Per DENEZ, trugaré evit an oberenn divent hoc'h eus sevenet evit Breiz.

2 views
Skip to first unread message

Osin

unread,
Aug 1, 2011, 6:01:32 AM8/1/11
to BREIZ AC AR BED
Ar hasser : Houssein al-Najaar, Paris an1/8/2011

Per DENEZ, trugaré evit an oberenn divent hoc'h eus sevenet evit
Breiz.



Embann a ra holl izili Strollad Breiz o gwella gourc'hemennoù da Ber
Denez pa ema o paouez kimiadi diouzhim, goude beza gouestlet e vuhè a-
bez da Vreiz. Da vare ma veze graet al lu da Vreiz ha mez d'ar
Vretoned, abalamour d'o sevenadur, d'o yez ha d'o orin, e oa bet e-
touez ar re o doa adsavet o fennoù evit rei da bobl Vreiz he lorc'h
hag an emskiant a vreizadelez. Kaset en deus ur stourm da benn, gant
nerz ha youl bepred, evit difenn gwirioù Breiz. Trist-meurbet omp pa
n'ema ket ganeomp ken, hogen e vuhè eo hor goanag, e stourm ur skouer
evit an holl Vretoned.

Per Denez, trugarè deoc'h.


Evit Strollad Breizh,
ar presidant,
Yves Pelle


Désabonnement à BretonNews:
http://www.partibreton.org

Ps: Adscrivet em eus ar gemenn se . Lemmet em eus ar faziou a zo graet
gand ar "bzhirion" hac graet em eus ar hemaduriou.

Red eo ober ar hemadur pa scrivom eu gir pe eun ano goudé "da",
n'ouzoun ket peseurt urz a heuill ar "bzhirion" med droug fall scriva
" Da B-Per" ? Theodo ar Heltiec a ra ar hemaduriou abaoe 2 vill blé
d'an nebeuta hac ar re a zsk brezonec a zo desket dezo da ober ar
hemaduriou goudé an "da" n'ouzoun ket piou eo an den diskiant en deus
laret d'an dud n'eo ket ezom ober ar hemadur goude an "da" dirac an
anoiou ? Med an den daonet ne lavaran ket.

Red eo scriva an théod a hèd ha difennet eo berra an théod dre scrid.
Eur fazi a ra an dud pa scrivont ar scridou evel ma vije lennet eun
dra laret.
Reply all
Reply to author
Forward
0 new messages