Google Groups no longer supports new Usenet posts or subscriptions. Historical content remains viewable.
Dismiss

DAOU BOUEZ, DAOU VUZUL ged G. Matzneff

1 view
Skip to first unread message

Broc

unread,
Jan 9, 2008, 12:48:02 PM1/9/08
to
DAOU BOUEZ, DAOU VUZUL
ged Gabriel Matzneff
(Combat, 25 miz èst 1967)


Nitra n'am-eus éneb d'an aotrou Regis Debray. Nend en anaouan ket hag
un dén é prizon en-des berped me hengaranté. Gobér e ran nezé er hoant
ma vo buan an aotrou Debray ged é gérent ér gêr éndro ; eüruz oun é
wel ar goarnamant bolivian e en laosk degemér vizitou én é brizon, hag
obér inou prezegou eid ar hazetennou ha boud skeudennet revé é
blijadur dehoñ.

Soéhet oun un tammig neoah. Dalhet eo bet an ajitatour-zé hag an
hantér-werhed arneùet ag ar progresism bedel e vêka hag e ouil én anù
ar Gousians ollvedel.

Lousteri ! Pilpouzed ! Lennit ou anùou ha sellit ou fennou ! Ind e zou
er mem tud flériuz, é-pad tregont vlé ind zou bet stouiet izél dirag
treid ur foll sadik, Jojeb Stalin ; Ind e zou er mem tud, ha éneb d'an
inour ha d'ar wirione, ind ou-des nehet betag ar maré dévéan ar hampou
konsantrasion soviétel. Gweh erbed n'ou-des ket laret UR GIR
protesteh pé ahoél a zrué eid ar milionou viktimou ag an tiraneh
komunour.

Énéan vad ! Ind e stlakas ou daouorn pe voé drouglahet Goumiliov* ;
ind e stlakas ou daouorn pe voé drouglahet Babel* ; ind e stlakas ou
daouorn pe voé drouglahet Mandelshtam* ; ind e stlakas ou daouorn pe
voé drouglahet Pilniak* ; ind ou-des laosket merùel a zisanspoér
Esenin* ha Tsvetayeva* ; ind ou-des laosket lakaad én déportasion,
fuzullein, martirizein kantadou ha kantadou skrivagnérion, béléion a
vilou, ha paezanted a vilionou.

Goah hoah, ind ou-des sikouret an tiraned ; betag an déi dévéan ind ou-
des lipet boteiér ar penn dreist-ijineg Stalin, èl m'ou-des lipet de
heul boteiér C'hrouchtchoff, èl ma lipont hiriù boteiér Kosygin (pé
Mao Tsé-toung revé an tech) ; ind ou-des groeit barnereh é <<
goallgomzereh é gaou >>, é << diffamation >>, éneb de Kravtchenko, de z/
David Rousset*, ha d'an oll dud ou-des saùet éneb d'an torfedou.

Met perag é komzehen nameid diàr an amzér dreménet ? d'er bléad-man, é
miz genver, deg skrivagnour youank bennag zou bet dalhet ha kaset én
toull-bah, ind ou-des imbannet ur gelaouenn lennegel kuhet, lod unan
en-doé manifestet àr plasenn publik, é Moskou, hag huchet << d'an diaz
an tiranieh ! >>.

Laroud a ran anùeu ag unan bennag : Aleksandr Ginzbourg*, skrivagnour
er << Lior gwenn ag an afér Siniavski-Daniel* >>, Youri Galanskov, penn-
skrivagnour ar gelaouenn << Feniks >>, Aleksei Dobrovolski, Vadim
Delaunay, Vladimir Boukosvskiy, Evgéniy Koucheff. Ind zo é toullbah é
segred adaleg ar miz genver, viktimou eun arbitrèr polisel heb lezenn;
or dizarempred e zo a-grenn ; dén erbed n'en-des ket droed doned ou
vizitein, nag ou hérent tostan ; dén erbed ne oèr ket eùé pegourz é
veint barnet.

