Google Groups no longer supports new Usenet posts or subscriptions. Historical content remains viewable.
Dismiss

Yez bro an Alre hag all

7 views
Skip to first unread message

Oisin

unread,
Jan 27, 2009, 4:01:40 AM1/27/09
to
Salud deoc'h, Hocine eo ma ano , me zo éthnoulouger ha teoger (d'eus
teod), klask a ran selaou yez tud bro Wened, abadennou zo barz an tele
gant yez K.L.T met netra gant yez ar weneded? Perak?? N'eo ket posibl
din selaou RBGwened, peogwir e-pad ar sizun n'oun ket barz ma zi hag
disul ar Radio-se ober gant kanaouenou saozneg hepken. Disul paset ur
wech all am boa souezet gant abadenou Mahu Méhu war Radio Glaz Frans
Breiz Izel, un droug braz selaoui an abadenou ken sot evel-se. Un them
an emision a zo diwar benn hag evel custum "ar bio " penaos ar saout a
zebr boued bio evit hon yec'hed. Ar fermirien , ur gwaz gant he
gwreg , a gomz e-pad 15 secondenn, pa lavaran "int a gomz" n'eo ket
gwir, gwir, e gwirionez, int a respont e-pad 15 secondenn gériou evel
"Ya, Ya, Ya, met Ya......bio, ya....ya ,ya....boued met Ya... saout
ya,Ya....."hag e-giz-se e-pad diou eur , abaoe 4 e beteg 6 eur, hag
souezet am eus , ur well all, pa o klev a raen un abadenn sonjet am
boa ma droug a oa tost echu met siwaz gant an den-se, Mahu Mehu, n'eo
ket un abadenn bep 15 secondenn met diou unan warlec'h egile hag e
saozneg evel just.

loeizig

unread,
Jan 27, 2009, 4:56:14 AM1/27/09
to

Me gomprenn eroalh er péh e chonjet diarbenn en abadenneu é brehoneg én tele
pé ér radio. Mes , allas , bamdé é vihanna nivér er vrehonegerion ha ketan
penn er ré e zo hoah é terhel tachenn.
E kever er guénédeg, é ma hoah goèh marsé . Ha lévé brehoneg en devéhan
rumad brehonegerion nend é ket ag er ré guellan.
Tal ket 'r boén temal en abadennou brehoneg radio . Me zo sûr é hrant ou
mecher er guellan ma hellant, ha nend é ket brehonegerion koh e vé é
cheleùet dohtè, mes kentoh tud é tiskein ha skolidi doh me chonj.
Chans hun es hoah ma vé tud iouank é terhel abadenneu brehoneg én télé hag
ér radio. Ne gonzant ket marsé ér fèson ma karéemb kleùet , mes, petra faot
d'oh hui , ne vo ket mui kleuet brehoneg er beizanted pendeguir nend es ket
mui anehé. Adsaùereh er brehoneg e zo ged en dud a gér. Taol-boéh er
brehoneg e zo muioh-mui un taol-boéh ag er hérieu, el er galleg.
Chans hur bo ma ta Breiz de vout diùyéheg aveid mat.
Mard hues chet kleùet brehoneg Guened, marsé hou po er blijadur de lenn
anehon ! ! ! !

Loeizig


"Oisin" <nee...@yahoo.fr> a écrit dans le message de news:
5d2b3b4d-be85-4a67...@w1g2000prm.googlegroups.com...

