FAQ war soc.culture.breton (FAQ = GGA = goulennoů graet alies)
Da heul e vo kavet ar goulennoů graet alies diwar sevenadur Breizh,
gant o respontoů.
Ar FAQ-mań (FAQ = goulennoů graet alies) a vez postet bep miz war ar
c'helc'h-keloů (newsgroup) soc.culture.breton, war an Genrouedad.
Deuet mat e vo kement evezh, pe elfenn a blijfe d'an den ouzhpennań.
Stumm web : http://www.bretagnenet.com/scb
Pajennoů galleg ha saozneg :
http://www.bretagnenet.com/scb
Troidigezh alaman gant Reinhard Vollmannshauser :
http://home.t-online.de/home/RV.RV/breizh.htm
Troidigezh japanek gant Alain Bertrand
http://www.geocities.com/paris/rue/4561/
----------------------------------------------------------------------------
Taolenn
1 Douaroniezh hag istor
1. Petra eo Breizh ?
2. Petra eo banniel Breizh ?
3. Hag e Breizh emań Naoned ?
4. Breizh Uhel pe Breizh Izel ?
5. Petra dalvez BZH ?
2 Sevenadur
1. Pelec'h kavout levrioů ha sonerezh ?
2. Sonerezh a blijfe d'an den ?
3. Eus pelec'h e teu an destenn, "An disoloi<n~> pe an dianaoudegezh"?
3 Evań ha debriń
1. Ostalerioů ha tavarnioů breizhek pe geltiek
2. Tiez-krampouezh
4 Brezhoneg
1. E brezhoneg, penaos vez lavaret... ?
2. Pelec'h deskiń brezhoneg ?
3. Penaos e skriver brezhoneg ?
4. Perak meur a zoare-skrivań ?
5. Piv en deus skrivet "Ar galleg a zo kar an ankou e Breizh" ?
6. Pelec'h, ha pegoulz, eman klevet brezhoneg war Radio ha TV ?
5 A bep seurt
1. Keleier eus Breizh war ar Genrouedad ?
2. Pelec'h kavout ur roll raganvioů breizhat ?
----------------------------------------------------------------------------
1.1. Petra eo Breizh?
Ur vro e kornog Europa ha bro-C'hall eo. Ur c'hourenez bevennet gant ar mor
war ar bras eus he harzoů.
Breizh a zo 34 000 Km˛ he gorread, (war-dro ment Bro-Velgia) ha sevel a rae
he foblańs da 3 932 000 a annezidi e 1995 (hogos poblańs Republik Iwerzhon)
Setu ur gartenn anezhi gant ar c'hęrioů pennań :
x--^, /
/```^y/ \ _^ _^ | Kęrioů pennań :
|_3 \_' "7 `__/
+< 9 \__. 1 - Naoned
__) | 2 - Roazhon
\ 5 2 | 3 - Brest
)_^'_ 6 \ 4 - S.-Nazer
'-_ 8 / 5 - Kemper
\_^--. | 6 - An Oriant
|_ `\ 7 - S.-Maloů
'4>=-1 _/ 8 - Gwened
\_ _| 9 - S.-Brieg
\,--_/ x - Lannuon
\ y - Montroulez
+---------------------+---------+-------------------+
| Kerioů pennań | Poblańs | Pennkęrioů a-bezh |
| | (1990) | (1990) |
+---------------------+---------+-------------------+
| Naoned | 244 995 | 496 078 |
| Roazhon | 197 536 | 245 065 |
| Brest | 147 956 | 201 480 |
| Sant-Nazer | 64 812 | |
| Kemper | 59 437 | |
| An Oriant | 59 271 | 110 823 |
| Sant-Maloů | 48 057 | |
| Gwened | 45 644 | |
| Sant-Brieg | 44 752 | |
| Sant-Ervlan | 42 774 | gwelet Naoned |
| Reulied | 33 262 | gwelet Naoned |
| Orvez | 23 115 | gwelet Naoned |
| Felger | 22 239 | |
| S.-Sebastian an Enk | 22 202 | gwelet Naoned |
| Lannarstęr | 22 102 | gwelet An Oriant |
+---------------------+---------+-------------------+
----------------------------------------------------------------------------
1.2. Petra eo banniel Breizh ?
Banniel Breizh a zo a zo warnań 9 bandenn wenn ha du, hag ur c'hard erminigoů.
