikoù nevez : http://minihi.levenez.free.fr/overenn.html

... ha kozhoc'h : http://perso.orange.fr/per.kentel/frame_par_genre.htm

Lec'hienn Allah's kanañ Allah's kanañ war myspace

Katekizerezh:

E Landerne, daou strollad (CE ha CM) a bep eil bep pemzetez e sal ar
barrez d’ar sadorn vintin 02-98-20-48-98 ;

E Lannuon hag e Gwengamp ez eus ivez.

Katekiz er gêr : gant Minihi levenez ez eus daou gaier. Gant Emglev An
Tiegezhioù e c'heller kaout katekiz Tequi tgwi...@orange.fr

Kemennoù prevez :

Goulennit (evit ur bennozh doue eo) embannadurioù a liderezh BARR
HEOL, niverennoù kozh Imbourc’h, Ar Rozera embannet gant Ikonenn Mari,
gant ar Misterioù Skedus ouzhpenn, Pedenn da Itron Varia ar Veleien,
Levrioù "Ar vuhez kristen" Rosko war Sant Frañsez Asiz (4 levr),
santez Elizabed a Hongri, Fatima, Buhez Hor Salver Jezuz-Krist...
tgwi...@orange.fr

Nevez deuet er-maez :


.

"Minihi Levenez" miz c’hwevrer 2009 : diwar-benn an abostol Sant Paol.
Divyezhek gant skeudennoù kaer tre. 100 p. Gant an Tad Alain
Marchadour hag Yves-Pascal Castel. Brezhoneg gant an Tad Job An
Irien.

"Kannadig Imbourc’h niv. 58" Kerzu 2008


ur studiadenn a-bouez war ar sant Iwerzhonad, bet mezvier ha leun a
sioù fall, Mazhev Talbot Ur C’helt : Matt Talbot


Ganet eo bet Matt Talbot, e Dulenn, Iwerzhon, d'an 2 a viz Mae 1856,
c'hwec'hvet bugel un dousennad a vugale. Mousig e vez lakaet e skol ar
"Vreudeur Peder Brec'h", met ne ra ket berzh en e studioù. D’e zaouzek
vloaz e kavas fred en ul labouradeg boutailhañ bier. O labourat en un
aergelc'h peurintret a alkool, ec'h heulio dizale skouerioù fall ar
c'hopridi all hag en em lakaas da beurskarzhañ ar boutailhoù.


Ouzh e welout, o tont d'ar gêr, tommet e fri, e klaskas e dad ul
labour all dezhañ, dindan e evezherezh, e bodad simidi ar porzh.
Gwashoc’h-gwashañ ez eas ar bed gant Matt ; stagañ a reas da sakreal
gant doareoù lavar gouez an dougerion-sammoù. Gwashañ 'zo, e geneiled-
labour a reas dezhañ lonkañ wiski. Mantret e dud, n'en devo mui e dad
krog warnañ adalek neuze, p’emañ o splujañ a-grenn er vezventi.


Ha koulskoude, an den yaouank en deus ur galon vat. Emskiantek eus an
divrud graet d'e dad, e kuita simidi ar porzh evit kregiñ gant ar
vicher a vañsoner. Tremen a ra neuze e holl abardaevezhioù en
ostaleri, o tistreiñ d'ar gêr, ingal, mezv. Foranañ a ra e c'hopr gant
died. Gouelediñ a ra kement en e si ma veze gantañ a-wechoù bizied
krog evit pourchas alkool.


Da fall ez a e gorf, goustad. Gwashoc'h avat ez eo ar pec'hed hag a ro
taol ar marv d'an ene. Arver lontek ar boeson a zo mank ouzh ar
C'hrouer. Gant an alkoolegezh evel gant an dramm, e lam an den
digantañ e-unan ar poellataerezh, ar pezh a zo barregezh uhelañ mab-
den. An dizurzh-se, pa vez sevenet gant hollouiziegezh hag a-youl-
gaer, a zo un droug a-bouez a-enep Doue hag ivez a-enep an nesañ : en
em reiñ d'ar vezventi, a ra d’ar re all gwallfeukiñ. Evel evit kement
pec'hed grevus, ar reñver-se a zegas gantañ koll ar radstad [, gwashañ
droug a c'hell c'hoarvezout gant an den. E gwirionez, n'en deus ket an
den priziusoc’h mad eget ar vignoniezh gant Doue ; hogen ar geneilded-
se a ya da get gant ar pec’hed marvel.


Daoust d'e ziskar, e chom gant Matt ur begad onestiz. Ne orged ket.
Bep mintin, ne vern evadegoù an derc'hent, emañ en e sav da 6 eur
hanter evit mont d'e labour ; erfin e chom feal da oferenn ar Sul,
daoust ma ne resev ket ar sakramantoù evit keloù-se.


Ur Sadorn a 1884, e sko dorn an Neñv war e zor. Goude bezañ bet
dilabour, ur sizhunvezh-pad, n'eus gwenneg toull ebet ken en e chakod
ha setu-eñ dic'houest da brenañ boeson ha koulskoude ez eus prez bras
ennañ kaout dioutañ. War-dro kreisteiz, gant e vreur yaouank Fulub, e
troont en ur c'horn-straed, e-lec'h ma tremen ar vicherourion goude
bezañ paket o gopr ; moarvat, hini pe hini a bedo anezho evit ur
banne. Tremen ha saludiñ a reont, met n'eo kouviet gant nikun anezho.
Ur sac'had droug a ya ennañ ; bezañ dioueret eus an alkool a zo tenn
dezhañ, gloazet eo avat gant krizder e geneiled a baeas dezho alies
troiadoù en tavarnioù. A-herr setu eñ d’ar gêr. Souezhet-mik eo e vamm
ouzh e welout o tegouezhout ken abred ha diwar an dour. E vamm ! Setu
ma peg ennañ ar soñj ez eo bet ken dianaoudek en he c'heñver. Dister
eo bet ar skodenn roet dezhi, rak e holl voneiz a ya en evadegoù.
Bremañ avat, ez eo rannet e galon da vezañ he lezet ganti en hec'h
unan, pa oa eñ o lonkañ, emgar an tamm anezhañ. D'ar c'houlz-se, en
Iwerzhon, e oa dibaot ober ul le evit un den hag a venne en em zizober
eus an alkool. Goude ar pred, chomet e-unan gant e vamm, e tiskleir
dezhi a-daol trumm : "Mont a rin da ober ul le a zirwest, a emziouer".
"En anv Doue, kerzh d'hen ober, met arabat dit en em ouestlañ, mar ne
zalc'hez ket d'az ker". "Va mamm, emezañ, dirak Doue e touin". Goude
bezañ en em fi-chet, ez a da Gelenndi ar Groaz Santel da c'houlenn ur
beleg ha da gofes. War ali evezhiek an den-a-iliz, e ra gouestl evit
tri miz hepken. Antronoz, ez a d'an oferenn pemp eur e iliz S. Frañsez
C'havier, e kedun hag e tistro renevezet. Hogen, evit chom leal d'al
le-se, e vo kriz ar stourm ; setu perak e tiviz Matt keduniñ bemdez
evit perc'hennañ an nerzh speredel ret evit derc’hel d'e zisentez. Ar
gwashañ mare eo ar sec'hed, d'an noz, goude al labour. Evit diwall
ouzh ar mesatiz, an hoaladur, en em laka an nevez-kanttroad d'ober
baleadennoù e kêr...