Oisin

unread,
Jan 27, 2009, 6:23:41 AM1/27/09
to
On 27 jan, 10:56, "loeizig" <loei...@orange.fr> wrote:
> Me gomprenn eroalh er péh e chonjet diarbenn en abadenneu é brehoneg én tele
> pé ér radio. Mes , allas , bamdé é vihanna nivér er vrehonegerion ha ketan
> penn er ré e zo hoah é terhel tachenn.
> E kever er guénédeg, é ma hoah goèh marsé . Ha lévé brehoneg en devéhan
> rumad brehonegerion nend é ket ag er ré guellan.
> Tal ket 'r boén temal en abadennou brehoneg radio . Me zo sûr é hrant ou
> mecher er guellan ma hellant, ha nend é ket brehonegerion koh  e vé é
> cheleùet dohtè, mes kentoh tud é tiskein ha skolidi doh me chonj.
> Chans hun es hoah ma vé tud iouank é terhel abadenneu brehoneg én télé hag
> ér radio.  Ne gonzant ket marsé ér fèson ma karéemb kleùet , mes, petra faot
> d'oh hui , ne vo ket mui kleuet brehoneg er beizanted pendeguir nend es ket
> mui anehé. Adsaùereh er brehoneg e zo ged en dud a gér.  Taol-boéh er
> brehoneg e zo muioh-mui un taol-boéh ag er hérieu, el er galleg.
> Chans hur bo ma ta Breiz de vout diùyéheg aveid mat.
> Mard hues chet kleùet brehoneg Guened, marsé hou po er blijadur de lenn
> anehon ! ! ! !
>
> Loeizig
>
> "Oisin" <need...@yahoo.fr> a écrit dans le message de news:
> 5d2b3b4d-be85-4a67-a16b-5f6caeabf...@w1g2000prm.googlegroups.com...

> Salud deoc'h, Hocine eo ma ano , me zo éthnoulouger ha teoger (d'eus
> teod), klask a ran selaou yez tud bro Wened, abadennou zo barz an tele
> gant yez K.L.T met netra gant yez ar weneded? Perak?? N'eo ket posibl
> din selaou RBGwened, peogwir e-pad ar sizun n'oun ket barz ma zi hag
> disul ar Radio-se ober gant kanaouenou saozneg hepken. Disul paset ur
> wech all am boa souezet gant abadenou Mahu Méhu war Radio Glaz Frans
> Breiz Izel, un droug braz selaoui an abadenou ken sot evel-se. Un them
> an emision a zo diwar benn hag evel custum "ar bio " penaos ar saout a
> zebr boued bio evit hon yec'hed. Ar fermirien , ur gwaz gant he
> gwreg , a gomz e-pad 15 secondenn, pa lavaran "int a gomz" n'eo ket
> gwir, gwir, e gwirionez, int a respont e-pad 15 secondenn gériou evel
> "Ya, Ya, Ya, met Ya......bio, ya....ya ,ya....boued met Ya... saout
> ya,Ya....."hag e-giz-se e-pad diou eur , abaoe 4 e beteg 6 eur, hag
> souezet am eus , ur well all, pa o klev a raen un abadenn sonjet am
> boa ma droug a oa tost echu met siwaz gant an den-se, Mahu Mehu, n'eo
> ket un abadenn bep 15 secondenn met diou unan warlec'h egile hag e
> saozneg evel just.

