An eil deiz en abardei e arrujom da C’hatyl, eun drevadenn rusad vihan
gand deg ti lakeit e lod a lehiou er flagenn an Egingol pe Yaga, a
zegemer e zouriou doh ar Hosogol, d’eur hilometr a-uz d’ar gêriadenn.
Ar Hosogol a zo eur pikol lenn mane, yenn ha don, kant pemp kilometr
ha tregont hir ha c’hwezeg betag pemp kilometr ha daou-ugent ledan.
War e riblenn a gornog emant o chom Soyoted an Darc’hat hag a reont
anehañ Houbsougoul; ar Vongoled a ra Kosogol anehañ. An diou bobl a
hel sell evel eur lenn sakret ha spontuz. Êz eo da gompren o
santimant: en eur horn-vro spisial eo, gand eur mane-tan dindanañ. E-
pad an hañ, pa ve deiou heolet ha sïoul, an douriou a ve liez savet
gand goagennou uhel-tre, danjeruz evid ar bigi vihan evel-just, ha
zokén evid ar babouriou rusad vraz a zoug beajerion doh eur riblenn
d’an hini rall. E-pad ar goañv, ar sklasenn en em draill a-wechou doh
ar penn betag an dibenn ha koumoul mogedenn a sav. Sklêr eo ma deo don
ar lenn toullet gwech-a-ve gand mamennou dour tomm pe zokén gand
houlennou mên teuz.
E C’hatyl e oa an dud pennfollet a-beh. Arme rusad ar horonel
Kazagrandi, e-noa trehet da genta diou wech ar volcheviked, hag a yee
àr Irkoutsk, a voe tennet d’eun taol gand an tabutou etre an
ofiserion. Ar volcheviked n’oud-eus ket kollet o chañs, ind o-deus
kreñvet o strolladou gand mil den bennag, hag o-deus argadet ha
gouneet en-dro an douar ou-doa kollet e-rog, pa tammou an arme
Kazagrandi a gile devad C’hatyl e-menn o penn-renour a oa divizet
penneg en em enebi disperet d’ar re ru. Chomerion al leh a lake o
arrebeuri àr hirri hag a dehe doh ar gêr, o leuskel o loenou da biou a
o dapfe. Eur bagad e-noa greet e zoñj en em guhad ked pell, er hoad
teo a we koèd-kroéz hag en toullennou, pa e yee eur bagad all devad
Mouren Kure hag Ouliasoutai.
**
Notenn ag istor :
Sotoni an ofiserion rusad a zo e gwirione souehuz !
Ar skrivagnour a re deom aman chwer eun arme hag en em denn ean e-
unan.
Eh es eur bochad chwerou arall.
An armeiou gwenn a voe kroueet pa ras ar volcheviked ou tôl stad.
N’int ket armeiou tzarist èl ma vennahe grèdein an drotskisted, rag an
arme gwenn ketan a voe kroueet ged Lavr Georgievitch Kornilov, mab eur
serf, dieubet edan ren Alieksand an Eil, hag a zo an den hag a HARPAS
AN TZAR Nikalai en Eil d’e gartier jeneral e Mogilov, hag a imbannas
ar Republik, daoust d’an Duk Braz Mic’hail, hag a venne boud tzar
goude e vreur, pe kenderv.
Pa groue Kornilov an arme gwenn, ken bihan e oa ma oa e rujumant
brasan “rujumant an ofiserion”. N’e-noe ket soudarded, nameid
letananted, kabitened ha komandanted hag a ree ar zoudarded, pand e
ree ar jeneraled ar gradou arall.
Kornilov a za boud buan eroalh mestr an darn vrasan ag ar Rusi (med an
darn vrasan ag an dud a zo e Petrograd ha Moskou, e-peleh e ren ar re
ru). Pand eo Kornilov aman, an traou a ya mad eid an dud wenn, betag
eur stourmaj e Krasnodar e 1918 pa voe lahet Kornilov.
Da heul, an tabutou a vo katastrofik. Med boud ma eo mad ar stad
soudardel eid ar re wenn, eh es neoah daou vro wenn hag a zalh: unan e
kreistei ar Rusi hag er Haokaz, dalhet ged Dienikin ha Wrangel, unan
arall ged ar Siberi a-beh hag an hanter a reter ag ar Rusi europad,
dalhet ged an amiral Koltchak (Alieksandr Vasilievitch), hag a zichenn
doh eun tiegeh serbad hag a oe kavet repu er Rusi pa oe aloubet ar
Serbi ged an Durked.