E-doug e droioù, e stok ouzh un enkadenn all ; e yec'hed a zo aet da
fall gant an alkool ha buan ez a skuizh. Neuze, o vont d'un iliz,
daoulinet dirak an nevetlog, en em ro da bediñ, oc'h aspediñ Doue d'e
nerzhekaat. E-giz-se, en em voaz da bleustriñ ti an Aotrou. Neoazh,
hir e kav an tri miz ; heuliadoù an diouer : emdouelladurioù,
diwaskadennoù, doñjerioù a ra eus ar prantad-amzer-se ur gwir galvar.
Evit ur mare, e tihun an temptadur, dezhañ da stourm dispi ha da
badout gant e aspadennoù. Un deiz, e tistro d'ar gêr, en em lez da
gouezhañ war ur gador hag e tistag, dilaouen, d'e vamm : "Se a zo holl
didalvoud, mamm, ur wech peurechuet an tri miz, ec'h evin adarre.
Houmañ avat a frealz hag a vroud anezhañ da bediñ. Feal a-grenn d'an
ali-se, e kav blaz gant ar bedenn, o kavout enni silvidigezh. An tri
miz aet e-biou, souezhet diwar bezañ padet, ez adc'hra e le evit
c'hwec'h miz ; ur wech kaset da benn an taol-arnod-se, ez en em
ouestlo da chom da viken, hep banne ebet.


Ur vuhez nevez a zo krog gant Matt ; ur vuhez a nesaoni gant an
Aotrou. An oferenn bemdeziek a zo ar sichenn anezhi. E 1892 avat, an
oferenn da bemp eur, ma kedune enni, a zo lamet ; an oferenn gentañ a
zo lidet hiviziken da c’hwec’h eur ha kard, re ziwezhat evit e labour.
Daoust d'e uhelvarregezh war e labour, hep marc'hata, e kemm labour
hag e krog evel darbarer gant ur marc’hadour-koad. Diouzh an noz, e
dibenn e drevell, en em walc'h aketus hag e wisk e zilhad kempenn –
rak ne fell ket dezhañ mont-tre e Ti Doue gant e zilhad labour - hag
ez a d’an iliz evit ur weladenn d’ar C’herrin Glan. Un deiz ec'h anzav
ouzh e gofesour : "C'hoantaet em eus kalz road ar bedenn ha selaouet
on bet penn-da-benn". Hiviziken, e vuhez a sko war Doue ha dreist-holl
war beziadelezh gwirvoudel an Aotrou en nevetlog.


Magañ a ra ivez un dener a zeoliezh e-keñver Mamm Jezuz. Bemdez e ped
ar chapeled ha Gwaznez ar Werc'hez. War-dro 1912 e lenn levr S. Loeiz-
Vari Grignon a Vonforzh a-zivout "ar gwir zeoliezh d'ar Werc'hez
Santel". Deskiñ a ra gantañ pleustriñ ar "Sklavelezh Santel" dre
gantouestl e hiniden a-bezh hag e holl vadoù en darempred da Vari.
Evit fetisaat seurt tommded a vab ouzh an Itron Varia, en doa aliet S.
Loeiz-Vari Gri-gnon dougen ur chadenn vihan. Setu perak e vo kavet
chadennoù war e gorf-marv. Buan da bignat en e avalenn, e teu tenn
dezhañ gouzañv mallozhioù ha lavar divalav e geneiled. O welout se, e
washae e genvevelion o bommoù divalav. En derou, Matt o zreke, o
gourdrouze start. Da c’houde avat, e kave gwelloc’h lavarout dezho dre
gaer : "Jezuz Krist ho klev !" Un deiz, e ra tamalloù d'e vestr-
micherour da vezañ bet pizh evit un oberenn a garantez. Follet e voe
gant e vestr evit bezañ bet dizouj. Antronoz e teu d'e vestr : "Hor
Salver, emezañ, en deus lavaret din goulenn digarez diganeoc'h ha dont
a ran d'henn ober". Erfin, e sav bri evit e vuhez skouerius. Eñ, a-
hend-all a zo anezhañ ur c'heneil hegarat, bepred prim da c'hoarzhin
gant ur farsadenn vat, gant ma ne yelo ket dreist ar roudenn.


War skouer hen venec’h Iwerzhon, hervez hengoun S. Koulm, e tiouer
boued evit dic'haouiñ evit e bec'he-doù, en em lazeriañ ha skoazellañ
e vuhez speredel. Koulskoude, pa vez pedet gant mignoned, e tebr evel
an holl. Aet e Trede-Urzh S.Frañsez, ez aketo da heñveleriñ paourentez
ar C'hrist, o krennañ war ar pep retañ, o reiñ d'ar beorion. E deroù e
ganttroidigezh, e chome gantañ ar boaz da vutuniñ. Un deiz, unan eus e
vignoned a c'houlenn digantañ butun. Daoust m’emañ o paouez prenañ ur
c'horn hag ur pakad, e ro harozek an eil hag egile ; hiviziken ez eo
echu gantañ ar pleg-se. Met n'eo ket tra a lorc’h, un dra cheuc’h
evitañ kaout levrioù, plijout a ra dezhañ kemer amzer da lenn, hag ar
Bibl ha skridoù ar sent eo an oberennoù prizet gantañ. En ur fol-
lennata ar Bibl a zo bet kavet en e di, e verzer e plij dezhañ ar
muiañ salmoù ar binijenn, ma kaver enno ar pec'her o tiskleriañ da
Zoue e geuz d'e bec’hedoù, hag ivez e c'hougled divrall e kendruez
Doue. Ar vuhez-se a bedenn hag a binijenn a zo skoazellet gant radoù
divoutin. Un deiz, e kred lavarout ouzh e c'hoar : " Poanius ez eo
merzout an nebeud a garantez a zo gant an dud evit Doue ! O Suzanna,
ma ouifes an don a levenez a zo bet din, henozh, o komz gant Jezuz ha
gant e Vamm santel ! " Neuze, dre ma ne fell ket dezhañ ober anv
anezhañ e--unan, e tro kaoz.


D'e 67 vloaz, ez a e gorf da fall ; ar verranal hag an darlammoù-kalon
a zigresk, dre ret, e oberian-tiz. Goude daou brantad er c'hlañvdi e
1923 hag e 1925, e yac'ha un distera hag e stag en-dro gant e vicher.
D'ar Sul 7 a viz Even 1925, e kemer penn hent iliz Sant Salver.
Faezhet, e kouezh war ur riblenn-straed. Ur vaouez a ginnig dezhañ. ur
werennad dour. Digeriñ a ra e zaoulagad, mousc'hoarzhin ha lezel e
benn da blegañ. Ha setu ar gejadenn veur gant an Aotrou Krist deuet da
c'hervel ar bec'herion (Mazh 9/13). E 1975, eo bet lesanvet gant an
Iliz Keheladus. Hiziv an deiz, meur a obererezh evit skorañ ar re
skoet gant an alkool hag an dramm en em laka dindan e baeroniezh.


