Marsel, penaos oc'h deuet da vezañ kaner ? Soñj 'peus ?
Se oa roet din dija pa oan ganet, marc'had. Pa oan bihan e kanen traoù
bihan peogwir 'm eus klevet kanañ gant ma zud, gant ma zad, gant ma
breudeur, ma c'hoarezed peogwir e oan-me an hini yaoankañ. Aze oa tud
yaouank dija ha me 'oa bihan c'hoazh. Setu e plije din kanañ met war-
lerc'h se on bet deuet da ganañ kanaouennoù gallek peogwir e oa deuet
un tamm bihan da vout kollet ar c'han-ha-diskan hag an traoù. Deuet zo
bet, e-pad ar brezel, 'm eus soñj 'veze graet aze, ba'r feurmioù ba'n
traoñ, aze, baloù 'oa ket droed d'ober 'ba' kêr hag a veze graet ba'r
c'hampagn hag e veze kanet brezhoneg. Yaouank 'oan c'hoazh met klevet
'raen tammoù. War-lerc'h se zo bet un troc'h setu ne veze kanet ken
nemet 'barzh an euredoù. Setu se 'oa chomet un tu bennak war ma
c'hroc'hen, 'vel 'vez lâret... Met kanañ 'raen kanaouennoù gallek hag
em eus ankoue'et 'nezho tout bremañ. Ur wech adkroget gant ar festoù-
noz ne ouien ket kalz a dra. Maleürusamant ma zad 'oa aet kuit 'benn
neuze hag em bije gallet deskiñ kalz gantañ. N'en doa ket ur vouezh
kaer-kaer met gouzout a rae ur bern traoù. Bar' ma familh 'm eus soñj
bezañ klevet ma moerebed o kanañ, e brezhoneg, sur-mat, peogwir ne
ouient ket kalz a c'halleg. N'em eus ket desket kazimant nemet gantañ.
Hag ur gontadenn bennak rak diouzh noz 'veze kontadennoù, pa vijemp
tro-dro d'an tan. Aze 'tesken. Ma 'mije klevet 'nehi gantañ e vijen
gouest da gontañ 'nezhi an deiz war-lerc'h. Ha pa 'z eo kroget ar
festoù-noz e oant tout war ma lerc'h ' krog da glask ha da zeskiñ. Ha
'm eus desket kalz 'nezho gant ar re gozh. 'Oa ket mekanikoù ganin
'vel zo ganeoc'h, hudu. Ne oa ket kanaouennoù skrivet ganto. Dre ar
penn e oan oblijet da zeskiñ, 'giz-se.
Pevare ho peus kanet ba' ur fest-noz eus ar seurt a zo bremañ ?
Ba' Laruen. Met kanet em boa a-raok ba' ur pezh-c'hoari, ba'r bloavezh
57, ur pezh-c'hoari e oa sañset bezañ kanet ur dañs ba' ennañ, un dañs
plinn. Setu me 'oa bet choazet, gant un' all, da ganañ 'nezhi. Met ar
fest-noz kentañ e oa ba' Laruen, ba'r bloavezh 58. Aze 'oa kroget an
traoù hag ar bloaz goude, 'soñj din, 'moa graet ba' Tremargad, ba'
Mael,... O, marteze pas dek fest-noz ba'r bloaz met tost. Hag an traoù
'oa bet aet war greskiñ goude.
Petra zo cheñchet ba' bed ar festoù-noz, en ur ober hanter-kant
vloaz ?
Kalz a draoù. Bout 'ra c'hoazh festoù-noz bihan a zo hañval un tamm
eus ar pezh 'veze graet d'ar c'houlz-se. Met ar festoù-noz bras
n'euint ket kalz a dra da welet ken gant ar pezh a veze graet d'ar
c'houlz-se. Ba'r bloavezh 58, dija, ba ' Laruen e-giz ba' Poullaouen,
e-lec'h ma oan bet kaset gant Jorj Kadoudal hag Etienne Rivoalen, gant
un tamm otokarr, e veze graet ar memes tra. Graet 'veze div pe deir
dañs hag e veze kanet ur ganaouenn a-boz, 'vel 'vez lâret, ur melodie
pe div, hag adkroget an dañs, ha teir-peder dañs... Hag ar fest-noz
'vije graet 'giz-se.
