Google Groups no longer supports new Usenet posts or subscriptions. Historical content remains viewable.
Dismiss

Hentou er reter pell 27. War hent an alouberion vraz

1 view
Skip to first unread message

Broc

unread,
Oct 16, 2009, 12:07:22 PM10/16/09
to
E KREIZ AN AZI TERHIENNEG

27. War hent an alouberion vraz

an iskiz pandita rusegar – surjian an Dalai Lama – ar mane kevrinuz
hag e zispleg skiantel – al lenn entanet – al louzou neùe.

An alouber braz Djengis C’han, mab ar Vongoli drist ha sever, a
bignas, revé eur marvaill mongol koz, betag kribenn ar h/Karasu Togol
hag a sellas gand e zaoulagad ar deuz ar hornog betag ar reter. D’ar
hornog e welas eur mar-braz a wad mab-den hag a-uz eur vrumenn ru hag
a guhe an dremmwel. D’an tu-man, n’hellas ket neuze gweled e donkadur.
Mez an doueed a hourhemennas dohtoñ moned war-zu ar reter, hag e teufe
gatoñ an oll rummadou mongol. D’ar reter neuze e welas kêriou
pinvidig, tamplou lugernuz, dastumadou evuruz, liorzou ha parkeier
leun a winniz hag e voe leun a joe e weled kemend-ze. Lavared a reas
d’e vibien : « D’ar hornog e vin an houarn hag an tan, an distrujour,
an tonkadur veñjour ; d’ar reter e teuin evel ar savour braz leun a
drue, douga a rin ganin evurusted ar bobl hag ar vro. »

Chetu ar marvaill. Eun dra wir a oa ennañ. Tremenet e oen àr meur a
boent deuz hent Djengis C’han : berped am-eus kavet beiou ha rivinou e-
pleh e oa tremenet an alouber didrue. Gwelet m-eus ive eun tamm deuz
hent an haroz devad ar reter, an hent war-zu Bro-China.
………

Pa laoskas or bagad Ouliasoutai, e veajjom heb hasta buan, eh ober
pemp hag hanter-hant kilometr betag peùar-ugent kilometr bemdeiz betag
ar momant pand arrujom da deg kilometre ha peùar-ugent deuz Zain
Chabi. Du-ze, e saludis an dud all hag oun bet devad ar hreizteiz,
d’ar havoud lavaret gand ar horonal Kazagràndi. Saùet e oa dres an
heol. Ne zivinen ked an danjeriou niveruz a ma horte.
……..

Divizet m-eus ober ar beaj en eun deùez. Da peb post roñsed e hasten
an dud evid kaoud roñsed neve d’ar buanna. D’eur post, da dost da zaou-
ugent kilometr deuz ar manati, e voe roet d’in eur jao gouez, eun
etalon braz ha gwenn. Pa m-eus vennet pigna àrnehoñ, ma droad a oa
dija e-barz ar stleug, eñ a zaùas àr e ziouharr a-dreñv hag a ma stoas
d’am gar dres e-leh e oan bet gwall-aozet. Teoa a reas ma garr dioustu
hag e padis kalz. D’ar huh-heol e welis ar savaduriou kenta rusad ha
sinad, ha da heul manati Zaïn.

E-kreiz e ao eun tampl braz, dishañval-tre doh ar re all am-oa gwelet
e kornog ar Vongoli, heb ma vefe e stil na sinad na tibetan neoah :
eur savadur gwenn e oa, gand mogeriou e skwer, gand prenestrou gand ar
bord du, eun toenn du. Eur savadur bihannoh a oa er reter, gand tier
rusad liammet gand ar manati dre ar pellgomz.
Ti an Doue Beo e Zain eo, e tisplegas d’in ar Mongol e tisko d’in ar
savadur bihan. Plijoud a ra dehoñ ar boazou rusad.

D’an hanternoz, àr eun dorgenn e oa eun tour eun tammig evel Ziqqourat
e Babilon. An tampl e oa e-pleh a zalher al lioriou hag ar dornskridou
koh, an traou draillet a veze implijet e-pad al lidou, gand sêiou ar
C’houtouktou-ed amezeg.

Deuet om e-barz kartier an aferiou. Eet oun en eur stalig rusad e-noa
sukursalou er vro. Souezet oun bet pand oun bet degemeret evel eur
mignon. Desket m-eus e oa ar C’houtouktou deuz Narabàntchi skrivet
d’an oll vanatiou, ha penoz da bartoud e yafen, e vefe red dehe ma
sikoura hag harpa rag am-oa saoveteet manati Narabàntchi ha rag reve
sinnou sklêr e oan eur Bouddha enkiget, karet gand an doueed. Liher ar
C’houtouktou hegarad a zervijas kalz di’n, ha marteze zokén e-neus
saoveteet ma buhe.