Ur skouer veur eo Mazhev Talbot evit an holl. Evit sklaved an
alkoolegezh pe an dramm, ec'h anata, dre e desteni, e c'heller, dre
rad Doue, en em zieubiñ. D'ar re a zo sklaved da bec'hedoù all :
idolerezh, helazherezh, heñvelrevouriezh, pitoucherezh, sioc'hanerezh,
hilastalerezh, laeronsi, divruderezh, falstesteni, e tegas soñj ne
tleer morse dispiañ eus kendruez Doue, hervez kuzul S. Benead.


Ur Beneadad


(troet gant Ar Bigouter)

"Kannadig Imbourc’h" niv. 59. Genver-C’hwevrer 2009


"Liderezh an Eurioù": levrenn gentañ, ul levr a 1200 pajennad war
baper "bibl", keinet brav. Troet war-eeun, ha pajenn evit pajenn diwar
ar brevial latin ofisiel : an holl bedennoù eus ar brevial, ha
lennadennoù Tadoù an Iliz evit pep deiz. Skridaozet gant Paol Kalvez.
E gwerzh e ti Mari-Terez Kalvez, 12 Petit Raffuneau 44700 ORVEZ/
ORVAULT, chekenn war anv B.S.I. (Breuriezh Sant Ildud) 50 euro + 10
euro evit ar mizoù-kas. Kavet e vo amañ kinnig al levr ha penaos ober
gantañ :

"Ne oa ket bet kemennet evit c’hoazh kement-mañ ez-ofisiel : al
levrenn gentañ eus ar Brevial nevez-moulet - peder a vo en holl -, a
zo bet degemeret hegarat, gant Aotrou ‘n Eskob Centène (Gwened) "ad
experimentum".

Bennozh Doue dezhañ evit an aotre-se a anavez dre-se al labour vat a
oa bet deraouet gant beleion bro-Dreger, gant an Aotrou Klerg pergen
evit testennoù an Tadoù eus an Iliz, hir hag uhel-mat o live, e
latineg klasek ar mare-hont. Holl o deus troet an testennoù e
brezhoneg, war-eeun diwar al latineg-se, ha n’eo ket diwar ar galleg.

Gant Ti-Embann Imbourc’h, da heul tremenvan Klerg ha Dubourg, e voe
sammet ganimp e 1993 - gant Paol Kalvez dreist-holl - kenderc’hel an
erv hir-se, tost diziraezus da welout, ha moulet hor boa 12 levrenn,
ha goude-se 4 all da ginnig gwelloc’h an oberenn peurziviet endeo,
oc’h aozañ an taol-mañ un embannadur pajenn ‘vit pajenn, da vezañ
heñvel-poch ouzh an embannadur krefridiel latinek.

Hogen dre ziouer a arc’hant o vouljomp drezomp hon-unan, evel-seik,
hep tremen dre ur mouler a vicher. Hir-tre ha skoemp e oa -hag ez eo
atav, paour maz omp, ha berzet ouzhimp skoaziadoù da voulañ "dour
benniget" e "bro ar frankiz" !- an embregadenn da voulañ er gêr, e
Orvez, Sant Nazer, Kistreberzh, pe e Trelevenez, gant liestennerezhioù
bihan, rak goude-se e ranker strollañ dre zorn ar pajennoù, o strobañ,
o c’heinañ well-wazh, hag all, hag all... Ne oa ket da zibab : abaoe
penn-kentañ "Gevred" hag "Imbourc’h", bet savet gant Youenn Olier, e
oa al liestennañ er gêr an doare nemeti da voulañ kalz evit ur c’houst
izel-tre, hag evit nebeut a skouerennoù, forzh penaos, evit un abeg
eeun-kenañ : paeet eo an dud gant ur "Bennozh Doue" ha Bennozh Doue
ivez, sur eo.

Hogen c’hoant hor boa, evit un oberenn ken a-bouez, e vefe graet ur
c’haer a embannadur, postek, aes da embreger; gant ur mouler a vicher
enta, war baper bibl, hag all… Ha deut hor c’hoant da wir : ul levrenn
a 1200 pajennad eo, war baper "bibl", keinet brav, o klotañ pajenn
‘vit pajenn ouzh an embannadur diles e latineg, an hini nemetañ
aotreet da vezañ troet e yezhoù ar pobloù.

Meur a wech abaoe ar grennamzer ez eus bet embannet seurt levrioù, an
hini anavezetañ anezho o vezañ levr an Aotrou Bris, "An Eurioù", ken
brudet ma veze implijet ar ger-se evel anv boutin e-lec’h "levr" betek
nevez’zo, un anv a zo bet adkemeret e talbenn al levr : "Liderezh an
Eurioù" e-lec’h "Brevial" (a dalv hepken "berradur"), evit treiñ an
talbenn latin LITURGIA HORARUM.

Tostoc’h ouzhimp, er bloaz 1977, an Aotrou Job Lec’hvien eo, hag eñ
kefridiet evit an obererezh e brezhoneg en eskopti Sant-Brieg ha
Landreger, a embannas ur gwir brevial talbennet-mat "Pedenn an Iliz",
ul levr hon eus implijet bemdez abaoe 30 vloaz, gant izili "Kristenion
Breizh" pergen, nemet a c’houlenn e vefe pourchaset ivez levrioù ar
Bibl hag an 12 levr (2350 pajennad) embannet gant Imbourc’h etre 1991
ha 1999 hag aet maez a werzh lod anezho.

Unnek vloaz war-lerc’h ez embannas an Aotrou Job an Irien, gant Minihi
Levenez "Pedenn an deiz", ur c’hrennadur eus ar brevial, klok en e
zoare, gant ur bern daveennoù, diglok avat e-keñver ar Brevial Roman
(nag ofis kreiz-an-deiz nag ofis al lennadenn), met kinniget gant
Aotrou ‘n Eskob a Gemper ha Leon, a skriv un dra a-bouez bras: "La
Constitution Conciliaire sur la Liturgie, promulguée voici 25 ans,
recommande aux laïcs eux-mêmes la récitation de l’Office
divin" (Bonreizh ar Sened-meur war al Liturgiezh, bet embannet 25
bloaz ‘zo, a erbed d’al laïked o-unan ma rafent gant Ofis al
liderezh). Da lavarout eo evit an holl vrezhonegerion a zo bet roet
dezho ar prof brav maz eo gouzout lenn en o yezh eo graet al levr-mañ.
Kaeroc’h c’hoazh : evit reiñ ster da eurvezhioù o buhez o tremen, eo
bet talbennet "Liderezh an eurioù".

Evel-se, da skouer, ur gumuniezh nevez e Bro-C’hall, "goude "eizh
bloavezhiad a labour ramzel", emezo, a zo o paouez embann ar peder
levrenn gant an testennoù gallek ha latinek, gant ar sonerezh eus an
doare roman ordinal da lidañ an Eurioù. Evit izili ar gumuniezh e oa
bet graet al labour da gentañ. Bremañ avat e kinnigont an oberenn-se
da bep kristen er parrezioù fiziet enno gant an eskibion. " Pedenn
Liderezh an Eurioù a zo pedenn diazez ar Gristenion", a lavar
Goursened Vatikan II. Kentañ levrenn embannadur klok "Liderezh an
Eurioù" a zo deuet er-maez evit al Gristenion vrezhonegerion eta.
Meuleudi da Zoue ! Ur c’haer a hent a zo bet graet, gant e grasoù da
heul. Teir levrenn all a chom da gempenn c’hoazh ha da embann ma vez
kavet gwerzh d’al levrenn gentañ, a servijo neuze da baeañ mouladur an
eil levrenn, evel-se betek ar pevare…mar bez bolontez Doue hor befe
yec’hed a-walc’h da gas da benn an drevell hir-mat-se !