Hag ar " vicher " kaner zo cheñchet ivez pe n'eo ket ?
Ben ya, 'vel 'lâren deoc'h. Me 'm eus desket tout dre benn. Padal,
bremañ pa teskan, peogwir e plij din deskiñ c'hoazh, em eus anezho
enregistret... Bremañ, gant ar re yaouank, kalz ne ouzont ket
brezhoneg ha traoù a zo er c'hanaouennoù ha na gomprenont ket.. Desket
neuint brezhoneg, kalz 'nezho, war al levr. Met 'maez ul levr 'vez
lâret kalz a draoù. Se zo kaoz 'vez ret o'r stajoù pe kentelioù. Neuze
'tiskontj'nt 'vel 'hin' zo teskiñ dezho. Kistion gwechall pep hani
'noa e vod ha pe glever ur c'haner e oarer, apeupre, eus pelec'h 'tae.
Eus e gomzoù, penaos e tistage e gomzoù... Se 'zo kaoz, pe teskan
kanaouennoù de', bet kanet gant kanerien eus ar vro plinn, e lâran
de', mar gallont o'r, lâr' 'giz-se.
Peseurt ali a rofesc'h da dud yaouank o deus c'hoant mont war ar
vicher ?
Dija, ar brezhoneg. Ma oaront ar brezhoneg, zo dija hanter. Ma eo ret
dezkiñ ar brezhoneg ha deskiñ kanañ war un dro eo stert. Ne c'houlfen
ket bout ba' o flas. Stert eo. Met bout zo hiniennoù a zo bet aze,
hañ, gwir eo, ha labour zo. Bez' zo tud, hudu an deiz, hag a arri gant
kalz a boan. Merit 'neuint.
Cheñchet eo ar c'hanaouennoù. Berroc'h int ?
Bez 'zo kanaouennoù a-boz ha reoù all evit an dañs. A-wechoù int re
hir. An dud n'int ket kad da zañsal fisel, memes plinn, e-pad tout ar
ganaouenn, memestra.Met gwelet 'm eus bet ober un troc'h, ober ur pezh
eus ur ganaouenn war un ton kentañ, bal 'ba' 'r c'hreiz, hag ober ar
fin eus ar ganaouenn war un ton all. N'eo ket difennet o'r se, 'blam'
da ganañ tout ar ganaouenn.
Nebeutoc'h a dud 'vez bremañ ba'r festoù-noz. Penaos e komprenit an
dra-se, c'hwi ?
Ur rezon zo d'an dra-se. N'eo ket re vrav da lâret met ne blija ket
din disput den ebet met, ba' ma soñj, zo deuet festoù-noz ha ne vez
ket goulet trawalc'h a ganerien, trawalc'h a sonerien a-goubladoù, ha
n'on ket a-enep deus strolladoù met, 'benn goulenn ur strollad, e
koust ker. Hag ar bourkoù bihan, hag ar salioù bihan, n'int ket kap
d'o'r ur fest-noz, 'vel 'vez graet, gant daou strollad, pe tri 'ba'
darne'... N'int ket kap d'o'r. Peogwir neuint ur sal da serriñ daou
c'hant hanter a dud. N'eus ket moaien da baeo ar strolladoù d'o'r ur
fest-noz.
Peseurt mod e vo ar festoù-noz 'benn pemp bloaz pe 'benn dek vloaz ?
N'em eus ket c'hoant da soñjal kar, ma vije bet goulet ganin, ugent
vloaz 'zo, peseurt mod e vefe aet an traoù bremañ, 'mijen bet en em
drompet.ha se zo kaoz n'houlan ket respont re bell. Me 'soñj, ma vije
bet gallet o'r, met n'eo ket me 'gomando se, zo ezhomm eus an daou.
