Fw: Kamp brezhoneg emren e Plougastell - Gouere 2019

2 views
Skip to first unread message

lena catalan

unread,
Jun 25, 2019, 3:50:30 PM6/25/19
to kejadenn

Devezh mat deoc'h,

Etre ar Meurzh 23 hag al Lun 29 a viz Gouere e vo ur c'hamp brezhonek
emren e Plougastell-Daoulaz. C'hwennat, fardañ boued, pourmen, kaozeal
ha mont d'an aod a vo graet asambles. Ne vo ket graet kentel ebet !

Digor eo d'an holl vrezhonegerien ha d'an holl vrezhonegerezed. Ar
faskourien hag an archerien a chomo er gêr, avat.

Ma 'z oc'h intereset e kavoc'h tout an titouroù amañ :
https://rediwararmaez.home.blog/2019/06/21/kamp-brezhonek-emren-3/
pe dindan ar postel-mañ.

Skrivit da : brez...@riseup.net evit lakaat hoc'h anv.

Ken voc'h gwelet,
Re diwar ar maez

---------------------------------------------------

Glamp ar Feunteun Wenn #3
Ur c’hamp brezhonek emren / 23-29 a viz Gouere 2019

Petra ‘vo graet ?
Bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù.
Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo
boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen.
Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just.
Gant ar stajidi eo ‘vo kinniget an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit
deomp, enta, petra ‘fell deoc’h aozañ.

Penaos ‘vo graet ?
Etre ar Meurzh 23 hag al Lun 29 a viz Suilhet ’vo graet. Gwelloc’h eo ma
c’hellit chom a-hed ar c’hamp, pe tri dervezh d’an nebeutañ.

Ne fell ket deomp e vije ker ar sizhunvezh. Goulennet ‘vo gant pep hini
reiñ 7 euro bennak evit kement devezh ‘vo bet chomet er c’hamp, evit
paeañ ar boued.

Pelec’h e vo ?
War un tiegezh [un ti-feurm, m’ho peus c’hoant] e Plougastell-Daoulaz.
Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc’h
kas ho chas ganeoc’h.
Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc’h. Ma ne
c’hellit ket kampiñ (evit abegoù yec’hed, da skouer), lavarit deomp. Un
disoc’h bennak a vo kavet.

Petra 'zo da c'houzout a-raok dont ?
Digor eo ar c'hamp d'an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha
surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc'hed, tud paour,
heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster
abalamour da liv o c'hroc'hen... Ni fell deomp e vefe an dud-se en o aes
er c'hamp-mañ.

E brezhoneg ‘vo graet tout. Anat deoc’h ne vo amprouenn yezh ebet da
zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c’hoazh), met
dav deoc’h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc’h d’ar galleg…

Me fell din mont ! Penaos ‘ran evit lakaat va anv ?
N’ho peus ken nemet skrivañ ur mail da : brezhoneg [at] riseup.net
(lakaat @ e-lec’h [at]), a-raok ar 15 a viz Suilhet. Displeget ‘vo
deoc’h war-lerc’h pelec’h emañ an tiegezh resis, hag all.
Skrivit d’ar mail-se ivez m’ho peus goulennoù da ober ouzhomp.

Piv omp ?
Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, ha eus pelloc’h ivez.
Lod ac’hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ».
Ur blog hon eus !
https://rediwararmaez.home.blog/


--
https://rediwararmaez.home.blog/
Reply all
Reply to author
Forward
0 new messages