PB, AFB/EKB, MFB, PF (Bretagne)...
Quel est leur poids, leur nombre d´adhérents, leur positionnement par
rapport à l´axe indépendantisme-autonomisme-régionalisme ? Et leur
position par rapport aux prochaines élections européennes?
Sur Soc.culture.breton, quelquún est-il adhérent d´une de ces formations?
Trugarez en a-raok.
---
A galon
H.
--
Petra emaout o vont d'ober evit ar brezhoneg hiziv ?
http://kannadig.chez-alice.fr
"Hael" <ha...@oranjez.bzh> a écrit dans le message de news:
497a196f$0$18391$ba4a...@news.orange.fr...
> Emglev Kevredel Breizh a zo ur strolladig biahn, lakaomp 40 a dud. Ur spered
> digor ha spiswel d'am sonj, dreist-holl a drugarez d'ur
> brezhoneger/prederour brudet a zo e-barzh.
Trugarez Tepod. Piv eo hennezh? C´hwi hoh-unan marteze?
A galon
H.
Nann, Tepod 'zo gouest da zaspugn betek ur vouezh hag hanter-kant :-)
p.
N´eo ket sur e vefe gouest EKB da ober gwelloc´h. Met gant ar respont-se
n´on ket avańsetoc´h.
H.
--
Petra emaout o vont d'ober evit ar brezhoneg hiziv ?
http://kannadig.chez-alice.fr
"Hael" <ha...@oranjez.bzh> a écrit dans le message de news:
497a2716$0$9421$ba4a...@news.orange.fr...
Ma. Perak ´ta e chom kalzig fazioů el lec'hienn ma kontont gant hevelep
brezhoneger?
> Eus ur strollad brogarour taer ez eus ezhomm : fraezh en e gomzoů, taer en e
> oberoů, sklaer en e benngadouriezh, na ruz na gwenn, breizhad da
> gentań-penn.
Adsav-PPB??
---
H.
"Hael" <ha...@oranjez.bzh> a écrit dans le message de news:
497a3669$0$9392$ba4a...@news.orange.fr...
> T. Gwilhmod a écrit :
>> Fanch Kerrain an hini eo, met n'emań ket e penn.
>
> Ma. Perak ´ta e chom kalzig fazioů el lec'hienn ma kontont gant hevelep
> brezhoneger?
Ne bled ket gant se : ar sekretour a zo un den a youl vat hag a zo o teskiń
ar yezh. Sell ouzh brezhoneg Oisin pe Broc war SCB : hini EKB a zo un tamm
mat gwelloc'h evelkent. Gwir eo ez eus aze ur gudenn. Setu aze perak ez a an
dud war ar galleg, pergen e Diwan : an holl emvodoů skol a vez e galleg da
skouer... Gwelloc'h brezhoneg fall eget galleg d'am sonj. Pezh a gont eo ar
spered. Goude se e c'heller gwellaat atav.
>
>> Eus ur strollad brogarour taer ez eus ezhomm : fraezh en e gomzoů, taer
>> en e oberoů, sklaer en e benngadouriezh, na ruz na gwenn, breizhad da
>> gentań-penn.
>
> Adsav-PPB??
>
Ur strollad galleger eo ivez, daoust ma kaver Peder fajennad brezhoneg madik
a-walc'h en o c'helaouenn bremań. Evidon-me ho broadelouriezh a zo gwirion ;
war ar benngadouriezh e c'heller breutaat atav ; daoust ha klotań a ra o
spered gant linenn istorel Breizh , he yezh ha tro-spered ar vretoned ?
Gouest-mat int da aozań manifestadegoů sioul gant e leizh a vanieloů kaer,
met, evel ar strolladoů all, ne reont ket al liamm gant gwirvoud ar
gevredigezh e Breizh, ha pergen gant hini ar armerzh. Evit ober politikerezh
e ranker kaout moneiz. Mod all e treuzvever, ha ne gas da neblec'h. XG a
ouie se da vihanań. Fouere ivez pa oa aet e darempred gant va familh e pad
ar brezel. Moneiz ha tud kadarn. eus an daou ez eus diouer e Breizh. Annat a
walc'h eo war SCB.
TG
> ---
> H.
Gwelloc'h brezhoneg fall eget galleg d'am sonj.