Er miz Gouel-Mikel 1918, Koltchak, ag a anaoue gouarnamant ar
sosialour Kerenski (zokén pa oa ean e unan gand ar Gonstitusional-
Demokrated) a rehuiza anaoud an tôl stad da Lienin ha Trotski hag a
zastum hag a imbann eur gouarnamant rusad en Omsk. An oll gostezennou
a zo ennoñ, nameid ar volcheviked, zokén ar sosialerion-dispaherion a
vo ennoñ d’an deraou. – Ohpenn e weleh pelloh eur strollad partizaned
wenn komandet ged eur sosialour – Med an tabutou politikel hag eeunded
lod sosialerion-dispaherion hag a ras eun emgleo ged ar re ru a
zistrujas an oll labour greet ged Koltchak. (Ar sosialerion-
dispaherion a voe ar re ketan fuzuillet ged ar re ru da houde)
Er hreistei, Wrangel a oa eur penn politikel hag a hounie goustadig
eun harp deuz ar gevredidi, med e labour o oa liez jablet ged
Dienikin, jeneral mad med diplomat didalve, hag en em zante sod
izeleet e weled eur jeneral edanoñ èl Wrangel hag a oa gwelet kazi èl
penn-renour eur stad ged an estranjerion.
Goahoh hoah. Daoust d’an droug-galon sod da Zienikin, e armeiou a hell
toullein an dalbenn hag arru dirag Moskou! Eur rujumant a varhegerion
deuz ar jeneral Kozak Marmontov a zo dirag ar gêr hag a glev klehier
an ilizou e dastumad an diwallerion. Marmontov, leun joe, a lâr an
doere d’e chef.
Med ar jeneral Mai-Maièvski a hourhemenn dehoñ arsavein hag a
hourdrouz er fuzuillein ma zalh e-rog. Perag ? rag Mai-Maievski ne oa
ket koutant e arruhe Kozaked da getan. Ean a venne eur rujumant rusad
kant dre gant oh antreal ketan e Moskou! An efed eo bet rujumant
erbéd a zo eit abarh Moskou.
Red e anaoud ma dlefe koll tud ken sod.
Ar goalleur eo ar beizanted hag ar Gozaked ne oent ked kirieg ag ar
sotonïou-ze, hag ind ou-des pêet ar priz hag a voe lahet da vilionou.
Broc
**
An eil dei goude e oam arruet, ar goarnour mongol a ouias o-doa ar re
Ru tremenet tu ar golonenn Kazagrandi hag en em doste da C’hatyl. Eñ a
zammas e oll ziellou hag e hoskor àr unneg kanval, hag a leuskas e
yamen.
**
Yamen : bureo.
E gwirione e hell boud eun deltenn eeun e-menn eun den pouezuz a
zegemer an dud.
D’eun nivèu ihuelloh, e Vro-China an impalaerion, yamen a zinifi
“ministrerez”. B.
**
On ambrougerion vongol, heb lâred dim, a dehas gand ar goarnour hag a
or laoskas heb kanval erbéd. Or stad a oa disperet. Buan om eet da
weled an drevadennerion a n’o-doa ket tehet c’hoah evid prena dehe
kanvaled, med, e-rog e teufe an trubuill ind o-doa ou kaset dija da
Vongoled pell-kenañ, e n’hellent ked reï kanvaled dim. Goulennet on-
eus neuze d’an doktour V.G. Gay, medesinour loned, a oa brudet er
Vongoli a-bez rag e stourme eneb kleñvedou ar loned. Aman e chome gand
e diegeh. Palforset da leuskel e vicher ofisiel, deuet e oa da voud
desaùer loned. Lemm a spered ha leun a startijenn, dibabet e oa bet e-
pad ar rejim tzarist evid prena er Vongoli ar hig e oa red evid an
arme rusad àr an dalbenn alamant. Pa dapas ar volcheviked ar galloud,
eñ a zalhas ober àr dro ar hig evite.