Gant Morvan Marchal eo bet krouet e 1925, diwar patrom ardamezoů Roazhon ha
bannieloů evel re ar Stadoů Unanet pe Bro-C'hres.
Ar peder bandenn wenn a arouez ar pevar eskopti kozh - pe bro - brezhoneger :
bro-Leon (Kastell Paol), bro Gerne (Kemper), bro Wened (Gwened), bro Dreger
(Landreger).
Ar pemp bandenn zu a arouez an eskoptioů a yezh c'hallaoueg :
S.-Brieg, Dol, S.-Maloů, Roazhon, Naoned. (Kartenn -- titourer "Kemper" :
href=http://www.tech-quimper.fr/~calais/KEMPER/cornouaille.html).
Un dave da skoed erminigoů leun Duked Vreizh eo ar c'hard erminigoů (*).
Didalvez eo niver an erminigoů.
E brezhoneg e reer eus ar banniel-se ar "Gwenn ha Du".
+----------------------------+
| i i i i i XXXXXXXXXXXXXXXX|
| i i i i i |
| i i i i i XXXXXXXXXXXXXXXX|
| i i i i i |
|XXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXX|
| |
|XXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXX|
| |
|XXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXX|
+----------------------------+
(*) E-pad ur varc'hekadenn e welas Konan Meriadeg, anezhań unan eus roueed
kentań Breizh, un erminig e raoskl ur wazh he riblou fank. Konan, sachet e
evezh gantań, a reas d'e gazeg chom a sav, hag eń arvestiń ouzh an erminig.
Gwech e yae war-raok al loen bihan e feur gwenn-erc'h, gwech e souze, hag e
klaske, adarre, treuziń al lec'hid du war ur bod re vresk evitań.
Pennfollet e hańvale ar paour-kaezh loen bezań o welet ar fank-se.
"Abalamour da betra eo ken aonik ? Ha perak ne dec'h ket kuit alese ar buanań
ma c'hell ? a c'houlennas ar roue digant an ofiser a oa en e gichen. "Roue ar
Vretoned, un erminig eo; n'eo ket gloazet anezhań, met disaotr e fell dezhań
chom. Aon en deus rak ez afe lous e sae gwenn-kann o treuziń ar wazh-se."
"Burzhudusat glander !" a estlammas Meriadeg. "An enor a c'houlenn ma vo
diwallet ha savetaet gant ar roue Konan."
Evel pa vije bet intentet gant an erminig langaj an daou zen ha divinet gantań
madelezh Konan, e redas war an dorn a astenne hemań dezhań hag e klaskas
repu e plegoů mantell ar roue.
Lavarout a reas Konan dezhań : "E-giz-se e oa gwelloc'h ganit mervel kentoc'h
eget bezań louzet. Kentoc'h mervel eget bout kousiet ! Hiviziken e vo hemań
ger-stur an holl Vretoned. Ha te, erminig, a vo an arouez bev anezhań",
a ouzhpennas ar roue Konan en ur lakaat anezhań war e skoed.
(adtroet diwar galleg Youenn Kermorgan, kemeret eń eus : Le breton parlé
vannetais de Merriadeg Herrieu, Embannadurioů Bleun Brug Bro Gwened)
E arguzenn gwerz "An Erminig" ar Barzaz Breizh e tispleger talvoudegezh an
erminig evit an Arvoriz : "Ur monumant broadel dibar e barzhoniezh Vreizh eo
ar werz alegoriek anavezet ivez dindan anv 'Kanaouenn dańs an Erminig'.
Enni ez eus tri loen : ur bleiz, un tarv hag un erminig. Ar bleiz (Gwilhom) a
red war-lerc'h an tarv (Yann), hag un erminig; hemań, arvester ar gann, eus
bord e doull, a-is d'an daou loen all, a c'houestl en em lazfent o-daou. Tu Gall
Charlez Bleiz (Blois e galleg kozh) eo Lom ar Bleiz. Tu Saoz Yann Mońforzh
eo Yann an Tarv, d.l.e. John Bull. Evit ar pezh a sell ouzh an erminig, pobl
Vreizh eo.