Festoù-noz bras ba' salioù bras, 'vel e Boulvriag zo moaien de' o'r
festoù-noz gant strolladoù ha parrozioù bihan, ma vije bet moaien
d'o'r se, ma vije deuet an dud. Met ar re yaouank a blij de', a gav
gwelloc'h mont d'ar festoù-noz e-lec'h zo strolladoù. Me 'gav din oa
ezhomm da zerc'hel ar festoù-noz ba' parrezioù bihan ha ba' salioù
bihan kar memes ar re a zo 'ba' strolladoù 'faota dezho disoñjal int
deuet eus aze. Ma int ba' strolladoù, hudu an deiz, ma reont muzik, ha
n'eo ket difennet o'r, eo peogwir zo bet eus ar c'han-ha-diskan ha
deus ar sonerien en koubladoù. Deus aze int deuet.
Peseurt kanerien a blij deoc'h ar muiañ tout, 'touez ar re a gan hiriv
an deiz ?
'Ba' bro plinn zo kanerien mat, ba ' bro fisel zo ivez ha ba' bro 'r
gavotenn. Kanerien mat zo un tamm partout ha se. An dud 'n eus
tendance da lâret " 'Ba' bro-plinn zo sonerien tre" met ba' bro 'r
gavotenn vo lâret " Ar gavotenn eo mestr, kwa". Kanerien vat zo
partout ha memes e-touez an dud yaouank, hudu an deiz... 'Lâran ket
int tout, met e-touez ar re gozh ne oant ket tout, ivez. A bep seurt e
oe. Met ba' re yaouank zo kanerien vat... Plijadur 'mez kle'et 'ne'.
Pet fest-noz ar bloaz a gemerit perzh ba 'enno ?
A bep seurt 'zo. Nebeutoc'h zo bremañ met bez 'm eus bet graet kalz,
sur a-walc'h. Bez' 'm eus graet, da lâret eo, a-wechoù 'oa ral ar sun
'moa ket hini 'bet, met ba' kalz 'ne' 'vije div, ha 'ba'n hañv, ba '
miz Est, a-wechoù 'vije teir. 'Ba' bloavezh 76 'm boa bet 6 diouzhtu-
kaer, ba' sun hanter-Eost.
Petra eo an eñvor gwellañ a zalc'hit eus tout ar festoù-noz-se ?
'Ba' festoù-noz 'm eus bet an'e'et tud, d'ober konesañs gante hag a zo
chomet mignoned din goude.
Peseurt kentel 'peus tennet eus hanter-kant vloaz kanañ ?
Da gentañ tout 'kanen 'vel c'hallen. Peogwir 'moa ket bet re-holl
mizer kanañ plinn met pa oa kistion din, pa veze lâret " Ne c'helli
ket kanañ plinn 'pad 'noz ? Ret eo o'r traoù all..." Pa oan aet da
ganañ fisel 'm eus bet mizer kanañ fisel. Pa gave din kanen mat e
kanen tonioù fisel, pe zoken kanaouennoù eus bro fisel, e kanen 'ne'
stumm plinn. Setu eo bet ret din deskiñ petra 'oa ar stumm fisel. Ha
war-lerc'h eo bet ret din deskiñ petra 'oa ar stumm gavotenn, petra
'oa an traoù. Ha bremañ, 'ba' r bloavezh pe'r ha pe'r-ugent, aze 'oa
bet bet deuet kalz a draoù pa oa bet deuet Mitterrand, pa vije deuet
un' all 'mije lâret mem mod. Aze eo bet graet radio-où, 'oa bet roet
subventioù evit deskiñ tud da gano hag e oa bet graet stajoù 'ba' Bro-
Dreger, 'ba' Plistin, hag e oa bet goulet ganin ober ur staj gant Eric
Marchand. Setu 'oan nec'het 'walc'h d'o'r ur staj. Biskoazh 'moa
klevet komz eus vize graet stajoù ha deus vize desket d'ar re all. Pep
hani 'deske 'n om selaou. Hag aboa, sur mat, 'm eus graet kalz stajoù,
kalz a gentelioù, hag 'n um glevet ar re all ' kano, 'n um gonto
gante, 'm eus disket kalz a draoù. N'eo ket c'hoazh 'm eus desket
kanaouennoù met desket 'm eus ar stumm, ar cheñch stumm, hag a bep
sort tra kar, gant un den, goude a gavo deoc'h " O hesse ne gan ket
koulz 'vel hemañ " Met bez 'zeus un dra bennak 'ba e gan ' c'heller
mirout.Tout an dud 'neus un dra bennak vat ba' 'pezh a ra. Ha, 'n ur
o'r un tamm eus unan hag un tamm eus un' all, hag o soñjal ho-kun ha
pas diskiñ 'memes mod da dout an dud, marsen, kar tout an dud ne
zeskont ket 'ba' r memes tra. Da gomañs 'oan ket kap d'o'r se met
kement a dud am eus selaouet ha klevet ha disket de', zo daet din da
gompren eo ret ka't ur stumm, pas 'vit pop den met ret eo cheñch stumm
gant serten re.