Revé er heléou ag er gealouenn harluet << Gràni >>, unan étrézé, ar
youank Vladimir Boukovskiy zo bet tennet tuchant ag er prizon ha kaset
én ur hlanvdi psikiatrik << spesial >> kenan, e-men (menèget) << e vé
groeit arnodou medikal kri àr ar brizonéred, hag red eo chonj d'ar peh
é vézé groeit a-barh ar hampou hitlerian >>

Énéan gaer ! N'hellet ket fichal un tammig ? Penaoz e fiet boud
fuloret ged an << afér Debray >> pa badet mad ha sioul, pe daùet diar an
<< afér Delaunay >>, pé an << afér Ginzbourg >>, pé an << afér Dobrovolski
>>, pé an << afér Boukovskiy >> ?

Pétra e horto ar hompezennou a-gléi, glan ha pur, eid boud piket én ou
halon ? Pétra e horto Sartre eid gobér ur bagad diwall ag or hansorted
youank én Unaneh Soviétel ? Pétra e horto Liga Droedou an Dén eid
sevel éneb ? Pétra e horto er Groéz-Ru eid deraou un ensell ? Pétra e
horto an oll dud ou-des ou daoulagad hag ou hameraou trema ar Bolivia
eid ou zroein devad prizon Lefortovo a Voskou ?


Notennou deuz Broc :

- Nikolai Stepanovitch GOUMILIOV
E oa eur barz rusian ganet e Kronchtadt e 1886 hag a voe fuzuillet
gand ar gomunerion e Petrograd e 1921.

Eneb d'an arouezism a oa er mod, eñ a groueas e 1912 an emzao akmeïst,
deuz ar gresianeg << akmê >> = lein, klipenn, burhuduz diskoet gand Anna
Ac'hmatova. (Eñ a voe e hoaz kentan). Ar gomunerion a hen damallas
beza konspiret eneb d'ar goarnamant sovietel hag a hen fuzuillas. E
werzou, parfed en o stumm, a zo leun ekzotism ha blaz darvoud (Hent ar
gonkistaderien, 1905; Perl, 1910; An toull-koad, 1918; Piler tan,
1921).

É-pad ur bochad bléadou, é roeg Anna, ar varzéz rusian vrasan én oll
amzérieu, ne ouias ket ma ean e oa marù pé veo. De houdé, é ouias hi
penaoz ar gomunérion ou-doé ean lahet é-pad ar gouianv. Lod a vléadou
hoah de heul, ind e laras dehi é-peléh ou-doé masakret é oaz, heb
réein dehi ar horf éndro, pédeguir ar gomunérion ou-doé ean losket. Hi
e ias d'ar léh é-peléh é oa bet lahet ken kri he goaz. Se oa an nevez-
han rusian hag ar lann a oa leun a vleun. Anna Ac'hmatova a skrivas da
houde unan deuz he gwerzennou mantruz gand ar frazenn-ze e-mesk ar re
all :

<< Iskiz eo ar vuhé ! dre gustum e ta an intanvézed de zoug bleu ar bé
ou goazed, ha mé, e cherren bleu àr te hani ! >>

- Isaac Emmanouilovitch BABEL
a oa eur skrivagnour rusian ganet en Odessa tro-dro 1894 hag a voe
fuzuillet gand ar gomunerion é 1941.

Ganet én un diegeh uzeo ag Odesa, ean e voe mignon de h/Gorki, hag a
gléi èl an hani. É gontadennou << Kontadennou Odesa >> 1931, << Marhegieh
ru >> 1926, hag é hoariva, << Maria >> 1935, e gan ar gevredigeh soviétel
neùé. Trotskour é voé tamallet boud, hag ar gomunérion e ean lahas.
Reabilitet é voé é 1954.

