Google Groups no longer supports new Usenet posts or subscriptions. Historical content remains viewable.
Dismiss

Al léz-vamm hac al léz-vreudeur.

1 view
Skip to first unread message

Hocine Nedjar

unread,
Oct 18, 2011, 5:53:17 AM10/18/11
to
AR BOBL n° 11, Sadorn an 3 a vis Kerdu 1904. Rener Ar Bobl :
F.JAFFRENOU " TALDIR".

Al léz-vamm hac al léz-vreudeur.

An hini achanoch a zeuio da Baris da labourat var neus fors petore
micher, mar deu eun devés da glemm var é stad , pe da veuli é vamm-vro
Breiz, a vo ractal tamallet dehan gant ar Fransijen a vo en é gichen.

Petra ! Breizad lous ! Mar eo ken mad se da vro, n'az poa nemed choum
enni. Petra eo d'id dond en Frans da zibri bara ar Fransijen ?

Labourat a rez gwelloch marchad evit an holl all, ha mad oud d'ober
neus fors petore labour, memez an hini ar muia lous hac ar muia
poanius. Choum en az pro 'ta, debrer patatez !

Hac ar paour kez Breizad na gred laret netra . Na oar memez petra
laret ! Er skol, biscoaz na zo bet comzet dehan dimeus é ouenn dud; na
oar netra deus ar pez a zell histor Breiz. Ar skolaer hac al leoriou
skol o deus comzet dehan bepred deus Frans ha deus ar Fransijen,
hanvet gwechall Gallaoued, Gallo-Romaned, Gallo-Franked, ha benn erfin
Fransijen, mez biskoaz na zo bet laret déhan penoz Breis-Isel a zo bet
gwechall ivé eur vroad enoruz ha gallouduz.

A boan eo déhan gouzout eo bet staget Breis-Isel ous Bro-Chall brema
zo pevar chant vla. Aboue pemp cant vla eta Breiz a zo eul lodenn-vro
deus Franz, hac ar Vretoned da Vro-Chall, ech int sellet gant ar
Fransijen evel estranjourien; goapaet, gwasket, trubardet evel ma
rafet d'enebourien ric. Hac ar Vretoned paour; souezet, n'ouzont penoz
shoum en o zao dirac sellou ar falz-breudeur.

Er chazerniou a roer déhan hano a bemoh; mad eo évité ar plusc avalou
douar.Coulscoude ar Vretoned o deus scuillet o gwad var dashennou-
brezel ar bed evit difenn o léz-vamm, da laret eo Bro-Chall.

Péz na oar ket trawalch ar Vretoned a stad izel, eo penoz, mar renkont
mond e maez o bro da chounid o bara, ech eo dre abek Bro-Chall. Dindan
lezen Bro-Chall. Pelech a ia archant an taillou ? Da Vro-Chall. Ha
piou a lak ar zamm ( zamm pouner ar chontribusionou) var gein ar
Vretoned ? Ar Fransijen; rac hon channaded zo bihan o niver ebars ar
gampr, ha sioaz ! meur a hini zo ivé gwerzet d'ar Fransijen . Al
lezennou-se n'int nepred graet evit mad Breiz, mez kentoch evid mad ar
rann-vroiou all : re ar chreizte, re ar chuz-heol, re ar sav-heol, ha
memez re an hanter-noz, pere n'o deus ket memez ijin ha Breiz evit
beva. Darn a vev diwar marchad ar sei, darn diwar al labouriou coat pe
houarn. Breiz n'he deus hepken nemet al labour douar evit beva, hac
ivé ar besketerez.

- Hogen al lezenou n'int ket mad evit al labourerien. Reth eo dei
gwerza marchad mad freuz an douar, evit enebi ouz ar varchadourez
estranjour, pere a zeu ebars en Frans hep paea trawalch a zroejou, rac
pobl ar chreizte, pobl ar rann-vroiou all, ha pobl ar chaeriou, a
glemm hac a scrij gwasa ma hallont enep d'an er ker. Ha setu al
labourerien bepred zacrifiet.

