da skignañ kash
Fest-noz bras-abominab' tro-dro d'an tantad !
Ac'hanta tout 'n dud !
Komeret ur skaoñv hag azezet, digoret bras o taoulagad, ha merket en o ajenda :
D'an 20 ha d'an 21 a viz Even vo friko bras, dañs ha kan 'barzh en Bro-Dreger, 'ba TREGROM (sellet deus ar gartenn stag)
*Programm : Kampiñ trankil en ul
lec'h simpa, evañ boc'h asambles, c'hoari (daou pe dri), mont da neuñvial, fest-noz 'bras evit Gouel Yann tro dro d'an tantad... Ha pezh po c'hoant d'ober !
*********************************************************************************************************
=> Bet eo kazetenn YA da welet an aozerien 'benn
sevel nebeud goulennoù dezhe ha resisaat ar machin... evitoc'h tonight !
Ya : deus pelec'h 'ta eo difloupet ar soñj-se ?
Aozerien : C'ha ! Ma peus c'hoant meump kavet ul lec'h simpa ac'he, 'ba Tregrom, ha soñjet meump ober un tamm fest koa. Un c'hozh ti 'zo, hag un tamm tachenn brav. Arriet omp ugent la ivez, ha c'hoant meump da lidañ-se a stroll. Ar fest-se 'zo e anv 20 la tout ar remziad 1991 ! Met ar re all 'zo pedet ivez mome ! Seul vuioc'h vimp, seul welloc'h vo koa !
Ya : Ablamour da betra an
tantad ?
Aozerien : C'ha ! Ma peus c'hoant 'zo kwezhet gwez kostez an ti du-hont e-pad ar goañv, 'blam d'an awel ha d'ar c'hurun. Miret meump ar c'hoad 'n ur soñjal aozañ ur fest-noz tro-dro d'an tantad da vare Gouel Yann (21 a viz even), evel gwechall. 1 pierre = 2 coup koa.
Ya : Div nozvezh vo neuze ?
Aozerien : C'ha ! Ma peus c'hoant vo div nozvezh ya ! D'ar meurzh noz omp 'c'hortoz teufe ur bern tud, evit ar fiesta-noz koa. Met pedet eo an dud da dont adalek al lun ma faot dezhe. Plijusoc'h eo d'ar re 'zo
chom pell dont daou devezh momestra. Ha, boñ, mimp 'zo kontant d'ober ar fest meur a wech ivez koa.
Ya : Digor eo d'an holl ?
Aozerien : C'ha ! Ma peus c'hoant eo digor d'an holl ya ! Evit ar re 'zo en soñ dont 'n eus ket nemet leuniañ ar follenn enskrivañ stag. Da bep hini da gas peadra da evañ, c'hoari, seniñ, redek, pokaat... An aozerien a glasko prientiñ un nebeut traoù momestra koa.
Ya : Reiñ dorn deoc'h 'zo posubl ?
Aozerien : C'ha !
Ma peus c'hoant omp kontant da gaout sikour evel-just !Ar re 'zo chom ba vro, pe ar re deus hon remziad, pe tud all c'hoazh, ma neuint amzer da reiñ dorn demp, n'o deus ket nemet dont e darempred ganeomp sur ! koa.
Ya : Un dedikas bennaket ho peus c'hoant d'ober ?
Aozerien : meump ket ! Kenavo !