Dek vloaz 'zo e ra ar PACS e reuz en hor bro.
degas a ran da sonj e oa bet diazezet da reiń un diskoulm lezennel arbennik
evit an dud heńvelrev a veve a-gevret.
berzet e oa, hag ez eo c'hoazh -digmprenadus-naet eo evidon- d'an dud eus an
hevelep familh, breudeur ha c'hoarezed da skouer, dizimez hag a vev dindan
an hevelep toenn "evel breudeur ha c'hoarezed" eta, evit abegoů a-bouez bras
: ar gozhni, unan a zo ampechet, pe re baour hag all... Nann e Frans evit
kaout ur Pacs e ranker Orgediń.
An disoc'h a gement-se a zo drastus :
- nebeut-tre a bacsoů henvelreverion (se a laka da sonjal e lezenn Veil a oa
sanset rein un diskoulm d'an diforc'hań-bugale...) ;
- un digresk spouronus eus niver an euredoů sivil ;
- ouzhpenn an hanter eus ar vugale a vez ganet bremań er-maez an eured sivil
;
- an henvelrevourion a c'houlenn breman advaban bugale ("étape suivante",
kwa..)
- an hini gwanań eus ar c'houplad pacset n'eo ket gwarezet gant ar
c'hevrat-se o vezań ma c'hell bezań torret bremań souden : penoas bezan
seder ma n'eus ket ganeoc'h ur plas labour asur , penaos kaout bugale
niverus en degouezh-se, perak e rank ar gevredigezh harpan an dud pacset
kement hag an dud dimezet p'eman ar re gentań o tistrujan ar gevredigezh
gant binim an hiniennouriezh ?
TG
--
Petra emaout o vont d'ober evit ar brezhoneg hiziv ?
http://kannadig.chez-alice.fr