Notennoù war Istor Breizh (2/3) : Riek pe e gwazoniezh edo Dugelezh Breizh ?
D'ar gudenn-mañ a istor Breizh eo bet respontet a-viskoazh gant an
istorourion c'hall edo e gwazoniezh, eveljust, evit reizhabegiñ gwelloc'h
aloubadur ar Vro e 1488 ha feur-emglev 1532...
Notennoù war an Darvezadoù : gant Donwal Gwenvenez
Ar Meziennoù, Sarkozy ha Karla, ar mank a vugale en Europa a zo bepred un
digarez evit lod da c'houlenn e vefe digoret frankoc'h c'hoazh dorioù Europa
d'an enbroidi afrikat pe aziat, ur c'houlzad bruderezh a lez da grediñ e
vefe ar sioc'hanerezh un araokaat ; "Ar gerzhadeg evit ar Vuhez"; kinnigoù
Attali evit adluskañ ar greskidigezh er C'hwec'hkogn: labourat da sul ha
kenderc'hel gant an enbroerezh daoust d'an 2.400.000 enbroad dilabour a
gaver e Frans, hervez an INSE ; da betra e servij an "Deskadurezh Broadel"
mar n'eo ket gouest da stummañ reizh ar yaouankizoù a zo fiziet ennañ. « Ur
politikerezh a Sevenadurezh » ...
Lezenn ar Sul : gant Konhoiarn.
Pennad a zoueoniezh uhel (e brezhoneg eeun !) da ober d'al lenner kompren
ster an Oferenn da Sul, d'ur mare ma klasker lakaat ar gatoliked da labourat
da sul, a-enep gourc'hemenn an Iliz.
Ar C'houroned Warlerc'hiet, gant Olavo de Carvalho lakaet e brezhoneg gant
Ewan Delanoy
Hervez Nietzsche, en dazont ne chomfe mui nemet daou seurt tud : ar
c'houroned, an "ustud" (Übermenschen) hag an dud warlerc'hiet, an "istud"
(Untermenschen)...
Nedeleg : an Darvoud Kaerañ : Homelienn Oferenn ar Pellgent Yann Talbot, en
iliz Sant Pêr, Ploubêr, bet skignet war Radio Breizh-Izel Kemper, d'ar 24 a
viz Kerzu 2007.
Stagadenn da Zeizlevr Youenn OLIER Genver-Gwengolo 1943, gant Tepod Gwilhmod
Disoc'h un enklask da c'houzout piv eo an dud a zo bet meneget gant Youenn
Olier en e zeizlevr dindan stumm pennlizherennoù hepken.
Keleier a bep seurt :
Lennet hon eus Tudjentil Breizh niv. 6 diskar-amzer 2007 : Pennadoù
talvoudus war ar skaouted Bleimor, eveljust, hag o liamm gant Ololê, bet
savet gant sekretour an Aotrou Perrot, Herri Caouissin. Ar pep dedennusañ a
vo gouzout daoust ha tu a vo da adsevel skourr ar skaouted Bleimor e metoù
Skaouted Europa (ul luskad bet savet gant Perig Keraod)...
E La Blanche Hermine niv. 64 Kevarzhe kantwirion Vreizh e c'heller adkavout
testenn prizius Prokulor-señdik Stadoù Breizh e 1789, an aotrou de Botherel
: perak ez eo er-maez lezenn divizoù nozvezh ar 4 a viz Eost 1789, ha penaos
e veze derc'houezet Breizh en amzerioù kent...
Brezhoneg person Plouneour Menez e 1920 : diell tennet eus ur c'haier kozh
dornskrivet.
Roll an oferennoù da zont : Kemper, Lannuon, ha Leon.
Liamm war lec'hienn Emglev An Tiegezhioů da c'hellout lenn digoust an
niverenn 54