Osin
unread,Oct 26, 2010, 10:13:32 AM10/26/10Sign in to reply to author
Sign in to forward
You do not have permission to delete messages in this group
Either email addresses are anonymous for this group or you need the view member email addresses permission to view the original message
to DANVEZ BREIZ AC AR BYD
Setu un tract ameux cavet barz eur hazeten e brezounec "bzh" e 1971
coulscoudé ar tract ne oa quet scrivet dré ar "bzh" ac evel sé a
hellom sell penaos ar gwerin a so tost eus é yez uhel a n'o deus quet
scriv eur vrezoneg saotradet gan ar "bzh" pe mesquet gand urzyau
drouc
fall evel lar an dud ne zal qued obair ar hemmaduriau dirac an anoyau
glann.
Ar scrid cynta ameux tennet diwar ar hzetèn a gomz diwar bèn an
tract
evel sé:
Da hynta an titl a so:
BRUDEREZ POLITIQUEL E BREHONEC /
DAOU
DRACT EUS CORN BRO PLOZEVET
A ENEP D'AR BAILH(1)
('1).(me sonj an "h" barz AR BAILH n'en deus netra da well gan ar
saotradur "bzh" med d'am sonj eur rhann an ano eo ar "h" se daoust ar
strafuil en doa graet ar "bzh" en hon fennau.)
An destèn sé a so scrivet dré ar "bzh" adscrivet ameux anezan dré ma
scrid peogwir ne hellan quet varzougén muy ar "bzh".
Ne anavezer quet calz tractau pe scritellau politiquèl e brehonec.
Coulcoudé e tlé beza bed implijed ar yez muioh eged na greder evid
difèn, bruda a taga menozyau... pe tud.
Gan Yann Sohier e oa bed embanned ur mell scritèll "Laha ar
brehonec"
ac a hellèr gweloud ur sceudèn anehi en unan eus niverennau "Breiz
Atao". Brema e vez gwelled a wechau scitellau e brehounec embanned
gan
an U.D.B Un dra vad eo dastum ar scridau a seurt se, ac embann
aneho .
An dau scrid ma a so bed roed dija an destèn aneho var "Varr-Héol" ,
trugaré d'an Autrau Clerg evid se . Cavoud a ra din e vo plijed an
dud
marteze ouz o gweloud dres evel m'int bed mouled a scigned. Setu
aneho
ama eta, luhsceudenned . Unan aneho a oa diverquet varna , gan va
scriverez, al lizerennau a oa deut da veza dihelèn. Gwelet mad e vo
an
taconadur : displega a ran perac ez eus aneza.
An tractau se, anad a walh, a zeu eus corn bro Plozeved , m'eo bed
ar
Bailh , épad n'ouzon ped bloavez , an deputé bruded aneza . Ar
bloavez
a zle beza 1925 aes e vefe da wiria diwar roll ar moueziadegau , n'em
eus quet cémeret ar boan da glasc . An tagadenau a enep d'ar Bailh a
zilez meur a wech tachèn ar menozyau evid dont da veza gwall bersonel
war se n'eus quet bed gwelllaet calz d'an trau da scouèr penaos eo
bed
scrivet "ss" an "s" hir a gavèr e géryau evel plas , gwasa, cosa.
Gan unan eus ma schoolidi e lisé Douarnené, bed o studia brehounec
ganin, Guillamot e ano, e oa bed roet din an dau dract se.
Signet :P.D.
Setu an tract:
an titl a so evel se: AR BAIL(2)
Bouffeur de Curés"
(2) (souesus ! ama var an tract n'eus quet "h" martese a us an "h" a
oa added gan strollad ar "bzh" ? n'ouzon quet)
Vardro teir zun'so ar Bail en deus gret eun discours e Plozeved,
ac
en eur echui e lavaras bouez e bèn : " Ar veleien d'an traon !..Ia,
potreed ! d'an traon ar veleien ! "
Sacré Bail va ! Deut eo couz; neuz memor ebet mui.
Dizonjet en deus penoz, pa varvas he vab coussa, e amzair ar brezèl,
e ieas da gaout Otrou Person Sant Vao e Quempèr da houlèn eun
interramant braz evid he vab...
Dizonjet en deus penos, pa zimeas he vab iaounca, an Otrou Albert, e
houlennas evita digand Otrou Person Caen (Calvados) eun eured a henta
class.
Ah! potred, m'o pije guelet pegèn fier oa ar Bail an de se o vont
d'an iliz " par le bras " gan eun itron chic ! a goudé an eured o
vont, evel ema ar mod, betag ar sacristiri da laquat he zinatur !
Pebeus " poignée de main" a pebeus moushoars dudius d'an Otrou
Person !...