Pedenn an Eurioù, 60 euro franko dre chekenn war anv "Breuriezh Sant
Ildud", ti M-T Calvez 12 Petit Raffuneau 44700 ORVEZ / ORVAULT.


Paol Kalvez ha Tepod Gwilhmod


Penaos ober gant al levrenn

"LIDEREZH AN EURIOU" ?


Setu penaos eo rannet ar skrid en destenn latin hag en hon hini :

p.1-112 Lezennoù an Iliz evit ar Brevial (er-maez al Liderezh) : da
vezañ moulet diwezhatoc’h ;

p.113-550 Proprium de tempore = Darnvloaz al Lidamzervezh

p.551-956 Ordinarium = Traoù boutin dasparzhet e peder sizhun

p.957-1036 Proprium de Sanctis = Ofis Sent a-raok ha goude Nedeleg

p.1037-1274 Communia = Traoù boutin d’ar Sent ha d’ar gouelioù

p.1275 Officium defunctorum = Ofis an Anaon

p.1309-1401 Appendix = Traoù ouzhpenn (er-maez al Liderezh) : da vezañ
moulet diwezhatoc’h.

Setu penaos ober gant ar "Liderezh an Eurioù", da lavarout eo "Ar
Brevial".

1°- Lenn gant evezh pajenn 5 penaos eo bet graet al labour pajenn-ha-
pajenn diwar an destenn latin aotreet nemeti ;

2°- Merzout er bajenn 6 danvezioù ar pajennadoù 7-113 n’int ket
pedennoù LIDEREZH AN EURIOU. Embannet e vezint a-ziforc’h ;

3°- Prientiñ merkerioù-pajenn pe skeudennoù evit merkañ ar pajennoù
pennañ. Lakaat ur merker er pajennoù 115 551 571 932 957 1037 1275 ;

4°- klask lenn er pajennoù 551-570 :

a) penaos ober evit kregiñ bemdez pp. 553-555

b) penaos ober evit Eur al Lennadenn pp. 555 558

c) penaos ober evit ar Beure (pe Laodez) pp. 559 562

d) penaos ober evit Kreiz-an-deiz pp. 562 564

e) penaos ober evit ar Pardaez (Gousperoù) pp. 567 567

f) penaos ober evit echuiñ an devezh (Klozlid) pp. 567-570

5°- dreist-holl ober en un doare pleustrek "kammed ha kammed"gant ar
skouer-mañ :

- kregiñ a ra gant ar sadorn d’abardaez, da zerc’hent sul kentañ Amzer
Donedigezh Jezuz (=Azvent): ar sadorn 29 a viz Du warlene, hag ar
bloaz-mañ ar sadorn 28 a viz Du 2009.

Eurlid (=officium) an abardaez, pe Pardaezlid an derc’hent :

p. 564 "Aotrou Doue, deuit ... Aotrou, hastit ..." heuliet gant

p.115 "D’ar Pardaezlid an derc’hent meulganenn "Diazezer c’hwek ...",
(betek ar 16 kerzu; goude ar 17 p. 271)

p.573 "Songanenn, Antonenn 1 "Kemennit ..." betek p.576 " Ant.
"Dont ... gwelo". Heuliet gant :

p. 119 "lennadenn verr, pebeilganenn, lidkanenn Vari, antonenn er
bloaz B",

p. 566 "Va ene a gan ... "(=magnificat), heuliet gant :

p. 119 an antonenn er bloaz B, ha

p. 120 " aspedennoù", "hon Tad hag a zo en Neñv ...", "pedenn", ha

p. 567 lec’h m’eo merket penaos echuiñ gant eurlid ar pardaez.

Klozlid (=Ad completorium, galleg Complies) :

p. 567, 568 "Aotrou Doue ...", ha meulganenn,

p. 932, 933, 934 ar peurrest nemet:

p. 570 bennigadenn ha kanenn da Vari, "Ni ho ped gwerc’hez mamm hon
Salver". (Salud rouanez..." adalek an 2 c’hwevrer)

- evit disul 30 a viz du 2008 deiz kentañ amzer raknedeleg

Eurlid (=officium) al lennadenn:

p.553 "Aotrou, digorit... Ha va genoù...",hag "Ar Roue da zont .." ha

p.554 "Songan (psalmus) 94" heuliet gant :

p.555 Lideuriad al lennadenn "Aotrou Doue ... Aotrou, hastit ...

Klod ..." heuliet gant :

p.116 Meulganenn "Verb o’n em ziskouez ..." heuliet gant :

p.576-579 Songanadenn hag antonennoù, heuliet gant :

p.121 "sellit ... Rak tostaat ...", + div lennadenn ha pebeilganenn

p.556 "C’hwi Doue a veulomp ..." (=Te Deum)

p.127 Pedenn "Ni ho ped, Aotrou Doue hollc’halloudek ..."

p. 558 lec’h m’eo skrivet penaos echuiñ gant eurlid al lennadenn.

Eurlid ar beure pe meulganoù-beure (= laudes)

p. 579 d’ar meulganoù-beure "Aotrou Doue ... Klod d’an Tad ... "

p. 116 meulganenn "Sed ur vouezh sklaer ..."

p. 579 583 songanadenn (antonennoù ha songanoù )

p. 126 lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn Zakaria bloaz B

p. 560 lidkanenn Zakaria " Ra vo benniget ... "

p. 126 antonenn Zakaria bloaz B, aspedennoù, Hon Tad, pedenn

p. 562 e kreiz ar bajenn klozadur da zibab.

Eurlid (=officium) kreiz an deiz

p. 563alioù dre vras (pergen ma reer trede, c’hwec’hvet ha navet Eur)

p. 583 da Eur kreiz an deiz "Aotrou Doue ... Klod ... Evel ma oa ..."

p. 117 meulganenn hag antonenn da zibab hervez ma vez e-tro 9, 12,

pe 15 eur ( p. 273-275 adalek ar 17 a viz kerzu)

p. 127-128 antonennoù ha lennadennoù berr hervez an eur,

p. 127 pedenn evel er meulganoù-beure "Ni ho ped, Aotrou Doue ..."

p. 563 lec’h m’eo skrivet penaos echuiñ gant an eurlid-se.

Eurlid (=officium) ar pardaez, Pardaezlid.

p. 586 "Aotrou Doue, deuit ... "

p. 115 meulganenn "Diazezer c’hwek" (re all a vezo goude ar 17 a viz
kerzu p. 271, da Nedeleg p. 335, Jezuz-diskouezet p. 466, h.a.)

p. 586-588 Songanadenn (=Psalmodia) : antonennoù, songanoù ha
lidkanenn

p. 129-130 lennadenn verr, pebeilganenn verr, antonenn lidkanenn Vari
er bloaz B

p. 566 "Va ene a gan ... " (=Magnificat)

p. 129 antonenn ar bloaz B " N’az pez ket aon ...", Aspedennoù:
"Pedomp a galon ...", Hon Tad hag a zo en Neñv ...", Pedenn: "Ni ho
ped, Aotrou Doue ..."

p. 567 lec’h m’eo skrivet penaos echuiñ gant Eurlid ar pardaez.