----------------------------------------------------------------------------
1.3. Hag e Breizh emań Naoned ?
A-viskoazh ez eus bet eus Naoned ul lodenn eus Breizh. Kastell an Duged,
e-lec'h m'o deus bevet pennoů ar vro a-hed kantvedoů, eo ar savadur
istorel pennań e Naoned. An diviz melestradurel da lemel Naoned diouzh
peurrest Breizh
a zo bet kemeret gant gouarnamant Pétain e 1941, hag hiziv c'hoazh, ez eus
un takad melestradurel hep Naoned.
Hogen, an darn vrasań eus an aozadurioů sevenadurel a chom stag ouzh ar
stad istorel, ha Naoned a gemer perzh alies gant he c'horn-bro a-bezh en
oberiantiz armerzhel Breizh.
Kement sturlevr touristel a rafe van da vezań sirius ne c'hell nemet
lakaat Naoned hag al Liger-Atlantel e Breizh.
Ur sondaj a zo bet moulet, e Palerin magazine, ar 17vet Ebrel 1998 :
63% eus tud Lige-Atlantel a zo a du evit unvaniezh gant Breizh.
----------------------------------------------------------------------------
1.4. Breizh Uhel pe Breizh Izel ?
E Breizh-Uhel emań Naoned ha Roazhon, reter ar vro, e-lec'h ma ne gomzed ket
brezhoneg, met gallaoueg, anezhi ur yezh roman bev c'hoazh, n'ouzer ket
pet den a gomz anezhi.
Breizh-Izel e-lec'h ma komzed brezhoneg, a zo lodenn gornôg Breizh, adalek
Sant-Brieg ha Gwened.
Hiziv, daoust ma vez implijet c'hoazh ar brezhoneg hag ar c'hallaoueg, eo
ar galleg ar yezh ar muiań komzet dre Breizh a-bezh, hag ez a war voanat
ar diforc'h a-fet ar yezh.
Annezidi Breizh-izel e-leizh na gomz ket brezhoneg tra ma gaver e-touez
anezidi Breizh-uhel brezhonegerien a vihanik, pe lod o deus desket ar
yezh-se.
Chom a ra bev ar harzh yezhel e-barzh spered an dud evel ma oa e dibenn an
XIXvet kantved, d.l.e. o tremen dre Plouc'ha (bro-Oueloů), Kastellaodren,
Korle, Mur, Noyal-Pondivi, Logunec'h, S.-Nolf, Teiz ha Susinioů.
Hogen fińvet en deus a-hed an istor : da skouer en XIIvet kantvet, ez ae
eus Kankaven dre Morzel betek Koueron.
----------------------------------------------------------------------------
1.5. Petra dalvez BZH ?
BZH a zo berradur an anv Breizh, skrivet e peurunvan
Al lizherenn Z a zo hini dibenn "Breiz" (kernevek, leonek ha tregeriek) hag
H hini dibenn "Breih" (gwennedek) (gw. mennad 15)
----------------------------------------------------------------------------
2.1. Pelec'h kavout levrioů ha sonerezh ?
Bez' ez eus meur a stal arbennik war sevenadur Breizh hag a zegemer
urzhioů-prenań dre pelleiler :
Skol Vreizh / Ar Falz,
http://www.geocities.com/Athens/Forum/2401
20 straed Kerscoff, 29600 Montroulez
pgz: (+33) 02 98 62 17 20 - plr: (+33) 02 98 62 02 38
Levrdi BREIZH,
http://www.rennet.galeode.fr/tourism/coopbzh/home.htm
17 straed Penc'hoed, BP 2542, 35036 Roazhon Cedex
pgz: (+33) 02 99 79 01 87 - plr: (+33) 02 99 79 43 52
Ar Bed Keltiek,
http://www.arbedkeltiek.com/
4 bali Clemenceau, 29200 Brest
pgz: (+33) 02.98.44.05.38
BREIZH,
10 rue du Maine, 75014 Pariz
pgz: (+33) 01 43 20 84 60 - plr: (+33) 01 43 21 99 22
KELTIA Musique,
1 plasenn an Amann, 29000 Kemper
pgz: (+33) 02 98 95 45 82 - plr: (+33) 02 98 95 73 19
Stalioů all arbennikaet war ar sevenadurioů keltiek :
PRESSENSE Librairie,
56200 Gazilieg
Le Chant de l'Alouette,
sonerezh ha binviji, 35600 Redon
----------------------------------------------------------------------------
2.2. Sonerezh a blijfe d'an den ?
Un dibab e-touez brudetań strolladoů ha kanerien Breizh :
Ar re "glassel":
Kanerien/sonerien :
Alan Stivell (http://celtic.stanford.edu/artists/Stivell.html),
Dan Ar Braz, Gilles Servat, Glenmor, Youenn Gwernig, Patrick Ewen,
Melaine Favennec.