Setu en deus Marsel Guillou e stumm dezhañ e-unan ?
A gav din, ya. Met n'on ket ma-un' ken. Deuet 'zo kalz d'o'r 'ne'hañ,
apeupre, met lâret de': " N'oc'h ket oblijet da ganañ 'vel 'ran-me."
'Wechoù 'faota ket o'r tre 'vel un' all kar ma rit ba' ho stumm ho-
kun' ma'tre' eo gwelloc'h. Ret eo labourat ha selaou.
Pehani eo ar ganaouenn 'neus bet plijet deoc'h ar muiañ tout ?
'Zhpenn un' 'at. Met un' ga'en brav kano hag em eus kanet gant Yann-
Fañch a oa " Konskried Logivi" met kalz re all ivez kar ar re na
blijent ket din 'm eus ket disket 'ne'. Se... Ur ganaouenn hag a blij
din, se, ur wech kle'et 'nei div pe deier gwech, 'oa trawalc'h. Pa oa
komañset ar festoù-noz, pa gleven ar re gozh 'kano, e lâren " Tiens,
c'hoant 'm eus deskiñ se". Klask a raen gouzout pelec'h ez aent da
gano ar wech war-lerc'h, marsen 'benn ur miz pe marsen 'benn teir sun,
'om ga'en eno da adselaou. Ha, 'benn 'mije kle'et teir gwech, 'benn
neuze 'mije disket. Met ' re 'blijent ket din 'm eus ket desket 'ne'
gwech ebet.
Neuze, p'emaoc'h daou, e rankec'h bezañ plijet gant ar memes traoù ?
Ya. Yann-Fañch ha me, zo 'em anve'et 'giz-se. Anve'out 'raen 'ne'hañ.
Kle'et 'raen 'ne'hañ ' kano. Hag e oa bet ur moment, an hani a gane
gantañ oa aet d'an ospital ha peogwir, d'ar c'houlz-se, 'oa an traoù o
treiñ bras 'ba'r festoù-noz, 'moa kle'et lâret Yann-Fañch 'oa libr.
D'ar mare-se ne gane ket gant den ebet. Hag em eus klasket pellgomz
dezhañ. Hag eo bet erruet amañ. Setu, ablamour 'met mont gant 'n oto
deus amañ betak Duod ha nomp kanet 'ba'r fest-noz.
Ha bremañ, petra 'rit eus hoc'h amzer, estreget kanañ ?
'Vel festoù-deiz ha traoù e-giz-se, ya, ya... N'eus ket pell zo oan
bet o kanañ gant Annie Ebrel, 'ba' Boulvriag, 'ba' ur pred. Tud hag o
doa graet ur pred familh hag o neuint c'hoant vize bet kanet ha dañset
un tamm bennak ha m'on bet.
Petra a rit eus hoc'h amzer pa ne ganit ket ?