Klozlid (=complies), gwelout uheloc’h e dibenn eurlid an derc’hent
d’abardaez.

Ur wech boazet ouzh an doare-ober-se e vezo aes heuliañ an
displegadurioù roet a-hed al levr.


Paol Kalvez


- Ur studiadenn a-bouez war al liamm a zo etre stourm evit Breizh hag
ar feiz kristen.

Pal ar pennad-mañ eo klask sklaeraat an darempred etre "Feiz" ha
"Breizh". Hollbouezus eo ar gudenn-se evit ur brezhon katolik. Ar re
n'int ket katolik ha marteze, ha pa vefent andoueidi zoken, a c'hello
diouzh o zu gounit ur meizadur reishoc'h eus kudennoù an emouestlidi
gristen war dachenn ar stourm broadel. Deurus e vo dezho ivez ar
pennad-mañ, a gredomp, ma klaskont kompren petra a c'hell broudañ ar
Gristenion o deus gouestlet hag a ouestl c'hoazh ar pep gwellañ eus o
buhez d'ar pezh a vez anvet "Breizh" hervez ur ster broadel. O
emouestladennoù en em led war dachennoù liesseurt, peurgetket ar
sevenadurezh hag ar politikerezh. War begeit e lak eta an emouestlidi-
se ul liamm etre o oberiantiz hag o buhez a feiz ? N'eus tu ebet,
moarvat, d'ober enklask war ar poent-mañ. Met anat a-walc'h e seblant
ez eus bet hag ez eus bepred katoliked a zo bet gwanaet o feiz diwar
en em ouestlañ da Vreizh. Ar pezh a zo diarvaroc'h, avat, eo ez eus
bet hag ez eus katoliked a dro kein da Vreizh en abeg d'o feiz. Ar
pezh a zo ken diarvar all eo ez eus bet hag ez eus katoliked, hag en o
mesk beleion, ha na c'hinont ket da zerc'hel war an hevelep tro d'o
c'hristenelezh ha d'o breizhadelezh. Met pa gav deomp ez eus, d'hor
meno, ul liamm etre an div dachenn - tachenn Feiz ha tachenn Breizh -,
e vefe moarvat meur a hini lakaet en entremar ma rankfe displegañ
penaos.

Pouezus-dreist eo koulskoude an aters-se rak gant ur respont reizh
degaset dezhañ, e c'hellfe an emouestlidi gounit kalz startijenn, ken
en o feiz, ken en o oberiantiz evit Breizh. Ur respont sklaer ne vo
ket siwazh rak kevrinel e chom mennad Doue warnomp, ha boud eo hor
meiz e-keñver hini Doue. Dre-se e chom al labour-mañ un taol arnod,
hag ouzhpenn bezañ un imbourc'hadenn war dachenn ar feizoniezh, ez eo
mennet evel un oberenn dinaskañ pleustrek (dinaskañ diouzh ur serten
"Iliz" e Breizh hag a zo gall), pa gendaol da reiñ d'ar Vrezhoned
kristen, en anv ar feiz, ar gwir hag an dever da stourm da c'hounid ar
frankiz he deus ezhomm hor bro.

Reiñ an tu da gement Breizhad a zo da vezañ eñ e-unan

En em vataat a ranker eus kelennadurezh an Iliz katolik da gas hor
preder war-raok. N'eo ket an dielloù a vank. Amañ ne glaskimp ket
merañ ar gudenn war dachenn ar "gwir", gwirioù Mab-den, rak anat eo
dimp-ni holl ez eo reizh hor stourm evit ar Vro. Nann : klask a raimp
mont war un dachenn diaesoc'h-kalz, hini ar feizoniezh, o keñveriañ
stourm ar C'hristen e sell eus e Silvidigezh, hag ar stourm a
"Silvidigezh Vroadel", ma karer. Rak un oberenn dinaskañ ez eo, e-sell
da dizhout un dieubidigezh ledan a-walc'h da reiñ an tu da gement
Breizhad a zo, da vezañ eñ e-unan, da vezañ ar pezh ez eo. Ha pa vimp
er baradoz, e vimp penn-da-benn pezh ez omp, en askre an Aotrou Doue.

Hogen muioc'h-mui ez eus a Vrezhoned a adkav an emskiant eus o
dibarelezh vroadel, a "adkav Breizh", mar fell deoc'h. Met, war an
hevelep tro, e tizoloont ar skoilhoù liesseurt a vir outo da vevañ
hervez an dibarelezh-se. Ha tamm-ha-tamm e tizoloont an tachennoù e-
lec'h ma vez miret outo kemer o-unan ar giriegezh eus o buhez o-unan,
ken e-giz hiniennoù, ken e-giz izili eus ur bobl hep framm. E mil
doare en em anavezont, neuze, pennasket hag arallekaet. An ezhomm a
santont da gemm ar stuz emaint ennañ. Diwar an ezhomm-se e vezont
broudet, pe da dreiñ kein ouzh o galvadenn da zont da vezañ pezh ez
int, ha dilezel an Emsav, pe da zinaskañ ur bobl a-bezh, darn e keñver-
pe-geñver, darn e pep keñver. Un dieubidigezh eo a glaskont neuze, pe
da nebeutañ dinaskidigezhioù. Ma welfent sklaeroc'h ez int galvet gant
Doue, en abeg d'o feiz, da zinaskañ o fobl, neuze, emichañs, ne
drofent ket kein ouzh ar stourm evit ar Vro war ar fals abeg maz eo
pouezusoc'h ar Feiz eget ar Vro. Lod, zoken, a vez roet dezho da
grediñ e vefe ret dilezel o bro war an abeg da vezañ emzilezet a-grenn
e dorn an Aotrou Doue !..

Na ziwelomp ket eta ar pouezus maz eo ar gudenn-mañ dre vras : d'ur
builhentez vras a zrougoù evit mab-den eo pennabeg, dre ar bed, an
naskadurioù a bep seurt. En ur stourm evit gwirioù ar Vrezhoned e
kemeromp perzh en ur stourm-dinaskañ a zo hollvedel. Ar Gristenion,
evel ar re all, a rank merzout mat an drougoù-se, ha divizout stourm
outo, netra dre maz eo an drougoù-se, eienennoù a boan evit hon nesañ.

Ar Silvidigezh a zo diskouezet dimp, er Skritur Sakr, evel un
dieubidigezh. Ar silvidigezh ivez a zo graet gant dinaskidigezhioù. An
hevelep tud eo eta a zo galvet, war-un-dro, da stourm evit en em
zinaskañ er bed-mañ hag evit kas war-raok ar Silvidigezh. Daoust hag
ul liamm bennak a zo etre an daou stourm-se ? Mar n'emaint ket a-
ziavaez-krenn an eil d'egile, daoust ha mont a reont betek kendeuziñ
an eil gant egile ?

Diwall a ranker, evel-just, da ziforc'hañ an eil diouzh eben, kenkoulz
ha da gendeuziñ, an dieubidigezh vroadel, pe forzh peseurt
dieubidigezh, hag ar Silvidigezh.