Madelez ma hostized a ma zikouras mad, rag ma garr gwall-aozet he-doe
foeñvet hoah hag he-doa deit da voud poenusoh hoah. Pa m’eus diwisket
ma heuzeu, e oa ma droed leun a oèd, rag ma blès koh e-noe en em
zigoret goude taol pao ar jao. Galùet oud-eus eur felcher eid ma
gwellaad, hag am-eus gellet kerhed tri dei da houde.

**
felcher.

Ar felcher zo peh e oa « lou cirotge » en Alpou provañsad. Hanter-
farmasian, hanter-surjian. Eun « eil-surgian » e hellaher lavared.
Broc
**

E Zain Chabi m-eus ket kavet ar horonel Kazagràndi. Goude boud trehet
ar zoudarded sinad direiz ou-doe lahet ar homandant, ean a oa deit da
Van Koure en-dro. Ar homandant neùe a gasas d’in lihér Kazagràndi a ma
houvie da voned d’e weled goude eun dihan e Zain. Eun diell e mongoleg
a oa bet lakeit ged al lihér, hag a ree d’ein ar gwir degemér roñsed
ha gweturiou deuz eur vandennad d’an egile dre sistem an « ourga » a
displegin pelloh, hag a zigorad d’ein eur sell neùe diàr ar vuhe
vongolad n’em-behe ked anaouet hebtoñ. Ar beaj-man hirroh evid tri
hant kilometr a oa eur skuidér meur eidein, med Kazagràndi e-noe
rezonou siriuz eid ma heklein.

D’an un eur, antronoz, e teuas devadein an “doue ean e-unan” ag al
leh, Gegen Pandita C’houtouktou. Eun doue iskiz-tre e oa. Yaouank
ugent betag daou àrn-ugent, e oa bihan, treud, hag a fiche biw ha
nervennuz, ged eun dremm a lavare e frommeu, ha daoulagad berped digor-
braz. Gwisket e oa ged eun uniform rusad glaz euz seienn glaz, gand
diskoé aour gand arouel ar c’houtouktou Pandita. E vragou a oa glaz
ive, heuzeu ihuel e-noe, hag àr e benn, eur boned astrac’han, gand eur
beg melen. D’ e houriz e oa eur revolver hag eur hlean. N’ouien ket
petra oa da grèdein diàr an doue-man gwisket en ofisour. Ean a dapas
eun dasen té hag a gomzas e veskein ar ruseg gand ar mongoleg.
Ked pell doh ma h/Koure, eh es ar manati koz Erdeni Dzou, savet àr lah
ar rivinou deuz Karakoroum, penn-leh koh da Hengis-C’han. Koubilai
C’han a zeuas liez èl pirhirin hag a zihane du-ze pa oa chwih, rag e
oa impalaer ar Vro-Sina, an Indou, ar Bers, an Afganistan, ar Vongoli
hag eun hanter-Europa. Er manati e-neus dizoloet Maramba Meechnikatak
eun diougan hag a lavar en-no C’houtouktou Zain titl Pandita pa vo
nameid unan àrn-ugent, ha penoz ean a zeufe àr an douar e kreiz
douarou Djengis C’han hag en-dehe àr e vruche arouez aniennel ar
svastika, ha penoz ar C’houtouktou-ze a vehe inoret gand ar bobl e-pad
eun amzer brezeliou vraz ha diesteriou, ha penoz ean a zeraoufe ar
emgann eneb mevelion ar fallantez ru hag e drehfe aneho, ha penoz an
urz a zeufe er bed en-dro, ha penoz an dud a lidahe an deiz-ze braz er
hreñvleh e seùel tamplou gwenn hag eh ober treuzi deg mil kloh! Ar
Pandita C’houtoutkou on me! An arouezou ou-deus en em gavet àr ma
ferson. Trehein a rin ar volcheviked, mevelion ar fallante ru, hag e
tihanin e Moskou deuz ma labour braz. Chetu ma d’am-eus goulennet d’ar
horonel Kazagràndi ma lakaad e strolladou ar baron Ungern eid ma
hellahen kanna. Al lama-ed ne vennont ked ez afen kuit, med piou eo an
doue aman ?”

**
Eur maramba a zo eun doktour e teolojiez boudist
**

Skoein a reas ged e zroad malkoutant pa izele o fennou ged doujañs al
lama-ed hag ar goarn a hen gansorte.