- Osip Emilievitch MANDELCHTAM
e oa ur bard rusian ganet é Varsovia é 1891 ha marùet é Vladivostok
tro-dro 1938. Krouéein e ras ged Goumiliov hag Anna Ac'hmatova ar skol
barzel akmeïst. He gwerzennou e zou lein a chonjou koh-vraz hag
istorel. Ar gomunérion ou-des ean harluet a 1934 betag 1937 a-gaoz ur
werzenn éneb de Stalin. Dalhet é voé geté ur weh aral é 1938, ha ean e
varùas én ur hamp a dreméneh.

- Boris PILNIAK
Boris Andreievitch Vogau deuz e ano mestradel a oa eur krivagnour
rusian ganet e Mojaisk tro-dro 1894 hag a voe drouglahet e 1937. Kanal
a reas an Dispah en eun heuliad braz, << Ar bléad noah >> 1922, med ne
voe ket a-du ged an argadou eneb hengounou ha talvoudegeziou ar bobl
rusian : << Mekanikou ha bléidi >> 1924, << Ar Volga a en em daol e-barz
ar mor Kaspian >> 1930.
Ar gomunérion e en zalhas é 1937. Ofisiel en-des éet de guhed adaleg.

- Sergei Aleksandrovitch ESSENIN
a oa eur barz rusian, ganet e Konstantinovo, e-barz ar goarnerez a
Riazan, e 1895 hag en em lahas eñ e-unan e Leningrad e 1925.
Koutant é voé én amzér an Dispah a 1917. Ean e ziméas ged Isadora
Duncan, met é voé buan kerséet, ha da heul zoken spontet ged er rejim
neùé. Gourdrouzet ha dizanspoéret, ean en em lahas.

- Marina Ivanovna TSVETAYEVA
e oa ur varzéz rusian, ganet é Moskou é 1892, emlahet é Yelalouga, é-
tal Kazan, é 1941.
He gwerzennou a zou lein a vuhé hag orijinal, ged ur lusk gouieg : <<
Albom an abardêz >> 1910, << Verstou >> 1922, << ar plah Tsar >> 1924.
Hi e ias kuit deuz ar vro é 1922 ged he ziegeh. De heul hi e heulias é
1939 he goaz hag he merh, ou-doé donet én URSS éndro. Ar gomunérion e
fuzuillas he goaz hag e forbannas he merh. Marina Tsvetayeva e zas
boud foll ged ar poén hag en em lahas.

- David ROUSSET
e oa ur militant komunour gall, lakeit uhel e-barh er PCF. Ean e ias
de skol er gadred é Frounzé (URSS) eid peurachuein é diskadureh
militant. Pe welas er wirione ag an Unaneh Soviétel, ean e zas boud ur
militant komunour pismigour. Ar Gompezenn ne zigaréas ket dehoñ é
frankiz, e ean forbannas, hag e vreina rah er rest é vuhé.

- Andrei SINIAVSKI
e oa ur romantour ha pismigour lennegel rusian, ganet e Moskou é 1925
ha marù é Fontenay-aux-Roses é 1997. Istorour a lennegeh ha klaskour
én Institut Gorki, nezé lakeit uhel é-barh ar rejim. Ean e kollas oll
he michériou skolveurieg pédeguir en-doé diwallet Boris Pasternak,
priz Nobel a lennegeh é 1958.
Dalhet é voé é 1965 pédeguir en-doé imbannet én estren lod a lioriou
pismigour diar er rejim ged Aleksandr Daniel. Er gomunérion e en
gondannas de seih blé kamp <<ged rejim stard>>.

Aleksandr GINZBOURG e brotestas hag e gouzanvas er mem tra.
André Breton, Marguerite Duras ha Michel Leiris e saùas eùé, met
Andrei Siniavski e iei kuit nameid é miz mê 1971.
E 1973, é hell moned chom é Bro-Gall, é-men e gelenn é Paris-IV hag e
imbann << Ur voueh é-barh er bagad a ganérion >> é 1974, priz er gwellan
romant estren, << Andrei-er-Oallchans >> (1981), Noz vad ! (1984), <<
Ivan an Dizoubl. Paganism, hud ha féi er bobl rusian >> (1990).

0 new messages