Gwelloc´h pa hell an dud eskemmań mennozhioů kenetrezo, gwell a se ma
implijont ur yezh kaer. Met gwir eo arabat gortoz bezań gouest da gelenn
brezhoneg a-raok en em lańsań da skrivań.
H.
> EKB a zo tre a-du gant ar gevangevreadelouriezh [...]
E berr gomzoů
PB: n´eo ket gwall-oberiant war dachenn ar brezhoneg ha n´eo ket
gwall-sklaer e-keńver an disrannań/emrenerezh.
EKB : dister e bouez met reiń a ra e blas d´ar brezhoneg
MFB : dister ha divrezhoneg
PF: diaes da houzout pehini eo e bouez e Breizh met digor eo d'ar yezhoů
rannvro war a seblant
UDB ha Adsav a anavezomp gant o foentoů mad ha fall...
A galon
H.
UDB : strollad kleizelour a ya endro dreist-holl e galleg, a c'hoari kartenn
an enebadur Kleiz-dehou, p'emań an hanter eus ar Vretoned , mui pe vui eus
an tu kontrol. Ar vrogarouriezh, evito, a zo un dachenn emgann evel re all
da lakaat "stroum ar renkadoů" da vont war-raok, betek an "Endervezh
Vras"... Er c'hontrol, din-me ez eo ar vrogarantez un dra a zo boutin d'an
holl vretoned, un elfenn a unvaniezh ha n'eo ket a eneberezh, ur garantez
gwriziennet en douar-mań, ur garantez a zeu ivez eus red an Istor, eus ar
gwrizioů kristen ivez...
ADSAV : strollad broadelour taer, skritellet eus an tu dehou pellań, a
damaller dezhań c'hoari war ar gasoni, an aon rak an estren. unan eus
mamennoů pennań o brogarantez a zo liammet gant Istor Breizh tremenet, hag
ivez ar gwrizioů kristen ha "drouizel"-kelt, un dra a seblant din gwall
zispis.
Disonjet peus :
EBB Emsav Broadelour Breizh : strollad unyezhek brezhonek e yezh, gant ur
spered begennelour (yezh uhel a-walc'h), hęr da ESB ar bloavezhioů '70 evit
un darn.
>
> A galon
>
> H.
> UDB : strollad kleizelour a ya endro dreist-holl e galleg, a c'hoari kartenn
> an enebadur Kleiz-dehou, p'emañ an hanter eus ar Vretoned , mui pe vui eus
> an tu kontrol. Ar vrogarouriezh, evito, a zo un dachenn emgann evel re all
> da lakaat "stroum ar renkadoù" da vont war-raok, betek an "Endervezh
> Vras"...
Ankouet 'peus, nompas prenañ bara, met lavarout e vez kustum tud an UDB
debriñ bugale vihan ha fourañ an eil gant egile bep daou vloaz da vare o
c'hendalc'h :-)
p.
> UDB : strollad kleizelour a ya endro dreist-holl e galleg, a c'hoari kartenn
> an enebadur Kleiz-dehou, p'emañ an hanter eus ar Vretoned , mui pe vui eus
> an tu kontrol. Ar vrogarouriezh, evito, a zo un dachenn emgann evel re all
> da lakaat "stroum ar renkadoù" da vont war-raok, betek an "Endervezh
> Vras"...
Ankouet 'peus, nompas prenañ bara, met lavarout e vez kustum tud an UDB
Da gentañ "kustum" ne vez ket implijet gant ar stumm boaz.
Da eil addeskit penaos implijout "nompas"
Da drede, perak bezañ ken droug gant Tepod?
H.
> Da gentañ "kustum" ne vez ket implijet gant ar stumm boaz.
Kontañ 'rez ma fazioù brezhoneg ? N'on ket echu gant da re !
> Da eil addeskit penaos implijout "nompas"
Tss, tss...
> Da drede, perak bezañ ken droug gant Tepod?
Un istor a garantez etrezomp. Re nevez out-te amañ vit kompren. Dont a
ra buan memestra ;-)
p.
Krogit ´ta bepred!
>
>> Da eil addeskit penaos implijout "nompas"
>
> Tss, tss...
Pe tzh tzh?
>
>> Da drede, perak bezañ ken droug gant Tepod?
>
> Un istor a garantez etrezomp. Re nevez out-te amañ vit kompren. Dont a
> ra buan memestra ;-)
Petra 'teu buan?
H.