Ivan a ma sikouras eid seùel eur lojell douar. Med ne oa ked eur
lojell a-beh. Boud e oa dreist-oll grouiennou eur sedr braz a oa bet
tennet doh an douar, hag a oa kouehet e-pad eun taol arnañv brein. Mod-
san e oa eun toull braz hag a oe ma sâl vraz, ged d’eun tu eur vagoer
douar kreñveit ged ar grouiennou saùet. Grouiennou all ihuelloh a ras
ar hoèdaj e-menn am-eus lakeit pikedou ha brank eid ober an doenn, am-
eus peurachuet e lakaad mein, eid ma ne fichahe ket, hag erh, eid rein
dehoñ toemmder.
An tu dirag ag ar lojell a oe berped digor, med diwallet e oa ged an «
naida ». (bill toullet e-peleh e vé greet tan, èl ma rant er Ziberi)
Er lojell-ze goloet erh, am-eus tremenet daou viz hañv heb gweled den
erbéd, heb liamm erbéd ged ar bed er-mêz ag ar hoèd e-menn e veùent
darvoudou ken pouezuz. Er bez-ze, edan grouiennou eur sedr kouehet, am-
eus beùet penn-da-benn ged an anienn, e voud kansortet e peb amzer ged
ma nehañs diàr-benn ma ziegeh, hag an engamm kriz eid ar vuhe.
Ar dro dein nameid koèdou sedr, glaz berped, ha gwisket erh. An taiga
siberiad ! Pegehed amzer e chomahen enni ? Daoust a ouio ma mignoned e-
menn e oun ? Daoust a ma havei aman ar volcheviked ? Petra e ta voud
ma ziegeh ? an oll houlennou-ze a oe toemm-skaot em empenn.
Er sedrou e oa ar vuhe berped kreñv braz. Ar gihier-koèd a ree dalhmad
trouz, a lamme deuz eur weenn betag unan all. Enedigou rouz du a
dremene dre ar brank èl eur flamm ; eun arme a ganabéred a hwitelle en
amfiteatr ar gwe ; eur had a lamme deuz eur bill d’unan arall, hag a-
dran e welen eun tammig eur garell-wenn hag en em stléje en erh.
Selled a ren hir ar poent du a oa e dibenn he lost ; àr an erh
kaleteit e tee eùehuz eun demm ; hag a-zoh ar mane siberiad am-eus
degemeret gweladenn an arh. Ind a ma zistroe deuz ma choñjou trist hag
ankinuz. Rein a ree din an nerh eid derhel da veùein.
Plijoud a ree din eùé pignein àr ar mane, zokén pa oe diêz eroalh : ar
lein a oa ihuelloh eged ar hoèd, ha du-hont e hellen selled betag an
dremmwel hag an tornaod ru, àr riblenn arall an Enisei. Du-hont e oa
ar broiou, ar gêriou, an eneberion hag ar vignoned ; me ’grede zokén
boud kavet al leh e-menn e viùe ma ziegeh. Eid ma ou gwelahem Ivan e-
noe ma zegaset aman.
Komprenet m-eus am-moe afer ag eur program a vemdei eid dilezel ma
choñjou poéniuz. D’al liesan, goude té ar mintin, e yen dre a hoèd e
klask kegi-brug. Lahein a ren unan pe zaou anehe, hag e aozen ar goèn,
a ne oa ked diêz, med a oa ar werenn toemm unan ag an deùeh. Berped e
oa eur soubenn-kig, ged eun dornad gwispid, ha berped tasennou té, an
evaj ken rekis er hoèjou.
Eun dei, pa jiboesen, am-eus kleùet eun trouz er bodadou teo, hag am-
eus gwelet kern eun demm. En em stléjet am-eus devad al leh e-menn e
oa, med ar lon e-neus ma hleùet. Trouzuz e-neus tehet hag am-eus ean
gwelet mad, hag a arsave àr zinèu ar mane, goude boud ridet tri hant
paz. Kaer-tre e oa ged e foulienenn gri du, hag e gein kazi du. Teo e
oa èl eur vioh vihan. Skoazet am-eus ma fuzuill àr eur vrankenn hag am-
eus tihet. Ar lon a ras eur lamm braz, a ridas lod a baziou, hag a
gouehas. Ged ma oll nerhiou am-eus ridet devatoñ med ean e-neus saùet
en dro, e hanter lemmel, e hanter en em stléjein, hag a bignas ar
mane. Eur volotenn arall a ean arsavas d’eun taol. Gouniet am-moe eur
ballenn toemm eid ma lojell hag eun tamm mad a gig. Staget am-eus ar
hern d’am magoer, hag ind ou-deus greet eun doug-mantell kaer.
Da lod a giloumetrou a ma chomleh, am-eus gwelet eun darvoud iskiz. Du-
ze e oa eur wern goloet ged geot ha leun lus e peleh e teue ar gegi-
brug hag ar glujariged da zèbrein ar freh.
Doasteit am-eus heb ober trouz a-dran eur bodad hag am-eus gwelet eur
bagad kegi-brug ha a grabouse an erh e klask ar lus kouehet ag ar
bodadeu. Pa oen e ou selled, unan ag an éned a lammas d’eun tol en êr,
hag ar re all, spontet, a nejas dohtu. Sabatuet am-eus gwelet an hani
ketan hag a bigne en êr, hag a ree eur stroellenn, hag a gouehas d’eun
tol, maro. Pa m-eus um dosteit da dal korf an én, e lammas eur gaerell-
wenn hag a yas d’en em guhad edan bill eur weenn kouehet.
Koug ar viktim a oe draillet. Komprenet m-eus neusen penoz ar gaerell-
wenn a oe lemmet àr ar hog, ha penoz, chomet skourret doh e goug, e oa
bet taped en êr ged an én pa chome hi e chugein e hoèd d’e goug, peh e-
neus greet e oa kouehet àr an dachenn.
Giriou :
kaerell-wenn = erminig (KLT)