Er miz mê 1918 pa kasas armeiou Koltchak ar volcheviked kuit dioh ar
Ziberi, ind a lakas an doktour en toull-bah. Med lakeet e voe er-mêz
buan awalh, rag o-doa gwelet e oa an den unan hag a helle mera servij
ar hig er Vongoli. Reï a reas d’an amiral Koltchak an oll kig hag an
oll argant e-noa degemeret e-rog deuz ar gomiserion bolitikel
soviedel. En amzer-ze, an doktour Gay e-noa enta aozet kig an arme da
Gazagrandi.
Pand on-eus hen gwelet, eñ a alïas dim tapoud pez a chome, lâred eo
lod a roñsed fall ha skuiz, hag a or zougfent betag Mouren Kuren, da
zeg kilometr ha peùar-ugent. Du-ze e kavahem kanvaled evid mond da
Ouliasoutai en-dro. Med, boud ma oa ar ganvaled er-mêz deuz ar gêr, e
oa red dim ober an noz e kêr, ha dres e-pad an noz-mañ e soñje an oll
dud e arrufe ar re Ru. An nebeud tud a oa chomet e kêr eveldom a oa
lod a Gozaked o-doa degemeret gourhemenn da chom a-dreñv evid selled
pez a rafe an enebour. An noz a zaas. Ma hansort ha me e oam gouest da
stourma, pe, ma vefe red, d’en em laha unan egile kentoh koueha didan
galloud ar volcheviked.
Kousket on-eus en eun tiig e-tal Yaga e-peleh e chome lod a
labourerion ha n’hellent ket teha, pe ne zoñjent ked e sirvijfe dehe.
Ind a yas àr eun dorgenn a-beban e hellent gweled an oll korn-vro
betag ar gribenn e teufe ar re Ru drezañ. Doh ar leh-mañ e kreiz ar
hoad e taas eur labourer gand daou lamm ru hag a huchas dim:
Gwalleur, gwalleur deom ! Arruet eo ar re Ru. Eur marhagour a zo
tremenet buan àr hent ar hoad. Galvet am-eus anehañ med n’en-deus ket
respontet. En noz e oa, mez am-eus gwelet penoz ar jao ne oa ked deuz
aman.
Ne lârez ked sotonïou eme eur labourer all. Eur Mongol eo a zo
tremenet, ha te peus krèdet e oa eun den Ru.
Ne oa ked eur Mongol, e lavaras an den. Houarnet e oa e jao. Kleùet m-
eus trouz an houarnou àr an hent. Gwalleur dim!
Ar wech-man, ma hansort, me ’gred eo deuet ar fin. Re sod eo achu e
giz-ze goude kemend a boan.
Ar gwir a oa getoñ. D’an ampoent-ze e stoas eun den d’an nor. Eur
Mongol e oa, gand tri jao evidom eid ma tehfem. Dioustu on-eus lakeet
an dibrou àrnehe ; àr an trede on-eus sammet on deltenn hag or boued,
hag om eet kuit buan da lâred ken-a-vo da Hay.
En e di, on-eus kavet an oll dastum a vrezel. Daou pe dri trevadennour
ha lod a gozaked a oa deuet o haloupad deuz ar mane evid embanna en em
doste ar strollad ru da C’hatyl, med e tremenfent an noz er hoad e-
peleh ar zoudarded a ree tanou eid an noz. Iskiz e seblante boud ma
horte an enebour betag ar beure er hoad pa oa ken tost d’ar gêriadenn
a faote dehañ alouba.
Eur Hozak armet a zaas e-barz hag a lavaras dim e oa daou zen armet,
ag ar strollad, hag en em dostee. An oll er zâl on-eus chilaouet, hag
on-eus kleùet trouz treid ar roñsed ha boueziou pôtred, da heul e
stoas eun den d’an nor.
Deuet a-barz, eme Gay.
Daou zen a zaas e-barz. Ar yenijenn he-doa gwenneet o barwou hag ou
barùegou, hag he-doa pouezet liou ru o daoujod. Mantellou astrahan e
oa gete, med ne oant ked armet. Goulennet on-eus dehe kalz a draou.
Ind o-deus lâret e oant deuz eur strollad peizanted wenn deuet deuz
distrikt Irkoutsk. E brezel gand ar volcheviked, e oant bet trehet en
eur leh e-kichenn Irkoutsk hag a glaskent dond en arme da Gazagrandi.