E-raog moned kuit e roas d’ein eun hatyk, ha me m-eus klasket em sahou
hag am-eus kavet eun dra a hellahe boud eur prof, eur voutaillig
osmiridion, ar hansort dibaod ha naturel ag ar platin.

**
En arbenn ag ar skrivagnour am-eus klasket ha disket penaoz en e stad
ag anienn e ma ar platin en eur roh kompozet euz 85% a blatin, gand
elfennou ’rall, pemp dre gant ag osmiridiom etreze. An osmiridiom a ve
anùet iùe “iridosmin”, rag eun aliaj aniennel eo ag iridiom hag
osmiom. B.
**

Chetu ar metal glanañ, m-eus lavaret. Ra vezo arouez ho kloar hag ho
kalloud, C’houtouktou!

Trugarekaad a reas ar pandita hag a ma houvias doned en e di. Pa m’eus
santet gwelloh deuz ma bles, ez oun eit en e di. Aozet e oa e mod
europad, gand ar golaou gand tredan, klehierigou gand tredan hag ar
pellgomz. Kinniga a reas d’in gwin ha konfizeriou, hag a ziskoa d’in
daou bersoun dedennuz. Unan anehe a oa eur surjian koz tibetan, gand e
zremm market gand ar verereh, eur fri teo ha e zaoulagad a vlinge. Eur
surjian iskiz e oa, brudet en Tibet. E labour a ao gwellaad ar
c’houtouktou-ed pa oent klañv, ha ou hontammein pa zeuent da voud er
dizalh pe re iskiz, pe pa ne oa ket o folitik a-du gand Kuzul ar
lamaed a alïe ar Bouddha beo pe an Dalai Lama. Pa maon o skriva, e ma
sigur Pandita C’houtouktou er peuh peurbadel àr gribenn eur mane
sakret, da venn a vo bet kaset gand e vedesinour.

Da Bandita e plije ive ar gwin hag ar hartennou. Eun deiz e oa gand
Rused, gwisket e oa e giz europad. Lod lamaed a zeuas e rideg eid
lavared dohtoñ e oa deraouet endeo ar lid ha ean a reke choukein àr an
aoter evid degemér pedennou ar fideled. Mez ean ne oa ked en e di, rag
e oa eet kuit da hoari kartennou. Heb koll fiziañs, Pandita en em
wiskas ged e vantell ru vraz a c’houtouktou a-uz d’e jupenn ha d’e
vragou gri e mod europad, hag a bignas er palankin a voe douget gand
al lamaed skandalet.

....

Pa don bet àr wellaad, e ma houvias ar c’houtouktou eid beajein getoñ
bitag Erdéni Dzou, pez am-eus asantet gand plijadur. Antronoz er
mitin, e teuas eur wetur skañv ha komfortuz. Or beaj a badas pemp ple,
hag on-eus gweladennet Erdéni Dzou, Karakoroum, Hoto-Zaidam ha Hara-
Balgasum. Rivinou int deuz ar manatiou ha deuz ar hreñvlehou ou-deus
savet Djengis C’han hag e arlehidi, Ögödei C’han ha Koubilai, d’an
trizegved kantvlead. Nameid e chom ar vagoerou hag an tourou.
....

An impalaerion vraz ou-deus klasket aman diouganou neve, evel gwel
Djengis C’han. An oll kontre a Zain, goloet gand ar rivinou-man, a oa
al leh mad evid kavoud an doueed, hag ar speredoou, vad pe fall.
Nameid an dud a zichenn deuz Djengis C’han e linenn eeun a hell pigna
ar mane-ze, e tisplegas d’in an Pandita. Da hanter an hent, an den
boutin a goll e alan, ha ma faota d’hoñ moned ihuelloh, ean a varw.
Pell zo, jiboeserion vongol a ride àrlerh eur vandennad bleidi dre ar
mane, ha pand arruas el leh-man, ind a varùas an oll. Àr an dachenn e
oa eskern erer, moufloned hag antiloped “kagarga” a rid skañv ha bian
èl an aùel. Du-ze e ma o chom an diaoul fall a zalh lior an
tonkaduriou.

Me am-boe ar reskont.

E reter ar Haokaz, m-eus pignet meur a wech àr eur mane etre Souc’houm
Kale ha Toupsei, e pleh a varv ar bleidi, an erer hag ar givri oue. An
dud a varw eùe ma ne dremén ked àr ou roñsed.

