N'eus mui a sevenadur poblek e Breizh abaoe meur a zek vloaz
Forzh penaos ez eo ret anzav n'eus ket da spiań e vo tu da adsevel, a-barzh
pell, ur stuzegezh unvan en Europa, nag e Bro-C'hall, nag e Breizh zoken.
Trellet eo an emsaverion atav gant adsked ur stuzegezh poblek unvan ma oa
lodek enni 90 % eus ar boblańs e derou an ugentvet kantved. Komz a reer
c'hoazh hiziv eus sevenadur poblek e Breizh pa n'eus mui a sevenadur a
seurt-se abaoe meur a zek vloaz. A-benn ar fin ne zreistpad koun ar
sevenadur-se nemet dre an Emsav, a zo bet deraouet d'ur mare ma oa ar
sevenadur-se en e greńv en hor bro. Hogen aner eo, moarvat, an dave a ra
dezhań an emsaverion, eus an tu dehou koulz hag eus an tu kleiz, dre ma oa
kristen ar boblańs en he fezh er mare-hont, ken e oa kristen ivez ar
stuzegezh hag ar sevenadur (e par an adeiladerezh, da skouer) ma oant
perzhiek enno. A-benn ar fin ar stuzegezh kemeret war o c'hont gant an
emsaverion a zo dinodet diwar un argemmenn eus prederouriezh kantved ar
'Sklerijennoů '. Ar 'Grčce', bet meneget gant Adsav, a zo digristen he
diazezoů kefredel. Setu, n'eus sklaerder ebet ha ne c'hell bezań sklaerder
ebet, e-keńver feiz kristen, en tezennoů diogelet gant an emsav nevez.
Moarvat e c'hello Adsav bezań talvoudus evit taliń ouzh droukvesk ar
mennozhioů a zo oc'h ober o reuz en emsav devoudel a hiziv, a venn bout
renket en tu kleiz, en ur gevredigezh gall ha kornogat a fell dezhi bezań
araogelour. Hogen dre ma n'eus diskoulm ebet evit ar mare da lod kudennoů
stignet ganto - evel gant ar strolladoů dehouelour all e Bro-C'hall hag en
Europa (anat eo ne c'hello ket Haider en Aostria lakaat e talvoud ar steunv
kinniget gant e strollad) - n'eus ket da c'hortoz e c'hellfe kemm saviad
politikel Breizh en amzer-da-zont tost. (.)
Diwar-benn enkadenn Diwan
Ma lezer ar galleg da gemer e greńv e Diwan e vo koulz divodań an aozadur
rak diwar neuze en devo kollet e awen hag e reizhabeg. Da lavarout eo,
c'hoarvezout a raio gant Diwan ar pezh a zo c'hoarvezet gant ar skolioů
kristen e deroů ar bloavezhioů '60 p'int deuet da vezań, war-bouez nebeut,
skolioů laďk prevez, hep doare arbennik ebet. Kompren a ran e vo start ar
c'hrogad a zo o c'hortoz ar vrogarourion vrezhon o deus da enebourion n'eo
ket hepken ar Stad C'hall hag hec'h amaezidi eus an Deskadurezh Vroadel
hec'h-unan, hogen ivez rannvroelourion a bep seurt o deus asantet a-viskoazh
da ober eus ar brezhoneg ur seurt latin ha na ve miret nemet d'un nebeut
istrogelled a sellfe ouzh ar galleg evel ouzh o yezh broadel nemeti. Rak an
dalc'h a zo aze : daoust hag ar brezhoneg a zo hor yezh vroadel, hag hor
yezh vroadel nemeti, pe hepken ur seurt trefoedaj, aet da get, forzh penaos,
evel ar gallaoueg e-unan ? Daoust hag ar brezhoneg a zo hon araez pennań da
adsevel ur bobl nevez a vrezhoned mennet da zisteurel da vat istor ar vroad
vourc'hiz c'hall a zo bet sammet warno, pe ez eo an emsaverion rannvroiz
c'hall hep dezho ster piaouel ebet biskoazh, en ur ger gallaoued, a-vec'h un
toullad oristaled a chom itik d'an traoů kozh, koefoů, dansoů ha
...trefoedajoů, a reont anezho gallaoueg ha brezhoneg ?
Eno emań ar gudenn, hag eno hepken. Hogen evel ma tammverken uheloc'hik, bez
o deus ar vroadelourion en hor bro da ziwall da gentań ouzh al
led-emsaverion a seurt gant re an UDB - a zispleg deomp bremań n'emaint ket
en Emsav - pe izili strolladoů gall a bep seurt, PCF ha PSF, a ra van da
vezań a-du gant ar yezh evit mougań anezhi su-roc'h, anezho azeulerion ar
Stad C'hall, ma n'eus ket, en o softj, er-maez anezhi, silvidigezh ebet; tud
a ra, e gwirio-nez, eus ar stad-se un Iliz ha dezhi un istor santel. An
idolennourion c'hall o deus klasket a-viskoazh distrujań Breizh hag hec'h
Emsav.
Youenn Olier
--
Bep daou viz : Kannadig Imbourc'h : http://kannadig.chez-alice.fr/