- Ha keit-se tud ar rann-vroiou all a werz mad o gwin pe o
marchadourez-all ; pinvidic int ; beva mad a reont . Scanv eo o bech,
rac sioaz ! en Frans pep hini n'eo ket bechiet hervez e nerz.

-Arruout ra kement ma : Breiz sunet gant gouarnamant Bro-Chall, n'hall
ken beva hech holl bugale. Al labourerien a renc sellont tost evit
gallout paea o gouemikel, paea an taillou, skoliata o bugale, ha beva
hi o-unan. Bihanaat reont bepred niver ar servijourien, ha prena reont
mekanikou graet evit ar peurvuian e maez ar vro gant estranjourien,
pere a gemer eta ivé archant Breiz, hep ober dei distro ebed.

- Ar zervich-brezel a ra ivé calz a zrouc da Vreiz. Nag a hini, pe
hini a goll ebars ar chazerniou é galoun da labourat ! Eno e tisker
béa lipous, béa lezirek ; eno e tisker teshou fall ar Fransijen.

-Marteze n'ouzoch ket penoz pa en em stagaz Breiz ous Bro-Chall,
breman zo pemp cant vla, marteze n'ouzoch ket oe divizet mad penoz
pobl Breis-Isel na raje biken ar zervich-brezel. Mez an diviz-se 'zo
eet da heuil ar re all. Breiz he deus collet hech holl frankizou, hac
ar Fransijen o deus hi hualet , gwalet, ha machagnet evel eur
verzerez.

- Neus ket pell 'zo lemmet adarre eun digaré mad da rei boued da galz
deus hé bugale. Ar gouarnamant neus dilezet droejou Bro-Chall var
besketerez an Douar-Neve, droejou pere o defoa abaoue daou chant vla.
Me gred penoz daou chant vla zo eun dra bennac ! Ha setu aet hon
droejou gant ar Saozon.

- Kollet eo eta o bara gant marteze dek mill a dud, braz pe bihan.
Petra a choarvezo ? Reth a vo d'ar re-ma mond da chonid o bué lech
all. Reth vo dei eta clevout adarre memez tamall : " Petra oud deud
d'ober ama, Breizad miliget ? petra eo d'id dond da zibri bara ar
Fransijen ? Shoum 'n az pro lonker patatez ".

- Hac ar paour kez na laro gir ; plega rei é benn evel eun den
mallozet gant Doue. Na grede ket laret eo hen e-unan Fransez, evel ar
re-all , rak tamall rer déhan eo Breizad...

- Perac na zav ket e vouez, kounnaret evel eul leon digant pehini e
sasher e askorn ?

- Perac na zo ken skolaerien en Breiz, bugale paizanted, bugale
micherourien, bugale tud a vor, da sklerijenni ar Vretoned laeret ?

- Pegoulz, o ma breudeur, e safet o mouez da laret ganin-me :

- Falz breudeur Fransijen, ma kwitaan ma bro n'eo ket abalamour na
garan ket anei, n'eo ket abalamour o caran hoch hini ; n'eo ket evit
debri ho para. Nann! dont a ran , sioaz ! da gerchat eun tamm deus an
hini cheus laeret dein. Tretourien, sunerien miliget , stouvet ho
kenou, pe hepdale ma dorn a ia d'hen stouva ! Me zo ama, var ma
droujou, rak an douar-ma zo bet paet gant archant , gant poan ha gant
goad ar Vretoned. Hep dale n'eo ket evel peorien o clask an aluzen ech
arruo ar Vretoned en Pariz. Arruont e rafoint evel barnerien , deut
d'ober d'al laeron dislonka o madou laeret, ha da denna venjans deus
an drouk graet da Vreiz ha d'ar Vreiziz, aboue kement a gantvejou.
Arruont rei hepdale an nadoz var heur ar justis. Na vezo ket trawalch
deus cleier Pariz da chervel d'an tan-gwall. Pella ! pe me ia d'az
sclabei !!

Erwan BERTHOU.

" AR BOBL" 1904.
0 new messages