Trugarez dit Loezig, ur blijadur eo din lenn da brhoneg ken flur ha
ken splann, lennet am eus Y.B;Kaloc'h ha "Dremm an ankou" ged Loeiz
Herrieu ha klask a ran ober ur staj e bro wened araog fin ar bloa
2009, graet am eus beteg breman tri staj, unan en Aouchou Arvor, e
Plouha ged strolad "Kalon Plouha", tri bloaz zo, hag daou gant "Ti ar
Vro" bro Leon, an tout an traou war ar yez am eus desket a zo war dro
yez anvet KLT met siwaz e brehoneg bro Wened n'eo ket aes kavout kalz
traou evel evit yezhou brezoneg all. Prenan a ran bepred kazetenou a
zo scivet e yez KLT, evel: "Breman, Ya!, Hor Yez, al liam...." met
evit bro wened un nebeut ne rafen ket scriv kazetenou met red eo din
lavar pajenou pe un nebeut articlou am eus kavet barz ur Hazetenn
vihan anvet "an doere hag unan all an dason" ha n'eo ket sur an doare
scriva barz "an dason" a zo brezoneg bro Wened. N'ouzon ket penaos e
c'helan ober evit an dud RBro Wened respont ma houlenn evit adgas bep
disul abadennou e brezoneg a oa kaset war ar radio e-pad ar sizun?? A
wechou ar yaou klev a ran evit daou minutenn abadenou gant tud ar vro
e komz giz bro Wened met siwaz red eo din da vont er maez . Posibl eio
ivez da lakat abadenou war internet e-mod podcast. E bro Skos, lec'h
ma ez eus c'hoaz 60,000 dud a gomz daelic Albhanaich an dud a zo ken
sirius eget politicien bro Wened, evit ur skouer ar government bro
skoz oc'h ober ul lec'hienn war internet anvet "mygaelic.com" hag ar
coust a zo tost 250,000 £ e memestra e Bro Wened an tout an dud a
gourc'hemenn an eutrou Goulard, maer Gwened peogwir hen en deus laket
un neubeut pajenou barz sit an ti kaer.
setu al lienn ma peus lenn an articl war benn "gaelic... scrivet e
gaelic met posibl eo dit compren gant ar lavar an dud dindan an
articl.

http://news.scotsman.com/gaelic/Eil-Brd-na-Gidhlig-a39.4909783.jp

Oisin

unread,
Jan 27, 2009, 10:16:28 AM1/27/09
to
> http://news.scotsman.com/gaelic/Eil-Brd-na-Gidhlig-a39.4909783.jp- Masquer le texte des messages précédents -
>
> - Afficher le texte des messages précédents -

Kaset eo din ar lienn-se eus Kuzul Meur Breiz, un dra mat eo , kalz
pajenou a zo scrivet e brezoneg met siwaz n'eus ket moien da kreski an
scridou evit an dud ne welan mat hag ouzpenn-se n'eus ket kalz video e
brezoneg.

http://www.bretagne.fr/internet/jcms/TFE080514_12310/accueil

Broc

unread,
Jan 28, 2009, 12:27:25 PM1/28/09
to

Rézon ho-peus: ur meh eo pa gleùam nameid tud é lâred Ya... Ya...
mad.... ha martézé ne oèr ket brezoneg ken mad. Zokén pa dé klañu ur
langach e hellér kavoud tud a gomz mad eid ar chinwell pe ar radio,
ken nebeud e vehent.

(E gwirione, ur plah anùet Celine ar Gall, àr forom "Breton er Bobl"
he-deus ma lakeit da gredein eh es hoah d'an nebeutan 200 000
brezoneger aniennel er vro.

An diested eo: ped a vrezonegerion er hovanandou a chilaou ar
skingasadennou e brehoneg ? Liez e vent intereset nameid ged ou yeh
etreze, tud ag ar mem geriadenn, ha n'ou-deus nitra da hobér ged ur
brezoneg ledanoh.)

Da getan, èl rézon am-eus lennet ho frazenn èl ur rebech greit da dud
ar radioiou, hag ur rebech eo e gwirione.

Med pa sellam gwel e welam penaoz eo un tammig luietoh an traou:
rézonou mad a zo eùé e-touesk ar rézonou fall eid ne gomz ket e
gwenedeg er radio.

Piou a ra skingasadennou e brezoneg, ha piou a ou chilaou ?

An darn vrasan a zo tud ou-deus disket ar brezoneg. N'ou-deus ket ean
heritet en ou ziegeh. (N'int ket kabluz)

An darn vihan a zo tud a gomze brehouneg er gêr, med ou-deus eùé ean
labouret, ledanet, pinùigeit.

Un den e-neus disket brezoneg en abadennou-noz d'ar liesan e-neus
disket ar HLT, ha n'eo ket gouest da gomz e gwenedeg.

