Google Groups no longer supports new Usenet posts or subscriptions. Historical content remains viewable.
Dismiss

Oferenn Lun Fask 2008 da deir eur e Koad Kev

4 views
Skip to first unread message

T. Gwilhmod

unread,
Mar 22, 2008, 4:50:31 AM3/22/08
to
BREZHONEGENILIZ (listenn skignań)

Amań da heul e vo kavet titouroů war ar pezh a zo e brezhoneg e buhez an
Iliz e Breizh. Oferennoů dreist-holl, a zalc'h da vezań lidet ingal e yezh
ar Vro "evit gloar Doue ha Silvidigezh ar bed".

Traoů all a zo, hogen pep tra a zo bresk hag a zalc'h hepken diwar-bouez
dalc'husted un nebeut tud. Ra gemerimp perzh enno alies eta, ha ra vrudimp
anezho, rak kaer a zo ober, ar wask brezhonek ne ra morse anv anezho pe
dost. Dizingal e teu er-maez al listenn-skignań-mań, da lavarout eo : p'en
em gav ar c'heleier ganeomp... p'en em gavont ! Goulenn a reomp eta ouzh pep
hini degas keleier p'en devez tro da glevout anv eus un dra bennak aozet e
brezhoneg evit ar Gristenien. Trugarez dezho a-berzh an holl zegemerien a
venn bezań kelaouet war ar pezh a c'heller da gaout e brezhoneg en Iliz.
Kaset eo bet ar c'helc'hlizher-mań da nebeut-tre a dud evit c'hoazh
(nebeutoc'h eget hanter kant) : ma anavezit chomlec'h internet
brezhonegerien gristen e kavint gras o resev keleier a-drugarez deoc'h.

Gouelioů Pask laouen d'an holl !


T. Gwilhmod tgwi...@orange.fr

a-berzh Emglev An Tiegezhioů,

Oferennoů lidet ingal

- e Kemper, bep sul kentań ar miz, 8e 45 e chapel an Iliz Veur

- e Landerne, bep trede sul ar mizioů ampar da 9 e 45 (iliz sant Tomaz)

- e Trelevenez, bep sadorn (da 18 eur etre an Hollsent ha Pask, betek an 8 a
viz Meurzh ar bloaz-mań : d'an 20/3 ne vo ket a oferenn; da 19 eur adalek ar
Yaou Gambr-lid ha derc'hent an Hollsent; Beilhadeg Pask a vez lidet da 21 e
30 ar sadorn) ha bep merc'her (18e 45) e chapel Minihi Levenez ; evit
Nedeleg ha Pask e vez war-dro 21 eur en iliz ; lidoů da 18 eur da yaou
Gamlid ha Gwener ar Groaz.

- e Lannuon bep sadorn diwezhań ar miz da 6 eur noz e chapel Sant Pęr ar
Rusked

- e kantonioů Kastell Paol ha Landivizio e vez un oferenn ur wech ar miz, tu
pe du er c'hanton.

a.. evit ar Mor-bihan eo gwelloc'h goulenn titouroů digant Santez Anna
Gwened (Eskopti Gwened)
http://catholique-vannes.cef.fr/site2/03-01-SantezAnna.html
- evit Aodoů an Arvor, sellout ouzh
http://perso.orange.fr/paroisse-guingamp/Breton2.html

a.. evit Penn ar Bed ez eus lec'hienn Minihi Levenez (Eskopti Kemper ha
Leon) http://minihi.levenez.free.fr/
Oferennoů da zont

Emberr da 21 eur 30 , Nozveilh Fask e Trelevenez

Di Lun, Lun Fask, Oferenn e Koad Kev Skrigneg evit memor ene Yann-Vari
Perrot : da deir eur goude merenn e Koad Kev.

d'ar sul 30 a viz meurzh e Kastell-Paol (Iliz Veur) : oferenn e galleg ha
brezhoneg.

Pardon Sant Gwenole hag ar vrezhonegerion yaouank : 8 a viz Mae.

Bennozh Doue dit evit an titouroů az peus kaset dimp. Ya, bresk eo an traoů!
Ar vuhez war an douar eo, petra ri?

Oferenn vrezhonek Plouha a vo lidet d'ar Sul 4 a viz mae da 10 eur 30, en
iliz pe e Kervaria, diouzh al labour a zo bremań en iliz.Pik nik goude evit
ar re a fell dezho.

Pardonioů brezhonek

- er Folgoad : derc'hent eil sul miz Gwengolo da 18 eur.b Da 16 eur e loc'h
ur birc'hirinadenn e brezhoneg 7 km diouzh chapel Landouzen an Dreneg evit
en em gavout da 18 eur er Folgoad.

- Er Folgoad e miz Mae : "ar Pemp sul" : sulioů miz Mae ha Yaou Bask, da 10
eur.