Strolladoů :
Tri Yann (http://www.planete.net/~edoll), Sonerien Du,
Bleizi Ruz (
http://pobox.upenn.edu/~teachnet/bretonsup/bretonsup4.html),
Diaouled ar Menez, Gwendal.
Ar re "Arnevez" :
Kanerien :
Denez Prigent, Yann-Fańch Kemener, Erik Marchand, Breudeur Morvan,
Annie Ebrel (http://www.geocities.com/Athens/2918/aebrel.html),
Louise Ebrel (http://www.geocities.com/Athens/2918/aebrel.html),
Manu Lann Huel.
Strolladoů :
Carré Manchot, Strobinell, Huńvalerien, Strakal, Lapoused Noz,
Hastań,
Ar Re Yaouank, Tan Ba'n Ty, Skolvan, Storvan, Quintet Clarinettes.
Kanaouennoů moraerien :
Cabestan, Djiboujep, Long John Silver, La Cambuse, Michel Tonnerre,
Mikael Yaouank
Evir ar vugale (hag ar re deuet) :
Les Ours du Scorff, Jean-Luc Roudaut, Alain Le Goff.
Re all :
Miossec (http://www.mech.kth.se/~geralda/miossec/miossec.html),
Red Cardell, Myrdhin, Pol Huellou, La Bonne Société, Les Pires,
Soldat Louis (http://www.essi.fr/~nedelec/soldat_louis.html),
Yann Tiersen, Matmatah, Manau.
Evit kaout muioc'h a ditouroů, pajennoů Ceolas
(http://celtic.stanford.edu/Regions/Brittany/Breton.html), ur sturier da
sonerezh Breizh, ha pajennoů Ray Price
(http://celtic.stanford.edu/Regions/Brittany/Breton.html) war an dańs
breizhek.
Breizh Musique On Line :
http://www.bmol.infini.fr/
----------------------------------------------------------------------------
2.3. Eus pelec'h e teu an destenn, "An disoloi<n~> pe an dianaoudegezh"?
(galleg hepken)
Kanaouenn vrudet an Tri Yann, "La d<e'>couverte ou l'ignorance" a zeu eus
un testenn skrivet gant ar c'helaouennour Morvan Lebesque en e levr
"Penaos beza<n~> Breton? Taol-esa diwar an demokratiezh gallek"
Kempred eus Morvan Lebesque, eo Roparz Hemon, ur skrivagner bras, en eus
labouret kalz evit mont pelloc'h gant ar brezhonek. Un destenn skrivet
gant R.Hemon a zo bet lakaet er c'houlenn 15
----------------------------------------------------------------------------
3.1. Ostalerioů ha tavarnioů breizhek pe geltiek
Setu un dastumadenn a chomlec'hioů mad, a-drugarez da implijourien
soc.culture.breton :
Lec'h Anv chomlec'h
+---------------------------------------------+------------------------------+
| An Oriant | Galway Inn | Hent Kemperle |
| | Saint Patrick |
+---------------+------------------------------------------------------------+
| Ar C'hroesti | Tavarn ar Roue Morvan | plasenn an iliz |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Ar Gerveur | Bach Evan's | Porzh Lae |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Brest | Tara Inn | porzh kenwerzh |
| | Dubliners | 38 str Mathieu Donnart |
| | Cafe de la plage | Plasenn Guerin - S.-Varzhin |
| | Le Triskell | Plasenn Guerin - S.-Varzhin |
| | Les Mouettes | porzh kenwerzh |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Douarnenez | Leo zo marvet warlene, serret e davarn. Doue d'e pardono ! |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Groe | Ty Beudeff | Porzh Tudi |
| | Taverne Irlandaise | Keranpoulo |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Grenoble (!) | le Cellier | Plasenn Itron-Varia |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Gwaien | La belle Époque |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Gwened | Glasgow | Stank an Dug |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Gwern | Korn er Pont |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Inizi Glenan | Chez Castric | Enez Sant Nikolaz |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Kemper | Ceili | str. Aristide Briand |
| | le Connemara | str. Pont-'n-Abad |
| | l'Eden | str. J. Jaures |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Konk-Kerne | la Taverne des Korrigans | |
| | Le pub St Louis | Sables-Blancs |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Korel | le Pichet bar |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Lesneven Chez Tom | straed Itron-Varia |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Logunec'h Ty ar vro goh |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Montroulez Brasserie des 2 Rivičres |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Naoned | Kastellin | straed Kastellin |