Me 'gred ne rant ket skingasadennou e gwenedeg paz rag ne vennant ket
er hobér, med nameid pedéguir n'hellant ket er hobér, n'int ket
ampart.

(El rézon é chonjam gwech-a-veh d'ar "fanatiked" hag a lakaad e Breiz
a-beh ur brezoneg unan, hag "unaneit". Med e gwirione, ne gredant ket
e vehent ken kalz a dud:
- pa ne oèr ket mad ar brezoneg, n'hellant ket gobér un droug braz
- pa oarant ar brezouneg, pa er garant mad, leal, ind a asanta ar
gwenedeg e-tal ar HLT, rag n'heller gobér nitra e Bro-Gwened heb ar
gwenedeg.)(Sellet da chwer Tepod Gwilhmod a zo nebeud kalet eneb d'ar
gwenedeg èl ma dé bet é-raog, rag ean a gar leal e yeh)


Me faot dein rezisaad un dra:
N'eo ket fall kanal ur sonenn gwenedeg e KLT (pe ar hontrel) ma n'eo
ket distummet en he gwerzennou.

Fall eo imbannein da chwer barhonegou JP Calloc'h e KLT é lakaad an
dud da gredein e scriùe e-giz-ze, dreistoll pan dé draillet ar
vetrikenn (la métrique) eid lakaad ur gir KLT e leh ur gir gwenedeg.

Ohpenn, un den e-noe lakeit aman ar liamm eid gwelein kartennou
"linguistiques" diàr ar brezoneg, hag souéhet oun bet pa m'eus gwellet
ken niveruz eo ar lehiou e-menn vé komzet ur parlant mesket. Gozig an
drederenn a Vreiz-Izel a gomz ur parlant mesket, hanter-tregoriad
hanter gwenedeg, hanter-kerneweg hanter-leoneg, eh es zokén ur parlant
hag a vesk kerneweg, leoneg ha gwenedeg!

Broc

unread,
Jan 28, 2009, 12:35:54 PM1/28/09
to

Ankouahet am-eus.

Komprenet am-eus e faot deoh dreistoll kleùoud ar gwenedeg, med heb
pêein ur lior braz ha ker èl "le Dictionnaire Ernault" e hellet eùé
komprein daou lior bihan ged ur prez bihanig:

Lexique français-breton (vannetais) a v/Mériadeg Herrieu
Geriadurig brehoneg-galleg a h/Guillevic-Le Goff

An hani ketan a ré muioh a giriou.
An eil a zo dedennuz-tre neoah. Un adimbann eo ag ur lior a 1902
(muioh pe nebeud) hag a zisko ur brehoneg ar bobl, ged stummou local.

Da chwer, e kavet ennoñ:

la fontaine: feutan, (Bas Vannetais vañntan)

E lior Herrieu e ve lakeit da getan ar stumm gwenedeg izel, hag etre
parantezou an hani gwenedeg ihuel
e lior Gillekik-Ar Go e rant ar hontrel.

Kavoud a reh ar lior-ze da Emgleo Breiz. (Nend ouian ket ma gaver hoah
ar Guillevic-Le Goff. En brenet am-eus peùar blé zo hoah)

houssin...@yahoo.com

unread,
Jan 28, 2009, 5:39:06 PM1/28/09
to

Salud deoh tud a galon vat, scrivet am eus hiriu ul lizer e-mail da
gazetenn e galek "ar telegram", lavaret am eus fall eo da sell ur
gazetenn evel "ar telegram" a scriv da benn ha benn e galek hep
articlou e brezoneg hag lavaret am eus , e bro Scos ez eus 60,000 tud
a gomz gaelic hag ar gazetenn saozneg "The Scotsman" he deus kalz
articlou e gaelic evito hag e breiz leh ma ez eus miliadou ha miliadou
tud a gomz hag a lenn brezoneg "ar telegram" ne ra netra.