Gober a ra an douar asid karboneg a ya kuit doh ar maen, hag a zistruj
buhe ar loned. Ar gaz a chom àr an dachenn hag a ra eur linsel àr-dro
hanter-vetr teo. Ar varhegerion a dremén a-dreist al linsel hag ar
roñsed a uhel o fenn, a fich hag a yuh dre aon betag ou-deus treménet
al leh danjeruz. Aman, àr gribenn ar mane e-menn an diaoul a lenn lior
an tonkaduriou, e ta ar mem fenomen, hag am-eus komprenet an aon sakr
deuz ar Vongoled ha penaoz an dud a zichenn doh Djengis C’han, ihuel-
tre, ogozig ramzed, a zo boèmet gand al leh.

O fennou lorh a za a-dreist al linseliou gaz komtammet, hag ind a arru
àr gribenn ar mane-ze spontuz ha kevrinuz. Gelloud a reer neuze
displega pez a c’hoarve gand ar jeolojiez.

Ket pell doh ar rivinou àr zouarou Hun Doptchin Jamtso e ma eul lenn
hag en em entan a-wechou gand flammou ru, hag a spont ar Vongoled hag
ar bandennou roñsed. El-rezon e ma al lenn leun a varvaillou. Aman e
kouehas eur meteor hag e teuas don en dachenn. An toull a reas eul
lenn. Hirio an dei e ve lavaret penoz an dud a chom en hentou edan-
douar, tud hanter-dud, hanter-ziaouled, a laboura evid tenna ar mên
deiet deuz an neñv doh e wele don. Med ar mên a entan al lenn pand e
denn ha pa goueh en-dro daoust d’ou strivou. Al lenn-ze, m-eus ked ean
gwelet me unan, mez eun trevadennour rusad a zisplegas d’ein e oa
sigur eoul-douar edan an deur, ha penoz tanou ar vugulion, pe an hiaul
e-pad an hañ, a entan anehañ.

Ohpenn, ar fenomenou-man a or sikoura eid kompren e oa dedennet ar
brinsed vongol gand ar horn-vro-ze diamen. Karakoroum e-neus ma fiket
ar muian. Enni e veùas ar hri ha fur Djengis Chan. Enni e reas e
ragtresou vraz: beuein ar hornog er goèd hag astenna àr ar reter eur
gloer èl ma n’en-doe ked anaouet unan.

Djengis C’han a saùas daou Garakoroum, unan e-tal Tatsagol àr hent ar
haravan, an hani rall ba’n Pamir e-menn ar vrezelierion a endouaras an
alouberion vraz en eur bez gloriuz a voe savet gand hanter-vil
prizonerion a vrezel, hag a voe lahet da heul en inor spered an den
marw, pa voe achuet al labour.

Ar brezelour Pandita C’houtouktou a lavaras eur bedenn àr ar rivinou e-
menn e tremene skeudennou an dud ou-doe renet àr eun hanter ag ar bed.
Hoant e-noa gober ar mem taolou-kaer ha pigna betag gloèr Djengis
C’han ha Tamerlan.

Antronoz, goud oam deit e Zain Chabi en-dro, m-eus divizet derhel gand
ma beaj betag Van Koure. Saludet m-eus neuzen ar C’houtouktou a brofas
d’ein eun hatyk braz hag a ma zrugarekaas mad eid ar prof am-oe roet
d’hoñ an dei ketañ.
Eun dramm mad eo! Eme ean. Goude or-boe ridet, en em zanten chuih, hag
am-eus dèbret eun tammig deuz ho remed, ha chetu ma don mad breman.
Trugare, trugare braz!


Ar paour-kêh potr e-noe lonket ma osmiridiom. El-rezon, n’helle ket
ober fall d’hoñ; mez en-dehe greit mad, chetu eun dra murhuduz!
Marteze e hellei ar vedesinerion deuz ar hornog enklask an dramm-ze
neùe, ha ne ra ked fall, ha n’eo ked re ger – nameid ez eus eih lur
abehañ er bed a-beh – Nameid e houlennan e laoskahent d’ein ar
gwirioiu konverzel evid ar Vongoli, Barga, an Sinkièn, ar Houkou-Nor
hag ar broiou all deuz kreiz an Azi.

Eun trevadennour rusad koh a ma ambrougas. Ind a roas d’ein eur wetur
vraz, skañv ha komfortuz, a denne anehi bian hag injinuz. Eur varrenn
koèd, hir pemar metr, a oa skweriet dirag ar brankardou. Da bep tu,
daou varhegour a he zape àr o zibr hag ind a haloupe e ma zenna àr ar
gompezenn. A-dran d’eom e heulie peùar marhegour, ged peùar jao evid
an eskemm.


0 new messages