Ar frankiz kristen a zo frankiz bugale Doue

D'an holl dud a stourm evit ar frankiz, kenkoulz ha d'ar re a zo e
dalc'h betek chom hep gellout, war a seblant, ren an disterañ
stourmad, d'ar re holl a zo barnet, gant ar gevredigezh pe en abeg
d'ar stuz emaint ennañ, da chom war c'houzañv, ez omp kaset dezho da
embann ar frankiz kristen, frankiz bugale Doue, e stumm ur c'halvadenn
da lakaat da sevel, dre nerzh ar Spered, rummoù tud en o frankiz,
anezho ur bobl divent a dud adunvanet e-barzh an hevelep spi : m'en em
ziskouezo mab-den er stumm e vo bet adc'hraet gant e Grouer, en e wir
stumm, e dibenn an amzervezh. An holl, gwazed ha merc'hed, a glask
dija er bed-mañ, tostaat ouzh ar frankiz-se bet prometet gant Hor
Salver evit dibenn an amzerioù. Kantren a reomp holl war hentoù
liesseurt kenañ : ar c'houblad, ar revelezh, an tiegezh, ar yec'hed,
ar vuhez sevenadurel ha kevredigezhel, an armerzh hag ar politikerezh,
ha klask a ra ar Gristenion kreskiñ war an tachennoù-se gant "frankiz
bugale Doue".

Arnod ar Gristeniezh a zo un oberenn a zieubidigezh

Arnod ar Gristeniezh a zo un oberenn a zieubidigezh hag a fealded a
vez lakaet da c'hoarvezout ha da vont war-raok gant Silvidigezh Jezuz-
Krist. Rak ar Silvidigezh, hep mar, e-giz tra ampoentel ha
kendalc'hus, eo ez eo deuet an Aotrou da zegemenn an deroù anezhi e-
barzh an dra fetis maz eo an istorvezh. Rouantelezh Doue, danvezenn
hor spi, a zo endeo bezant ; ar Spered a ro dimp an arrez anezhi. Dre
ar vadeziant e feiz an Aotrou-Krist, eienenn ha testeni gras Doue, eo
e teu an dinaskerezhioù da gemer evidomp o zalvoudegezh e-giz arouez
eus ar Rouantelezh. Dre-se ar Silvidigezh a zo endeo aze, daoust ma
n'eo ket c'hoazh dizoloet, en he c'hlok ha gant he dremm diwezhel.

Koulskoude n'eo ket degemeret a-unvouezh ar wirionez diazez-se eus ar
feiz. Diwar ar skiant-prenet e welomp e vez lakaet eneberezh, en un
doare daouhanterus, en un doare untuek ha diboell, etre an
dinaskadegoù-tud hag ar Silvidigezh e Jezuz-Krist. Hervez darn, evit
gwir, an emouestlerezh e dinaskadegoù politikel, sevenadurel pe
gevredigezhel o amzer a gemer e renk a-us da intrudu Doue. Klozañ a ra
an dud-se ar Silvidigezh e kelc'hiad o stourmadoù hiniennel pe
strolladel evit kas war-raok an denelezh. Ac'hano e tegouezh gant ar
fealded kristen bezañ kemmet e stumm emglevioù politikel, doareoù-
stourm kostezennel ha dezoioù e-sell da dapout krog war ar veli. Diwar
vezañ skoulmet evel-se ouzh an amzervezh, ar c'hemenn kristen a vez
kaeliet e-barzh arvarioù kulturel hag ideologiezhioù a-zivout
kevredigezh hag armerzh. An Aotrou Krist, anavezet hepken evel skouer
a vuhezegezh, hag a-wechoù hepken evel kengred gant ar re baour, ne
dalv mui nemet da gretaat pe da zezvarn un tabut pe stourm ur renkad
eus ar gevredigezh. E gwirionez e c'halver eta an Aotrou Krist da reiñ
talvoudegezh d'un dibab politikel pe da vezañ deuet mat gant an tu
kristen !

En enep da se ez eus reoù all hag a zalc'h oberenn ar C'hras hag ar
Silvidigezh war un dachenn ken dreistnatur ma n'eus darempred ebet
etre an dinaskadegoù-tud ha dezo Doue war e grouadelezh. Lezel a reont
en amc'houloù oberiantiz-den an Aotrou Krist, E gengred gant an holl,
ha neuz istorel Rouantelezh Doue. An holl dabutoù-se, stourmadoù
gwirion an dud, a vez kontet evit netra, e-kichen ar "Silvidigezh"-se,
penndalc'hel evito. Ar pezh a ziwan diwar-se, na petra 'ta, eo un
doare skort da gompren e gwirionez komz an Aotrou Krist, hag ivez un
diouer a fealded war dachenn an ober, e-keñver obererezh ar Spered e-
barzh ar bed hag e-keñver kerzhadeg ar Gristenion e-kreiz an darvoudoù
a c'hoarvez en istorvezh.

Koublañ mell ar Silvidigezh hag hini ar stourm-dieubiñ

Hen gwelout a reer amañ : ar c'heñveriadur etre ar Silvidigezh kristen
hag an dinaskadegoù-tud ne c'hell ket bezañ lavaret gant gerioù a
zisrann groñs na gant gerioù a gendalc'hegezh hep frailh. A-benn
koublañ an daou vell, o vezañ maz eo se displegañ an Aotrou Krist en
amzer kempred an Iliz, eo ret en em gemer ez resisoc'h hag ez
fealoc'h, ma venner derc'hel d'ar pezh a zo nevez ha dibar en
oberiantiz Doue e-barzh oberiantiz hiniennel ha strolladel ar
Gristenion.

Penaos, e buhez an dud a vremañ, e vez skoulmet pe nac'het al liamm
etre ar vuhez kristen hag ar stourm evit ar frankiz ? Merzout a reomp,
a-berzh kalz eus ar Gristenion a gemer perzh a-zevri en dinaskadegoù-
tud, pegement e vezont kaset d'un "treuzneuziadur" eus o feiz, eus o
darempred gant Doue, pe da nebeutañ eus ar stummoù kulturel a zo stag
outo. Gwech ec'h ehan da vezañ mat dezho degemer ar feiz henvoazel hag
an doare d'he displegañ, gwech ez adkavont Doue hag e Gomz en un doare
disheñvel penn-da-benn, war a lavaront.

Niverus a-walc'h eo ar Grederion war var da gaout un enkadenn don,
groñs, en o buhez a feiz, diwar o ferzhiadur er stourmoù, o
emouestladurioù. En o c'heñver, al liamm etre ar Silvidigezh hag an
dinaskadegoù n'eo ket bet lakaet a-walc'h a-wel er c'hatekizerezh o
deus heuliet a-ziaraok. Marteze a-walc'h ivez n'eo ket bet arnodet e
oberiantiz ar c'humuniezhioù kristen : en abeg da se n'o deus ket
kavet ar Grederion, nag an tu nag an dro da addizoleiñ diwar o
emouestladurioù, ar C'heloù-Mat kristen.