Setu ul liamm internet kazetenn bro Scos am eus kaset d'ar "an
telegram"


http://news.scotsman.com/gaelic


Ha setu ar respons am eus resevet eus "ar telegram":

"Bonjour

Nous avons une page en breton dans Le Télégramme du jeudi toutes les
semaines.

Bien cordialement

Le Télégramme"

houssin...@yahoo.com

unread,
Jan 29, 2009, 5:05:01 AM1/29/09
to

Goulennet am eus evit "Armor TV" ma vefe posubl gouzout programou e
brezoneg ar chadenn internet-se: ha setu petra o deus respontet din:

Bonjour,

Merci de l'intérêt que vous portez à notre site Internet.

Pour répondre à votre question, Armor TV n'est pas un service du
Conseil général mais un prestataire indépendant avec lequel nous avons
un accord de partenariat. Ce dernier réalise sa grille de programme en
toute liberté. Aussi, je vous propose de vous rapprocher d'Armor TV
pour obtenir les renseignements souhaités.

Armor TV
Manoir du Lou
22700 Dolo
Tél. : 02 96 50 61 16
Email : reda...@armortv.fr

Cordialement,

Anne COSQUER
Rédacteur en chef adjoint du site Internet
Direction de l'Information, de la Communication et de la Promotion
Conseil général des Côtes d'Armor - http://www.cotesdarmor.fr
Espace Argoat

Me sonj an amzer a zo deuet evit an dud o deus ar yez brezoneg barz o
kalon hag ar brezonegerien evit kroui ur kevredigez "audio-visuel" war
dro ar mediaou e brezoneg dre internet evit kroui ur chadenn tele e
brezoneg da benn ha benn hag ur radio e brezoneg ivez.

Broc

unread,
Jan 29, 2009, 8:14:00 AM1/29/09
to
On 29 jan, 11:05, houssinenaj...@yahoo.com wrote:


>
> Me sonj an amzer a zo deuet evit an dud o deus ar yez brezoneg barz o
> kalon hag ar brezonegerien evit kroui ur kevredigez "audio-visuel" war
> dro ar mediaou e brezoneg dre internet evit kroui ur chadenn tele e
> brezoneg da benn ha benn hag ur radio e brezoneg ivez.

Me 'gred eùé é vehé mad.
Re galz a dud a chonj n'en-dehé ket berh ur skingomz breizeg rag
nebeud a dud a gompren ar brezoneg.
Gwir eo d'un tu, med an arguzenn ne dalv ket paot a dra,
rag nemeid ged ar muzik breizad e heller derhel ur publik. El-sé vé
groeit er radioiou e mervent a Vro-Gall: nameid eid ar blijadur da
gleùed muzik "etnik" breizad, an dud a asanta skingasadennou nebeud
dedennuz, hag e Breiz ne hellahent ket ?

Ohpenn, eh es un dra arall: nousped dre gant deuz ar Vretoned a lâr ou-
dehé degeméret ar yez e ou ziegeh. Ankouahet am-eus an niverenn spis
(muioh eged tregont dre gant),
hag an dra-ze n'eo ket posibl.

Neusen, ur bochad dud a lâr ur gaou eid seblantoud boud Bretoned wir
ha brezonegerion a-vihan.
An dud-ze a chilaouhe skingasadennou e brezoneg nameid eid e lorh.

Ur chwer arall: pa oen bihan, tud ar bobl e Provañs a gomze ar yez,
med tud ar bobl-ze a gomze provañseg en e vuhé pamdieg ne brené ket
lioriou provañseg rag e oent ker eid an dud paour.

Ar vourhizien, a ne gomze ket mui e gwirione, ou-doé bibliotekou lan a
lioriou provañseg, a ne oent ket gouest da lenn ! (med pinùig éroalh é
oent eid ou frenein)

Pérag é prené anehé ? Nameid eid diskouein pegen é oent provansiz!

0 new messages