Loeis HERRIEU

1 view
Skip to first unread message

Osin

unread,
Jul 5, 2011, 6:37:56 AM7/5/11
to BREIZ AC AR BED
Paris an 05/07/2011 scrivet gand Houssine al-Najaar.

Setu eur gerig diwar unan eus brasa brezoneger bro Wened Loeis
HERRIEU, n'ouzoun ke perac e oa echu gand gouenn ar re se ? Youan
DREZEN, ABEOZEN(Fanch ELIES).... Ha ne chom nemed tud a ra war
canaouenou soaznec hac a laka ar re yaouanc da veza staget ouz ar
festivaliou e léh ne reont nemed evo evel toullou hac emberr e vint
clan gand krign beo an o evu.


Loeis HERRIEU

D'an 22 a vis Mae diweza(1953) e varve en Alré eur Breton hac eur
c'hristen mad : Loeis HERRIEU d'an oad a 74 vloas, gand eur hrinc beo
en e avu. Eun din diwar ar maès e oa, eur paizant , en em zesket e-
unan hac en em laket da scriva. Sevel a reas eur gazeten evid Bretonis
ar Morbihan "DIHUNAMB" hac e padas ar gazeten sen epad daou ugent
vloas bennac (1905-1944). Ne gouesas en he foull nemed pa renkas Loeis
HERRIEU tehel dious ar gair dirac ar batriotis deuet da glasc hen
laza. Reth e voe deza chom cuzet epad eun toullad misiou gand aoun da
veza lakaet en toullvah.

E di, er Gair-Nevé e Sant-Caradec e kichen an Henbont a voe tennet
kuit diouta al levriou prisius dastumed eno ha drailhet e voe al
levriou se gand ar batriotis... Ne zlee mui Loeis distrein d'e di.

Dal ma oa bet croget Loeis HERRIEU gand a labour evid Breis, e oa en
em lakaet da vont bep sul eus an eil bourc d'egile d'ober
conferensonou ha prezegenou.. Eur blijadur e veze hen clevet, rac eur
coués flour en doa ha coms a rae brezonec cen brao , ma ne scuize ke
an dud ous hen selaou...
Eur blijadur e veze ivé hen clevet o cana....

Embannet en deus c'hoas Loeis HERRIEU peziou c'hoari bihan evel
"Lunedou da lenn", "Kerzit da Baris" .. hac all

E sell e oa ivé da embann e notennou brezel diwarben ar brezel
1914-1918 : "Cambro an Ancou" (an notennou diwarben ar brezel 1914-18
a oa embannet a dammou war "Zihunamb") hac ivé eul leor barzonies :
"Dasson eur Galon".

Unan eus e leoriou caera es eo "Da Hortos Creisnos", contadennou evid
Nos an Nedelec, e memor eus an amsir se ma oa o chom e Caodann, e ty e
dud, ha ma teue an dud d'en em voda endro da Gef an Nedelec da gonta
istoriou a bep seurt da hortos mond d'an offis-hanternos...

E bresonec ar Morbihan es eo scrvet an oll draou se, med n'int ke
diaes tamm ebet da lenn. Ar scritur hepcen a so dishenvel dious hini
ar bresonegou all ... Loeis HERRIEU a oa ganet etre an Orient ha
Kemperle ha yès ar vro sen a so aès tre intent aneza...

Eur breisad hwec e oa Loeis Herrieu, uanan hac a garé e Vro. Unan ha
n'en doa tamm maés ebed o coms théod e Vro.. Eur Hristen mad e oa ivé,
hac unan eus é vugalé a so aet de velec... (Doué d'hen pardono!).

(Tennet eus L'Echo de LANNION 28/11//1953)

PS: Ar scrivadur bresonec implijet am eus anesi ama a so dein.

D'am sonj ma vije nemed dec zen eus rumad ar re o deus savet
"Gwalarn", "Dihunamb", "An Oaled" ganeom ne vije ke gwellet ar
bresonec en eur stad ken spontus indan levezon strolladou ar "BZH" hac
a ra cement reus etre ar vrezonegerion.

N'ouzoun ke ma vije ar gwir vrezonegerion aounus ma vije lahet evel
kement brezonegerion ampart e oant epad ar brezel diweza pe dioustu
goude ?
Marse se so eun displegaden dein perac ne vije ke graet cals traou
diwar ar bresonec .

Spy am eus eun deis bennac ar gwir vrezonegerion e tooro chaden an aon
hac en em distagont eus dictatorlès tud Roasoun Dioiu ha strolladou
anvet ar "nzh".

Eun dra en deus souezet ahanoun epad an emsaverion a so hoarvezet er
broiou arabec an dud a laré " Hon eus torred chaden an aoun ".

Osin

unread,
Jul 5, 2011, 6:56:34 AM7/5/11
to BREIZ AC AR BED
Ewid mond pelloh deuit ous ma blog da :

http://keleier-breiz.blogspot.com/2011/07/loeis-herrieu.html
Reply all
Reply to author
Forward
0 new messages