'Hend-all ve'en 'ba' gêr, amañ, do'r un dra bennak, memestra. Sikour a
ran peogwir, ma c'hoar ne ra ket kalz a dra ken.... Ha graet e vez war-
dro al lapined, ar yer, tri penn-deñved, div annoar, mont d'ar park,
lakaat un tamm boued de', un tamm boued d'al lapined. Hesse eo ma
labour deus beure.
Peseurt pladenn a yafe ganeoc'h war un enezenn didud ?
O... Ma yafe ur bladenn ganin em bije c'hoant kas div, div pe deir...
Unan bennak gant Yann-Fañch, pe Yann-Fañch hag Erik, un dra bennak eus
kanerien an dro evel ar c'hoarezed Goadeg, ar re 'm eus bet anve'et,
ar vreudeur Morvan, tud e-giz-se, kwa. Memes ma 'm bije bet anezhi 'm
bije kaset pladenn Manu Kerjean. Manu Kerjean 'n 'eus desket din kano
fisel.
Ha gant piv ho pije c'hoant bezañ bac'het en ur saverez e-pad un eur ?
'Vit paotr 'm bije c'hoant bez' gant Daniel Fulup, ur c'haner, a Sant-
Konan, gwechall.
Gant piv ho pije c'hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?
O, se 'oaran ket. C'hoant 'mije bez' mont e ouzhpenn un', kwa. Nann,
'm eus ket un' da choaz...
En ur ribourzherez emaoc'h. Kinniget e vez deoc'h dibab ho kantved ha
ho lec'h bevañ. Petra a zibabit ?
Beta bremañ 'm eus ket bet met aon 'm eus ar pezh zo o tont. Me 'gav
din 'mije bet c'hoant d'avañs', o met pas kalz kar gwechall gozh 'oa
kalz a draoù vat met mizer 'oa war an douar ha 'm eus ket c'hoant da
dremen 'pezh 'n 'eus graet ma zad. O, me gav din ma amzer-bremañ n'eo
ket bet gwall fall met ma vijen bet ganet dek pe ugent 'vloaz a-raok
'oa mat, memestra.
Ba' Krec'h Morvan atav ?
Ya, peogwir on ganet amañ met, sur a-walc'h, 'met ha kaset da vervel
'lec'h all e varvin amañ. Ba' me desir din em eus c'hoant da vervel
amañ.
Piv eo an den en deus roet deoc'h ar c'hentelioù pouezusañ evit ren ho
puhez ?
Ma zud, ya. 'Hend-all n'eus ket bet kalz a dra da reiñ din peogwir pa
oan lakaet war an douar 'oan ket re eürus. N'eus ket bet gallet ober
kalz a dra 'viton. Kazi oblijet a-walc'h on bet d'en em zebrouillan
'vel a c'hallen gant ma zud.
Dont a ra ur voudig da ginnig deoc'h sevel un het. Pehani
'c'houlennfec'h diganti ?
'Vit an dud all 'mije bet c'hoant 'ay an traoù pell 'walc'h. N'eo ket
brav derc'hel ane' war o giz, met un tamm. Bevañ 'vel ma vize graet
bremañ zo tregont vloaz 'zo. Harz' an traoù dont re bell. Hudu an deiz
n'eo ket brav ret eo choaz petra da zebriñ. Gwechall oa boued diwar ar
maez, diwar ar feurm ha 'oa ket kement a dud klañv 'vel zo bremañ.
C'hoant 'mije bet d'aretiñ ar progrès, d'ar bihanañ ha ma'treze, ma
vefe bet gallet, addegas serten traoù.
Petra eo bravañ ijinadenn mab-den ?
Bez' zo kalz kar bez' nomp mizer war gomañs, ma 'peus c'hoant. D'am
soñj 'pezh zo bet graet eus gwechall eo an deskadurezh.Reiñ
deskadurezh d'an dud, roiñ de' da skrivañ ha da lenn.
Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d'ar vugale yaouank, hiziv an
deiz ?