| | Graslin | plasenn Graslin |
| | Boest an Diaoul | Enezenn Beaulieu |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Plabenneg | L'Écume des Jours |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Plouie | Ty Elise |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
| Roazhon | Cité d'Ys | 31 straed Vasselot |
| | Claddagh Inn | straed Dinan |
+---------------+-----------------------------+------------------------------+
----------------------------------------------------------------------------
3.2. Tiez-krampouezh
Setu ur strobad chomlec'hioů a-zoare, a-drugarez da implijourien
soc.culture.breton :
Lec'h Anv Chomlec'h
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Ambon | Le Fournil | Plasenn an Iliz |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Ar Groazig | Le Bot |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Dinan | Cręperie des Artisans |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Exeter | La denteličre | Kreizker (downtown) |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Kemper | La passerelle | bali an Dieubidigezh |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Konk-Kerne | La fleur de BLe noir | straed Dumont d'urville |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Kore | L'Epi Breton | Hent Leuc'han |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Landreger | Cręperie du Cloître |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| New York | Creperie de Bretagne | 56 St. etre 5 ha 6 Ave |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Plogoneg | Ty Coz |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Ploneour | Tachen ar Groas | Hent Penmarc'h |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Ploudiern | Cręperie de Pors-Morvan |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Plouarzhel | Ti Forn |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Plouezoc'h | | e traoń karn Barnenez |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Plougastell | An Ty Coz | Beg an Arvorig, Ty Floch |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Roazhon | An Herminig | straed Felger |
| | Le Boulingrain | 25 str. S.-Melan |
| | La cręperie dinannaise | straed Dinan |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| San Francisco | Ti Couz | 3108 16th Street |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| S.-Maloů | Chez Gaby | er gęr gloz |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| S.-Nikolaz an Dour | Chez Nanane |
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
| Sz-Vari ar | Skeud an Amzer |
| Menez-C'homm |
|
+--------------------+-------------------------+--------------------------+
----------------------------------------------------------------------------
4.1. E brezhoneg, penaos vez lavaret... ?
English Français Brezhoneg notennoů
Merry Christmas Joyeux Noël Nedeleg laouen
Happy new year Bonne année Bloavezh mat
Wolf Loup Bleiz
Dream Ręve Huńvre
City Ville Kęr (implijet alies e anvioů-lec'h)
Wood Bois Koad
River Rivičre Stęr
Mountain Montagne Menez
Sea Mer Mor
Church Église Iliz
Way Chemin Hent
Pancake Crępe Krampouezh
Cider Cidre Chistr
Small Petit Bihan
Good Bon Mat
Welcome Bienvenue Degemer-mat
Goodmorning Bonjour Demat
Goodbye Au revoir Kenavo
----------------------------------------------------------------------------
4.2. Pelec'h deskiń brezhoneg ?
Bez' eus lec'hiennoů war ar wiadenn a ginnig kentelioů brezhoneg
eorioů breizhat ivez :
Kervarker :
http://webbo.enst-bretagne.fr/Kervarker/index.html
SMO brezhoneg :
http://www.smo.uhi.ac.uk/saoghal/mion-chanain/brezhoneg/
Herve Ha Nora :
http://www.geocities.com/Athens/2918/taolenn.html
Aozań a ra ar gevredigezh Skol Ober kentelioů dre lizher :
Skol Ober, Gwaremm Leurven, 22310 Plufur Breizh,
pgz: (+33) 02 96 35 10 22
Evit bugale e gaver teir reizhad skol.