Penn ar strollad-mañ a oa eur sosialour, ar habiten Vasilieff, a oa
bet flastret didan ar rejim tzarist evid e venoiou.
Siguret e voem hag e tivizjom moned memez-tra dioustu devad Mouren
Kure, rag om-boa an oll douereou o-doa goulennet dim or hansorted, ha
pres oa àrnom ou lâred.
Eet om kuit. War an hent on-eus kavet tri Hozak hag a yee da hervel an
drevadennerion hag a dehe war-zu ar hreistei. Beajet on-eus a-gevred.
Diskennet om deuz or roñsed hag on-eus dalhet anehe gand ar brid àr ar
sklasenn evid treuzi ar Yaga. Fuloret e oa. An nerhiou edan-douar a
ree en dour goagennou hag a saùe ar sklasen teo oh ober eun trouz
spontuz, hag a daole en aer tammou vraz a skorn, hag en em drohe e
tammou, ha da heul a ou lonke didan ar sklasenn chomet kaled izeloh er
stèr vraz.
En em zraille ar sklasenn eun tammig e peb-leh. Eur Hozak a gouehas en
eun toull greet d’eun taol, med on-eus bet just an amzer evid hen
saoveta. Gleb ha leun riou, e voe red dehoñ doned buanoh buana da
C’hatyl en-dro. Or roñsed a riskle, hag a gouehas zokén meur a wechou.
Arruet om neoah d’ar riblenn all, hag on-eus dalhet devad ar hreistei
dre an draoñienn, koutant boud leusket àr on dran ar maneiou-tan, re
an anienn, hag ar maneiou-tan sosial.
Ж
Treuzet on-eus linenn disparti an douriou deuz an Egingol, hag e
kavjom eun tammig da houde an trevadennour rusad D.A. Teternikoff deuz
Mouren Kure, eñ a or houvias ehana en e di, hag a touias kavoud
kanvaled evidom a houlennfe d’ar lama-ed. Kri e oa ar yenijenn hag a
zee ennom gand an avel. E-pad an deùez or-boa riou betag or gwad, med
e-pad an noz en em dommem plijuz gand fornell on deltenn feltr.
Daou zei da houde e yeem e-barz traoñienn ar Mouren, ha pelloh e
weljom savadur ar Hure gand e deltennou sinad hag e damplou ru. Tost a-
walh e oa eur savadur arall, an drevadenn ruso-sinad. Diou eur o
kerhed hag arrujom da di or hansort degemerour, hag e bried yaouank ha
ken plijuz a ginnigas dim eur goan a voued dudiuz. Pemp dei on-eus
chomet e Mouren, amzer da gavoud ar ganvaled. Er mem amzer e arrue
kalz a repuidi dioh C’hatyl, rag ar horonel Kazagrandi en em replege
àr ar gêr. Etre ofiserion arall, e oa daou horonel, Plavako ha
Maklakoff, hag en arbenn dehe e-noa en em trohet an arme da
Gazagrandi. Ar repuidi, dioustu pa arrujont da Vouren-Kure, a
zegemeras deuz ar meradur sinad ar hele e vefent kaset kuit an oll
repuidi rusad.
Da venn e hellom moned breman, e touez ar goañv, gand or groage hag or
bugale, pand on-eus ket mui oaledou ? e houlennas ar repuidi disperet.
An dra-ze ne zell ked ouzom, e respontas ar veraderion vongol. Fuloret
eo ar Siniz hag ou-deus lâret dim e ho kasahem kuit. N’hellom ked ober
nitra evidoh.
Ar repuidi a voe palforset neusen da voned kuit doh Mouren Kure hag a
saùas ou zeltennou en avel, ked pell ahane. Plavako ha Maklakoff a
brenas roñsed ha a yas da Van Kure. Pell amzer da houde e tiskenin e
oant bet lahet gand ar Siniz àr ou hent.
Gallet on-eus degemer tri ganval hag om eet kuit gand eur bagad braz a
varhaderion sinad hag a repuidi rusad eid moned da Ouliasoutai, o
derhel eun eñvor leun a garante evid on ostized vrao T.V. ha D.A.
Teternikoff. Or hanvaled a gostas ker awalh ; deuz ar monei argant or-
boa kaouet en eur gevredigez amerikan euz Ouliasoutai, on-eus roet tri
lan ha tregont, pez a zo àr-dro diou lur hanter a bouez argant.