Murhuduz Denez Prigent a gan e brezouneg traou ken kaer !, hag e-neus
lakeit da weled – èl m'am-eus greit eur wech aman - ou-deus an oll
vigi anoiou breizeg. Remerket am-eus ar « Bara bemdeiz ».
Hirio ne oa ket diskoeit, med eun dei am-eus gwelet eur remorkeur taer
anùet « Amzer fall ". Pa welet, èl m'am-eus gwelet d'ar Pointe de
Grave eun tennour bihan e touez an amzer fall hag a denn eur vag-samm
teo èl eur pakebot, estlammet oh ged atlet ar moriou.
Denez Prigent e-neus remerket an ano « Kreiz ar mor » e-neus plijet
dehoñ dre venegez ar varzoniez « Me zo ganet e kreiz ar mor » da Jean-
Pierre Calloc’h.
D'eun ampoent e kemm ar skingasadenn, hag e komz eur moraer dre lien –
ar sport-ze a dud binùig n'on ket troet getoñ – chañj a ran ar
chadennou hag en em gavan àr TF1 : ind a gomz deuz ar gêriadenn arvern
Carlat, ha penaoz eo breudet breman ged ar gêriadenn italian deuz an
Trentin, Bruni. Ind a werhei bouid anùet "Carlat-Bruni".
Kaer eo eùé ar gêriadenn italian. An daou aotrounez-mer a zo mignoned
dija: ar gêriz a vo tuchant, me 'gred..
Tud ar chinwell a houlenn d'an dud ar peh a chonjont : eur vaouez goh
euz Carlat : « Ce sera l’occasion de boire un coup ! ».
Digant unan all e houlennont : « Vous croyez qu’elle va venir, Carla
Bruni ? » hag an den a respont e ganal: « Quaucun m’o dit en cantant
que vendrio à Carlat », en lengo d’oc. Arvern eo an den, paz eur
goapaer euz ar Langedok.
Tud a Vro-Arvern a gomz e yez Oc, ar langedokiz deuz ar hornog a gaoz
e galleg diwar an "occitan", langach artifisiel kroueet ged ar
farmasian kenlabourer gand an nazied Adrien Louis Alibert, ha komzet
ged den erbed.
An dra vat eo din lenn eun tammig Brezouneg. Te a scriv: "Brezouneg"
hag klevet am eus an dud a lavar an "o" "gant ton "ou" ha koulkoude eo
scrived barz leor deski brezoneg Mark Kerrain atav "o".
Klevet am eus tud bro Leon lavar : "emaoun": "n'oun ket evit ober an
dra-se", "brezouneg"..." barz Loar MK ez eus scrivet atav evel-se:
"emaon, "on", "brezoneg". Pa am eus graet ma staj eil e Lesneven
souezet oun klevout an dud a lavar gant eun ton "ou" gériou a zo
scrivet ha desket din evel toniou e'giz "o". Met souezet oun muioch pa
klevout am eus ar memes tud o gervel din "Hocine" e mod galek ha
koulskoude ma ano a zo tost "Houssine eget Hocine". Sonjet am eus evit
all brezonegerien an anoiou strejen a zo distaget e mod galek peogwir
n'int ket desket e brezouneg. Boazet eo ar brezonegerien da sonj ar
bed dre ar galeg ha n'int ket kap sonj anezhan dre ar brezoneg. Ar
brezouneg a zo sellet evel ur iés marou ha n'é ket implijet e buhez
pemdeziek. Ma vefe ar brezoneg implijet evel eur iéz pemdezieg hag eur
iéz implijet evel compren mat ar bed a zo war dro ni, ne vefe diaz
evit ar brezonegerien lavar ma ano "Houssine, pe Oussine, pe Houcine
eget ar mod galek Hocine". Kalz droug o deus graet ober an dud o deus
kaset al lizer "c" eus al lizeriou brezoneg. Evel am eus scrivet n'é
ket posibl implija ar brezoneg dre scrid hep lizer-se. Evit ober ar
matematikou pe ar fisik pe ar chimik red eo implija al izer-se. Evidon
me hep avar, ar brezoneg o vont da vervel hep al lizer-se.
Houssine ma ano a zo deuet an ano brudet kalz dre ar bed abaoé ar
president Unanou Stat a zo anvet Hussein Barak Obama. E saozneg an
anoiou a zo chomet tost eus ton orin ar hontrol éo e galek. An oll
anoiou a oa bet fransised evel: "Le Bihan e galek a zo troet Le Petit,
Ar Floch a zo Le Page, Ar Fur a zo Le Sage hag Housine, pe Hussine pe
Houssine a zo troet Hocine.."
Gwir eo e sell an dud ar bed er-mêz Breiz dre ar galleg.
E brezoneg eo Dunedin, Marsilla, Gwenvon.... med nameid an dud disket
a lâr an anoiou wir. Ar Breton ordinel a lâr Edeñbour, Marsei, Vien.
Ha neoah Dunedin a zo bet eur gêr brithonad e-raog boud germanad.
>
> An dra vat eo din lenn eun tammig Brezouneg. Te a scriv: "Brezouneg"
> hag klevet am eus an dud a lavar an "o" "gant ton "ou" ha koulkoude eo
> scrived barz leor deski brezoneg Mark Kerrain atav "o".
> Klevet am eus tud bro Leon lavar : "emaoun": "n'oun ket evit ober an
> dra-se", "brezouneg"..." barz Loar MK ez eus scrivet atav evel-se:
> "emaon, "on", "brezoneg".
=== Diwar "brezouneg, dourn, mour" eo red selled ihuelloh ar pennad
diarbenn ar giriou devéan d'Ar Gonideg:
"Na
ankounac'hein biken al levenez am euz merzt en deiz-man e-kreiz va
mignouned, va Bretouned ker. Keit ha ma vezo buez ennoun, va c'houn a
vezo evit va bro"
Lârpoud a ra "va Bretouned" hag "emoun".
Stummou zo deuz ar Leon-Izel, ar yez lennegel e-pad hir amzer.
Da heul, goustadig ar Leoniz ou-deus skrivet e leoneg ihuel, ged "o".
Me ma un am-eus disket da srkiv ha lâroud "brezoneg" med am-eus gwelet
penaoz er bobl an dud a lâr "breton, berton" ged an "e" distaget /ë/ e
Bro Gwened.
Ma mignon koh - meur a peùar ugent vlé - a gomz gwenedeg izel ha
kerneweg a lâr d'ar liesan "breton". Gwech erbed e lâr "brezoneg", med
a-wechou "brezouneg".
Peléh e-neus disket ar gir ? Ged eur beleg ? ged an emzao ? (Gwech
erbed eo bet en emzao, med an emzao e-neus levezonet marteze ar yez a
vamdei) Mehad ged katoliked euz e amzer hag ou-deus disket ar stumm-ze
e ou skoliou.
An den-man a lâr eùé "emoun" (èl Ar Gonideg) hag "an dourn"