Unan anezho diazezet war hentenn ar "soubidigezh" adalek ar c'hlasoů-mamm :
Diwan Z.A. Sant Ermel, BP 156, 29411 Landerne
Ar re all a ra gant ur c'hellenadur divyezhek, oc'h arverań
ar brezhoneg er vuhez foran war an hevelep live hag ar galleg :
Skolioů publik : Div Yezh, 23 Std Marcel Sanguy, 22110 Rostren
Skolioů katolek : Dihun, 120 Std Metz, 56000 Gwened
----------------------------------------------------------------------------
4.3. Penaos e skriver brezhoneg ?
Setu da heul al lizherenneg vrezhonek:
A B CH C'H D E F G H I J K L M N O P R S T U V W Y Z
En doare-skrivań muiań implijet e kaver an dildenn hag an tiredoů
da heul :
Ń Ů Ę Ü
----------------------------------------------------------------------------
4.4. Perak meur a zoare-skrivań ?
Abaoe pell e skriver brezhoneg. Ar skridoů brezhonek kentań a gaver
e dornskrid Leyde, a sav da zibenn an VIIIvet kantvet, da lâret eo un
hanter-kantved a-raok le Strasbourg, a vez sellet outań evel an destenn
c'hallek goshań.
Goude kantvedoů ma veze graet gant un doare-skrivań stag ouzh hini ar
galleg, e savas Ar Gonideg ur reizhiad skrivań arnevez er bloavezhioů
1830.
E deroů ar c'hantved-mań, e voe degemeret reizhiad Ar Gonideg gant
skrivagnerien Vreizh, anezho dileuridi ar rannyezhoů kernevek (K),
leonek (L) ha, da c'houde, tregeriek (T), a-benn ma vije tu d'en em intent
etre ar ranyezhoů-se. Se a zo bet ganedigezh an doare-skrivań KLT
e 1908. Er memez koulz e pleustre gouizieien bro-Wened war un doare-skrivań
rannyezhel distag, a c'heller gwelet e-barzh kazetenn "Dihunamb".
Er bloavezhioů 1920-1930, e voe graet kinnigoů a-benn lakaat an
doare-skrivań KLT da glotań gant diforc'hioů rannyezhel ar gwenedeg.
Gellout a reer menegiń, dreist-holl, krouidigezh ar strollad "zh",
anezhań kendeuz ar "z" e "brezoneg" KLT gant an "h" e "brehoneg" bro-Wened.
Disoc'hań a raio ar strivoů unvanań-se e 1941 war an doare-skrivań
KLTG, anvet ivez peurunvan. E 1955, diwar c'houlenn ar strollad Emgleo Breiz,
ez eus bet savet gant ar chaloni Falc'hun ur reizhiad tostoc'h ouzh doareoů
ar galleg (evit aesaat distagadur ar vrezhonegerien nevez, sańset), na glot
nemet gant rannyezh bro-Leon. Ur c'helc'hlizher eus ministrerezh an deskadurezh
a zave outań evel doare-skrivań "ofisiel" ar brezhoneg en
deskadurezh-Stad (!), a zo kaoz e vije anvet "skolveuriek".
Gwelet a reer anezhań hiziv an deiz gant ar gelaouenn (ha ti-embann)
Brud Nevez/Emgleo Breiz.
Er bloavezhioů 70 o deus klasket lod tostaat an daou zoare-skrivań.
An disoc'h a voe, e 1975, ur reizhiad ouzhpenn, an "etrerannyezhel", a glask,
war pennaennoů heńvel ouzh re ar peurunvan, gwelaat hennezh dre
reolennoů 'zo.
Gwelet a reer anezhań e hentenn Assimil, deuet er-maez d'ar c'houlz-se,
ha n'eus nemet un ti-embann, Skol Vreizh e anv, oc'h ober gantań ingal.
Hiziv an deiz ez eo ar peurunvan, bet dibabet gant ar skolioů brezhonek,
an doare-skrivań muiań implijet. Graet e vez gantań e hentennoů
Per Denez, Herve ha Nora, Roparz Hemon, gant an tiez-embann/kelaouennoů
An Here, Al Liamm, Hor Yezh, Al Lanv, Bremań, Preder, Evit ar Brezhoneg...
E peurunvan eo bet savet an destenn-mań.