A pa oa badeet plahic bian he vab ! nag oa chichant an tad couz ! An
de se, tout an traou en dro ! An Te Deum, ar music, ar hleier !...
Evit ar Bail eta, deviou zo, ar veleien a so mad, mad tre memes. A
deviou all n'int quet mad da dol d'ar chass !
Eus tud evel ar Bail e ve lavaret e gallec " Des polichinelles ! des
sinistres farceurs!
Oh ! me oar, ar Bail a garfe laquat da gredi n'ema tamm ebet enep ar
relijion. Var he veno, n'ema nemet enep ar veleien. " Ar veleien d'an
traon ! " setu ar pez a lavar.
Mes, drandoue ! ma ve tolet ar veleien d'an traon, ma na ve mui na
person, na curé er parresiou, penoz e ielo ar relijion en dro ? -
Piou, oar, marteze ar Bail ac he glic a sonj cémèr ho flas !...
Ar Bail n'ema quet enep ar relijion ? Allo ta !
Perac neuze, en he journal, en he ziscouriou, ez eus ato cément a
voaperez sot, cément a vlasphemou enep ar relijion, enep hor
c'hisiousantel ?
Perac neuze, goudé be sicouret laerez scolach ar Pont, a seminer
Quemper, en deus graet cément oa en he halloud evid mirout ouz an
Otrou n'Escop pe da fermi pe da brena aneo ? a mirout evelse outan da
zevel beleien evid ma gendalho ar relijion er vro ?
Perav neuzé e boagn cément da virout e ve comzet a zoue d'ar vugale
er schooliou ? da virout ouz ar relijused, o deus coulscoudé ho
examinou, o deus cément a muioh a zescadurez ac a galon eged ar
mistri
school all, da obair school da vugalé ar Gristenien ?
Perac, da zevez reunion vraz ar Gristenien, e Landerne ac e Quemper,
e ieas di da enebi outho e pèn potred an drapo ru, goassa enebourien
ar relijion ?
Perac erfin he vignoned, e Pouldreuzic a tro var dro, a zistribu bep
seurt paperiou udur neus varno nemet blasphemou louz a goaperez
divalo
tre enep cément a so mad a din er relijion ?
N'ema quet ar Bail enep ar relijion ? Boulhurèn, petra'ta e ve red
obair evid be enep ar relijion ?
A n'eo quet tout. Beheller credi eo ar Bail eur franmason.
Neuz quet pell en eur journal e houlener digantan a guir eo pe n'eo
quet e ra euz ar franmasoned, enebourien touet ar relijion.
Ar Bail n'en deus quet respontet. Mes, brema miz so; en deus gret en
he journal brassa meuleudi ar franmasoned...
Eun dra ive so diogel. Er bloa 1919, ar Bail na dlie quet be lezet
da
vont er Gramp. N'en do quet bet moueziou avoalh. Al Lay, a oa, o peus
sonj, var ar memes listen ac ar Bail, en doa bet muioh o vouesiou
eget
hema. Mes al Lay - eur franmason " pur sang " - a lezas he blas gan
ar
Bail.
A houi zonj deoh al Lay en dije bet conje gan ar mistri franmosoned
da rei he blass d'ar Bail ma na vije quet bet hemab franmason
evelden ?...
Ar veleien a ra brezel d'ar Bail, a ve lavaret : Gast ar gurun !
daoust n'eo quet evitho eun dever en em zifen ? ac eun dever sevel ho
mouez evid rei da hout labour al lapous, d'ar Pab, d'an Otrou n'Escop
a d'ar veleien, ar re man a lezo anen tranquil tre...
Ar Bail a garfe rei da gredi penoz ma na ve mui depute, ar Republic,
potred ! a ielo dioustu d'an traon ; al labourien douar ac ar
vicheriourien a ranco beva divar dour a bara zeh ; ne vo mui na
desquadurez na "progrès " ; a neuze e vo laquet eur person da
Brezidant ar Republic, eur person da Brezidant ar Gramp, ac ar hureed
" les vicaires batailleurs " oll da vinistred !!
Sacré " bourreur de cranes !"
Daoust ac ar Bail a gav dezhan
Eo deut sot-magn tud ar vro man ?
Ac int prest da lonca geier
Brassoh eget touriou Quemper ?
Tonner ! n'omp quet chass emichans ? Hi so tud badeet a ni a fell
deomp e ve lezet tranquil ar relijion ac ar veleien.
Abalamour da ze roomp he "retraite" d'an dizoué se en deus gret, a
ra, ac a raio, ceit'vo crohen var he gein, ar brassa drouc d'ar
relijion.
E plass ar Bail cassomp d'ar Gramp eun den goustians a boagno da
laquat ar peoh er vro evid brassa md an oll !
Signet : PAN !