Met niverusoc'h-niverusañ eo ivez, e-touez ar Gristenion emouestlet en
dinaskadegoù-tud, ar re a addizolo Doue en Aviel. Adwelout a reont,
dre o skiant-prenet, tadelezh Doue, puraet gant o burutelladur ha gant
ar gwel kristen eus ar bed deuet eus Doue dre an Aviel. Gant skiant-
prenet ar Gristenion engouestlet en dinaskadegoù-tud, gant gortozerezh
ar re holl a vev diwar bromesa Doue, e vez graet deomp distreiñ
etrezek kreizenn ar feiz, etrezek deroù ar vell etre ar Silvidigezh
hag an dinaskadegoù-tud : an Aotrou Krist dasorc'het, eienenn
dieubidigezh Mab-den hag ar beursevenidigezh anezhi.

Ne c'hell ket ar marv bezañ termen mab-den

Ret eo dimp bremañ arvestiñ ouzh dezo Doue, hervez m'en deus en
divizet ennañ e-unan evit hor Silvidigezh. Petra eo mab-den hervez
dezo Doue ? Mab-den a zo krouet diouzh skeudenn Doue. Ar ster a se eo
emañ krouet gant Doue evit bezañ frank, gouestlet, er goueled anezhañ,
d'en em beurseveniñ en heñveledigezh ouzh an hini ez eo ar skeudenn
anezhañ. Se a dalv da lavarout ez eo kiriek, galvet da respont da
ginnig an Dreinded da ziazezañ darempredoù a genunaniezh, ken gant
nouezioù Doue, ken gant e vreudeur "er gerzhadeg". Dre-se, e "dreuz-
bevañ" ne c'hell ket bezañ klozet warnañ e-unan e kreiz an
drouktemptadur, war var da goll e feiz, pe an digenvez, o nac'h
pouezusted an drougoù er bed-mañ.

Jezuz dasorc'het a zo e-barzh an istorvezh. Ar bed nevez a zeraou
gantañ, kentoc'h eget bezañ ur bed all, a vezo ur bed deuet da vezañ
arall, dalc'hmat tu d'e zaskemmañ, da c'hortoz "oadvezh an nevezadur
peurbadel" (Mzh. 19 : 28.). Kevrin ar Gristeniezh a zo ennañ : diwar
dasorc'hidigezh an Aotrou Krist, al lavar diazez a zo ne c'hell ket ar
marv bezañ termen mab-den hag an istorvezh anezhañ. Dre maz eus
kemennet ur gerzhadeg voutin etrezek diwezh an amzervezh, dre ar spi
eus un amzervezh all ma vo "Doue pep tra e kement den (tra) a zo" (1
kor. 15 : 28.). An oberiantiz war dachenn ar gevredigezh, ar
sevenadurezh hag ar politikerezh a gemer neuze ur vent n'eus tu ebet
dezhi d'en em glozañ war c'hwitadennoù istorek pe war trec'hadennoù
krennbadus.

Ar Brezhon kristen a zo dija dieub Breizh, e vro, er baradoz.
C'hwitadennoù ar stourmoù a ren ne rankont ket eta e zigalonekaat...
na kennebeut-all, an trec'hadennoù ne rankont ket reiñ dezhañ da
grediñ e vije tu da sevel ar Baradoz war zouar Breizh un deiz...

Skeudenn Doue e-barzh mab-den eo gortozerezh Doue e diabarzh an
oberiantizoù-den

An arnodoù a genunvaniezh etre breudeur a reomp a zo an arouez hag ar
spi a se. Adlennit an titl-se hag al lavarenn gentañ-mañ. Peadra a zo
da veveriañ ur pennad mat. Hor buhez a bedenn, ar genunvaniezh a
vibion gant Doue, a vir dalc'hmat digor un dachenn a frankiz, forzh
pegen gwasket e vefemp, e-kerz an imbourc'hioù a leugn hor buhez hag
hon amzer, e sell eus ar reizhded er gevredigezh, pe eus gwirionez an
emzalc'hioù pe eus ar c'hengred politikel. Skeudenn Doue e-barzh mab-
den, pegen dizunvan bennak e vefe hon dielfennadurioù, pegen bruzhunus
bennak hon ideologiezhioù, a zizolo dimp an unded diabarzh-se a laka
mab-den da fiñval e-sell eus ur frankiz fraeshoc'h hag un haelded
gwirionoc'h. En doare-se ez adkaver ar gendalc'hegezh etre an
arvestrerezh hag an obererezh. Ar frankiz a zo, war-un-dro, donezon ha
gounid, degemeradur ha stourm ; endalc'het eo e-barzh nerzh-oberiañ ur
Silvidigezh a zeu da vezañ diabarzhel e-keñver dirollidigezh an
istorvezh, e-lec'h ma vez adkempennet ha "dieubet" skeudenn Doue
enlouc'het e-barzh mab-den. Evel-se ez eo bezant endeo ar Silvidigezh-
se digant Jezuz-Krist : bez ez eo un emglev a-berzh Doue. Dougen a ra
hemañ an denelezh da anaout e Jezuz dasorc'het an donezon-se, salvus,
oc'h oberiañ endeo en hon istorvezh.

Penndalc'hel, al liamm etre ar Silvidigezh hag an dinaskadegoù-tud a
zo graet gant ar gejadenn etre mab-den, sec'hedik a frankiz, o stourm
evit bezañ eñ e-unan, ha Doue an Emglev, bezant e-barzh an istorvezh,
evit he c'has etrezek he zermen. Evel-se n'eo ket o vont er-maez eus
ar bed eo e tizh mab-den Doue, met o kemer e lec'h er bed hag o
kenlabourat gant dezo ar C’hrouer.

Emañ ar Silvidigezh en tu-hont d'al lezenn

Ar c'henlabour-se, evelkent, ne c'hoarvez ket e-kreiz ar c'hemmesk.
Rak ar bed nevez a glasker lakaat da zont a adkas bepred ar grederion
d'an dezo-se a Silvidigezh hag a ziskuilh dezho o oberiantizoù evel
defiñvoù krennbadus, hag an taolioù-berzh pe ar c'hwitadennoù evel
degouezhioù feurel. En doare-se ar Silvidigezh kristen ne zistera tamm
ebet fetisted ha devri an embregadegoù-dinaskañ-tud. Ar c'hontrol eo :
an diwezhouriezh kristen a ro ar pennabeg d'an hent a spi treset gant
mab-den, en istorvezh, dre e droc'hadoù-labour hag e obererezh. Reiñ a
ra d'e zezoioù ur vent a c'hortozerezh eus ar c'hlokter na c'hell ket
esperout war bouez e holl nerzh. Digeriñ a ra an hent da vont dibaouez
en tu-hont d'an naskadegoù-se, istorel, sevenadurel ha kevredigezhel.

Kement-mañ hor c'has da welout en Aotrou Krist skeudenn Doue ha
pennpatrom an dud krouet hervez ar skeudenn-se. Oc'h embann ar
silvidigezh ha keloù-mat ar frankiz d'an ereidi, dre e vuhez kenkoulz
ha dre e gomz, en deus roet Jezuz evel-se an testeni emañ ar
Silvidigezh en tu-hont d'al lezenn. Eñ a zo dremm skedus ar frankiz a
vez roet diwar vezañ tost da Zoue. Fellet eo bet dezhañ bezañ "ar
c'hentañ ganet eus un engroez a vreudeur". O gervel a ra evel-se da
lodennañ gantañ, er C'hlod peurbadel, ar gwel klok eus Doue. Neuze en
em ziskouezo ar skeudenn-se, krouet, hag a chom e mab-den en tu-hont
da nac'hadennoù ar pec'hed ha d'en emglozadennoù krennbadus.
Dasorc'het maz omp en E ser, E c'hras hon doug adalek hiziv da welout
e gwirvoudoù an amzer-mañ ar c’hortozadeg eus an treuzneuziadur, ha
nerzh E drec'h war bep marv. Met, ma welomp endeo, evel en ur
melezour, dremm ar Salver, an droug-hirnez-se d'an heñvelekaat ouzh an
Tad a baouezo pa zizoloimp en Aotrou Krist, en E zremm E-unan, dremm
an Tad.