Un nebeut skouerioů da ziskouez an tri doare skrivań :
Peurunvan Skolveurieg Etrerannyezhel
GLAV GLAO GLAW
PIV PIOU PIW
LEVR LEOR LEVR
UR EUR UR
EVIT EVID EWID
GANT GAND GAND
ANEZHI ANEZI ANEZHI
OUZHPENN OUSPENN OUZHPENN
BRAVAŃ BRAVA BRAVAŃ
ASANTIŃ ASANTI ASANTIŃ
PELEC'H PELEH PELEC'H
AR C'HI AR HI AR C'HI
BLOAVEZH BLOAVEZ BLOAWEZH
----------------------------------------------------------------------------
4.5. Piv en deus skrivet "Ar galleg a zo kar an ankou e Breizh ?"
Roparz Hemon an hini eo, hag a skrive ivez kement-mań :
Ar brezhoneg evidomp eo ar frankiz, ar galleg ar sklaverezh. Petra a ra dimp
bezań gouiziek, ma ne c'hellomp ket bezań dishual ? Bez' ez eo Breizh ur
Vroadelezh ! Neuze ne c'hell ket kaout div yezh. Pobl ebet n'he deus div yezh.
Pobl ebet n'he devo biken. Etre ar brezhoneg hag ar galleg ez eo ret dibab.
Ar brezhoneg a zibabimp, pe ne vimp nemet bugale, ha gwasoc'h, tud digalon.
Ha mar dibabomp hor yezh, n'eo ket dre m'eo "yezh hon tadoů" nag "hor yezh
muiań-karet", na "yezh ar galon" nag an holl traoů goullo a vezer boas da
glevout gant tud na ouzont ober netra hep goulenn digarez. Hor yezh a zibabomp
dre ma vennomp he dibab, hag ar yezh all a zilezomp dre ma vennomp he dilezel.
Tennet eus "Ur breizhat oc'h adkavout Breizh", Al Liamm, 1972, p.130
------------------------------------------------------------------------------
4.6. Pelec'h ha pegoulz eman klevet brezhoneg war Radio ha tele ?
War radio :
-------------
Radio Breizh-izel (93Mhz)
Bemdez, mintin,kreisteiz ha noz
Radio Kreiz-Breizh (102.9 Mhz)
Bemdez 9-10e30 , 18-19e
Radio Bro Gwened (101.7 MHz)
Bemdez 10e30-12e30, et samedi 13-14e
Radio an arvorig (103.1 Mhz e Roazhon)
bep Yaou, 19e20 - 21e20,
ha bep sadorn etre 12e00 ha 14e00 war Radio Bleue (711 KHz)
Canal B (94 Mhz Roazhon)
bep Lun etre 12 ha 14e.
Alter Nantes (98.1Mhz)
bep Meurzh da 19e40, bep lun da 21e30, sadorn da 18e
Radio Pays (93.1 Mhz Paris)
bep Gwener 15-17e, 21-24e ha sadorn 10-12e
Frequence Mutine (103.8 Mhz Brest)
bep Sadorn 11-14e
Radio Sklaerder (100.6 Mhz St Brieuc; 102.10 Mhz Lannion)
bep Meurzh 17-17e30
Radio glas (95.9 Mhz Leseneven)
Lun d'ar Gwener : 8e15-12e
Radio Kerne : radio da zont, e kerne
War an tele :
-----------------
France 3 Bretagne
Breizh-uhel : ar sul, eus 11e45 da 12e30
Breizh izel : memestra + flash kelaouennoů 5 mtn bep kreizteiz + meteo da noz
------------------------------------------------------------------------------
5.1. Keleier eus Breizh war ar wiadenn
Kazetennoů moullet
Le Télégramme de Brest :
http://www.bretagne-online.tm.fr/
France-Ouest (Ouest-France war al linenn) :
http://www.france-ouest.tm.fr/
Nekepell :
http://www.bretagnenet.com/nekepell/
Armor, "magazin Breizh a-vremań" :
http://www.eurobretagne.fr/ARMOR/
Horizons Bretons / Dremmwel Breizh
http://www.teaser.fr/~aviez/obe/dremmwel/
Skinwel
France 3 :
http://www.sv.vtcom.fr/ftv/fr3/video/newvid.html
E-zine
An Amzer (eus Kebek)
http://www.odyssee.net/~jfcois/anamzer.htm
----------------------------------------------------------------------------
5.2. Pelec'h kavout ur roll raganvioů breizhat ?
War ar WEB, sellit ouzh an URL:
http://www.cybercom.fr/~heme/prenoms.html
Pe c'hoazh:
http://www.utbm.fr/les.personnes/thierry.vignaud/galleg/nms-prns/nms-prns.htm