- e Rumengol : da 18 eur derc'hent sul an Dreinded ha derc'hent ar 15 a viz
Eost ;

- Lun ar Pantekost : Pardon sant Urfol er Vourc'h Wenn

- sul kentań miz Gouere : Pardon Landouzen an Dreneg : Pred ha c'hoarioů da
heul

- e Landouzen An Dreneg : da 11 eur da sul kentań miz Gouere ; pred ha
c'hoarioů da heul

- e Santez-Anna-Wened : da 9 eur e kloastr ar Penniliz , Oferenn Santez Anna
patronez Breizh.

- e Lokildud Sizun : da 10e 30 prosesion 11 eur Oferenn da sul diwezhań miz
gouere.

- e Bodiliz : 11 eur Gouel Maria Hanter-Eost.

- e Lokmaze An Dreneg : da 11 eur ar sul war-lerc'h an Hanter-Eost. Pred ha
c'hoarioů da heul (rugby strobet, dominoioů)

Pirc'hirindedoů :

gant Minihi Levenez e vez kinniget daou e-pad an hańvezh 2008

1- E Kernev-Veur, eus ar 14 d'an 21 a viz Mezheven 2008, war roudoů sent
Breizh (Gwenole, Paol a Leon, Kaourintin, Maodez, Tudi, Ke...)

2- Iwerzhon ha Bro-skos, 25 gouere-9 eost (div sizhunvezh) : dre vras, Menez
sant Padrig, al Lough Derg (purgator sant Padrig) ha war roudoů sant Koulm
betek Iona e Bro-Skos.

Abadennoů kristen e brezhoneg war ar skingomz :

=) Radio Sklaerded (eskopti Sant Brieg & Landreger) 102.1 pe 98.8: Abadenn
ar sadorn da 9 eur

=) Radio Kerne 90.2 hag Arvorig FM 91.7 (ha war ar genrouedad :
http://radio.stalig.com): Abadenn ar sul da 9 eur (Aviel ar sul, sarmon ha
kantikoů) d'ar sadorn (derc'hent) e vez skignet da 18 e ar memes abadenn

=) Radio An Aodoů (eskopti Kemper) (89 - 92.6 - 96.7- 99.6 - 105.2): Pedenn
an deiz, bemdez da 8 eur 30 nemet d'ar sadorn 7e 20 ha d'ar sul 8 eur 15.

d'al lun, da 8e abardaez ha d'ar sadorn da 6e30 abardaez : Musikoů santel
hor bro (55 mun)

Lec'hiennoů da welout a denn d'ar feiz e brezhoneg :

- sellout ouzh roll an oferennoů ingal dre zepartamant ;

a.. Ar c'helc'hlizher-mań, "Brezhonegeniliz" a gaver aze :
http://kannadig.chez-alice.fr/brezhonegeniliz
- http://koantik.googlepages.com/brezhonegenoverenn

a.. Pedennoů pennań ar c'hristen :
http://catholique-saint-brieuc.cef.fr/pedennou-kristen
DA SELAOU : - kantikoů nevez : http://minihi.levenez.free.fr/overenn.html

... ha kozhoc'h : http://perso.orange.fr/per.kentel/frame_par_genre.htm

Lec'hienn Allah's kanań Allah's kanań war myspace

Katekizerezh:

E Landerne, daou strollad (CE ha CM) a bep eil bep pemzetez e sal ar barrez
etre 10e 30 ha kreisteiz.;

E Lannuon hag e Gwengamp ez eus ivez.

Katekiz er gęr gant Minihi levenez ez eus daou gaier. Emglev An Tiegezhioů a
c'hell sikour ivez tgwi...@orange.fr

Kampoů Katekiz : ur raktres a zo evit 2008 :

Kamp Katekiz miz Eost 2008

Evit ar vugale etre 8 ha 13 vloaz. Kinnig a ra an Aotrou Talbot a-berzh
Mignoned Feiz-ha-Breizh/ Breuriezh Sant Erwan ar sizhunvezh 17-23 a viz
Eost. Ezhomm en deus eus skoazell an holl evit kas ar raktres-se da benn :
Bugale da gatekizań, tud en oad d'ober war o zro (kentelioů, evezhiań outo,
ar gegin...). Komzomp en-dro deomp eus ar raktres-se ha deomp e darempred
gantań : Yann Talbot Presbital kozh Brelevenez 22300 Lannuon

Pg: 02 96 48 05 51

Kemennoů prevez :

1. Klask a zo war niverenn 35 Kannadig Imbourc'h "Darn voutin Nedeleg sizhun
I ha II levrenn III".

2. Evit netra :

- embannadurioů a liderezh BARR HEOL,

- Ar Rozera embannet gant Ikonenn Mari, gant ar Misterioů Skedus ouzhpenn

- Pedenn da Itron Varia ar Veleien

a.. Levrioů "Ar vuhez kristen" Rosko war Sant Frańsez Asiz (4 levr),
santez Elizabed a Hongri, Fatima, Buhez Hor Salver Jezuz-Krist...
tgwi...@orange.fr


0 new messages