En abeg da se, an diforc'hioù etre an dielfennadurioù a zisrann ar
Gristenion kenetrezo e-barzh ar gevredigezh, an diforc'hioù a live en
enklask eus Doue, an dibarelezhioù e-keñver displegañ ar feiz hag ar
frankiz, ne zlefent ket bezañ kaletaet betek dont da vezañ skoilhoù a
virfe, etre krederion, d'al lodennerezh ha d'ar genunvaniezh. Diouzh
m'emaint e gwirionez war glask eus Doue war dachenn ar c'hengredoù
pemdeziek, diouzh ma aotreont an eil re d'ar re all emzivizerezh ha
mignoniezh, neuze ar vreudeur-se a ouezo, a-dreuz o diforc'hioù, ez
int holl klaskerion an Tad.

An Iliz, sakramant ar silvidigezh hag an dieubidigezh

"An hollad eus ar re a sell gant feiz war-du Jezuz oberour ar
Silvidigezh, pennderoù a unaniezh hag a beoc'h, Doue en deus o galvet,
ganto en deus graet an Iliz, evit ma vo, a-wel d'an holl, ha da bep
hini, sakramant an unaniezh-se, salvus." (Lumen Gentium 9).

An Iliz eo an arouez vev hag ampoentel eus Jezuz-Salver. Ne c'hellomp
ket disrannañ ar C'hrist diouzh an Iliz. Bez’ ez eo un demptidigezh ez
eo ret dimp stourm outi, dindan boan da gouezhañ e-keñver ar fealded
kristen. An Iliz eo an darn-se eus an denelezh voutin a gemer perzh en
aozidigezh sakramant Jezuz-Krist. N'anavezer ket ar C'hrist pa lakaer
an Iliz a-gostez, ha pa vefe gall an dalc'herion anezhi e Breizh.

A-benn bezañ feal d'he zroc'had-labour e bed an amzer-mañ, an Iliz a
rank sellout a-nevez ouzh ar mennad a Silvidigezh a ro diazez d'hec'h
obererezh. Gouzout a ra-hi he deus da zegemenn dasorc'hidigezh an
Aotrou Krist e-giz torridigezh hep distro ereoù ar pec'hed hag ar
marv, ar re-mañ o vezañ o vountañ an dud da grennañ o spi endro d'ar
gounidoù douarel. Dre eno e oar-hi e rank distreiñ dalc'hmat da
reizhspisaat doare kristen he fealded ha perzh denel he dinaskerezh.

En doare-se eo e c'hell bezañ displeget gwirvoudelezh an
enkorfidigezh. Nerzh-oberiañ ar Silvidigezh eo ar c'hengred klok ha
gwirion asantet gant Jezuz e tonkadur istorel an dud. Met kement-mañ
n'eo ket hepken ur "soubadenn" e istorvezh broadel, sevenadurel ha
politikel ar bobl-mañ-pobl : gant Jezuz e kav mab-den, anezhañ ur
pec'her, dremm un denelezh treuzneuziet gant Doue. Konhoiarn ha Tepod
Gwilhmod


Pirc’hirinededoù :

Kerne-Veur 5-13/07/09

"War roudou sent Breiz e Keme-Veur" eus ar 5 a viz gouere da 9el5
mintin, d’al lun 13 da 8e mintin e Rosko. Ar pelerinaj a gousto war-
dro 500€ en holl (Bag, lojeiz, boued hag all)

"Tro Sant Paol" 19-26/07/09 Eus Enez-Eusa da Enez-Vazh, dre Lambaol-
Plouarzhel, Lambaol-Gwitalmeze, Prad-Paol, Chapel-Paol, Ar Folgoad,
Trelaouenan, Kastell-Paol. 9 devezh da vale, da zizoleiñ an dud hag ar
vro, hag ivez da bediñ.

Mall eo lakaat e anv evit an daou belerinaj-se : Skrivañ da "Minihi
Levenez" 29800 Trelevenez a-raok Pask.


Peyo

unread,
Mar 3, 2009, 1:18:42 PM3/3/09
to
tgwi...@orange.fr a écrit :

Aaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaahhhhhhhhhhhhhhh :-) :-) :-)

p.

Fabrice Tual

unread,
Mar 3, 2009, 1:23:05 PM3/3/09
to
Comme attendu :

<tgwi...@orange.fr> a apparemment recommencé à écrire sur scb dans le
message de news:
85f563a0-8f0d-4377...@l16g2000yqo.googlegroups.com...

Il n'aura donc même pas tenu un mois... Du moins ne sera-t-il pas revenu
sous le prétexte de répondre aux supplications de ses partisans. Du coup,
lassé d'attendre derrière la porte qu'on le rappelle, il revient par la
fenêtre.

F.


Fabrice Tual

unread,
Mar 3, 2009, 2:03:16 PM3/3/09
to

"Peyo" <ou...@est.ca> a écrit dans le message de news:
49ad7481$0$3532$426a...@news.free.fr...

> tgwi...@orange.fr a écrit :
> Aaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaaahhhhhhhhhhhhhhh :-) :-) :-)

Aaaaaaaaaaaaaahhhhhhhhhh de soulagement, rāle moribond, encouragement,
mauvais esprit ? ;-)

F.


Peyo

unread,
Mar 3, 2009, 5:28:02 PM3/3/09
to
Fabrice Tual a écrit :

> Aaaaaaaaaaaaaahhhhhhhhhh de soulagement, rāle moribond, encouragement,
> mauvais esprit ? ;-)

Soulagement.

Il aurait fallu autrement que je reconsidčre tout ce que ą quoi je suis
aujourd'hui parvenu au sujet de la nature humaine :-)

p.

Fabrice Tual

unread,
Mar 3, 2009, 5:55:35 PM3/3/09
to

"Peyo" <ou...@est.ca> a écrit dans le message de news:
49adaef0$0$27534$426a...@news.free.fr...

> Soulagement.
> Il aurait fallu autrement que je reconsidère tout ce que à quoi je suis

> aujourd'hui parvenu au sujet de la nature humaine :-)

Brrr... Faire de ce Breton d'église un étalon de la nature humaine, ça me
fiche les jetons...
Même si, en l'occurence, point de divination : le sieur, qui n'existe
politiquement qu'à travers la lecture marginale de quelques scbistes
endurants, reste effectivement bien prévisible.

F.


Youri Ligotmi

unread,
Mar 4, 2009, 4:00:47 PM3/4/09
to
tgwi...@orange.fr a écrit :

Quand je pense que dans un post du 04/02/09 il disait :
"Sur ce, après Argouarc'h et bien d'autres, je quitte définitivement ce
news."
J'aime beaucoup le "définitivement". Chez moi on appelle ça une parole
de pute...
Les déblatérations antisémites vont reprendre quand?

0 new messages