Dija b'an oad-se int ba'r skol, arri da zeskiñ. Bout onest 'keñver ar
re all. Pas o'r droug. Esa' gounit o buhez hep o'r droug d'ar re all
evit o'r vad deoc'h ho-un'. Nonpas selaou ma welont re kaletoc'h
'vite, o troiñ ne' war an hent fall. 'Faot ket heuilh' an dud-se.
Soñjal deskiñ ar vicher evit labourat hag heuilh' 'ne'hi, 'vel 'lâre
're gozh, " An hani 'rae un hent eeun a gave 'ne'hañ eeun."
Peseurt micher ho pije bet c'hoant ober ha n'ho peus ket graet ?
'Ma ket kalz da choaz peogwir 'moa ur gweled fall met, 'ba' ma soñj,
ma 'mije ket graet ar vicher labourer-douar 'mije bet daou pe dri
c'hoant, peogwir 'moa ur memor mat, 'vijen bet kontant, n'eo ket
'blamour da se met 'blamour da deskiñ d'ar re all, 'vijen bet kontant
da vezañ skolaer, pe muzisian.
Peseurt donezon ho pije bet c'hoant kaout ?
O, kalz, sur 'walc'h. Kalz 'vanka din met ret eo din o'r gant ar pezh
'm eus. 'M eus ket c'hoant da gâd re all. Ober a ran gant ma re, kwa.
Petra a zo en ho kerzh, un dra didalvoud oc'h tomm-tre outañ, ha na
rofec'h da zen, e mod ebet ?
'M eus ket traoù da gu'ho. Me 'm eus ket ku'het traoù eus an dud,
gwech ebet. Dija gant ar vicher a ran e lâran tout a pezh a oaran.
C'hoant ho pije kas ul lizher klemm d'un den resis. Da biv e kasfec'h
anezhañ ha perak 'ta ?
Bremañ ? 'Ba' r mare-mañ... Bez' zo tud all araokañ ha n'euint ket
plijet tout din, eu'. Me 'mije bet c'hoant kas anezhañ da Sarkozy, 'n
ul lâret de'hañ pas derc'hel kas tout an traoù eus Breizh kar n'eo 'n
ur o'r 'giz-se e teuzio ar chomaj.
Hag ul lizher gourchemennoù ?
Se oa moaien din da soñjal met tapout a rit a'non berr.
Petra a zo, er bed tro-dro deoc'h, ha ne gomprenit ket hag ho pije
c'hoant e vefe displeget deoc'h ?
Kalz a draoù ne gomprenan ket met...bon.. Petra 'gavfen ?
Petra a blij deoc'h debriñ?
Bara mat. Ha debriñ traoù, muiañ ma c'hallan, traoù deus ar gêr, ya.
Kig, patatez, tout al legumajoù daet eus ar gêr. Deus ar gêr, amañ, pe
deus kêr an dud all, tud ar vro. Debriñ traoù eus ar vro.
M'ho pije da grogiñ en-dro gant ho puhez, petra 'pije c'hoant da
cheñch ?
'Oaran ket. 'M eus ket c'hoant mont da vevo 'ba' ur gêr vras peogwir,
pe 'c'h an..., 'benn 'm bez tremenet tri pe be'ar devezh ' ve'en gant
ar soñj dont d'ar gêr. Met, 'vel lâran dac'h, ma 'mije bet 'pezh 'm
eus ket bet, matre'ze 'mije choazet d'o'r un dra bennak all met 'oan
ket kad d'o'r. Met 'm eus ket klasket soñjal 'pezh 'oan ket kad
d'o'r.
Deus petra vo stag anv Marsel Gwilhous er bloavezhioù da zont ?
'Pezh a ran ar muiañ bremañ eo esaeañ lakaat ar re all d'o'r 'r
gwellañ ma c'hallont. Se 'ran muioc'h-mui. Evit ar momant 'm eus ket
preparet mann 'bet 'viton. Matre'zen ' tay.' Ma tay ur soñj din.
Da beseurt goulenn ho pije c'hoant da respont " Ya ! " ?
Goulenn ganin ha kontant 'vefen bet 'yefen da welet ac'hanoc'h, un
deiz bennaket, a lâran Ya!