Eman ar brehonec a zo marou evel ur yez comzet. Setu breman eo bet
dilezet ar brehonec gand an dud dindan hanter cant vloaz. An discar a
zo aet buanoh buanan abaoe ar brezel 1939-1945, hac an divroadec braz
a oa erruet war leh, tost ur million hanter eus breiziz o dues
kcuitaet Breiz evid caout ul labour bennac pell eus o vro.
Alies e vez lavaret : biscoaz n'eo bet ar brehonec studiet , scrivet,
embannet evel m'eman breman . Gwir eo. An dec embannadur bennac a zo e
brehonec hac war internet milliadou ha milliadou oberennou , pennadou
ha diellou a zo skignet pep deiz. Magadur d'ar spered , da neb a gar
lenn , selaou ar brehonec. Met ar brehonec a vez comzet nebeutoh
nebeutan. Neuze eo ar yez o tont , evel al latinec, ar gresianec coz,
pe an hieroglif, yez coz ar Faraoned. D'eus outi, n'eo chomet nemet
anoiou lehiou, anaiou tud, gériou aet e yezou estren, scritellou
papyrus hac all...
Evid mont pelloh clicit aman: www.keleier.blogspot.com