DISCAR AN ARABED (Rann dau 2)

1 view
Skip to first unread message

Osin

unread,
Aug 17, 2010, 9:14:39 AM8/17/10
to Ethnologies ac théodogies Breiz ac ar Bed
AR BED CELTIEC - MEURZ 1960



ISTOAR DISCAR AN ARABED
(11 ved - 19 ved cantved)

Rann dau 2

Chwechchved pennad hon istor an Arabed


Sicilya

Sicilya, e piaau impalaeriez Vizantyon, a oa bed aloubet gan an
Arabed en 9 ned cantved. Eun gadouren casset eus Tunizya, gan harp eun
amiral bizantat emsavet a enep e impalaer, a zouaras en enezen e 827.
Palermo a voé quemeret e 831 a dibabet da gairben. A ben diwez ar
chantved e ranquas Bizantis en em denna da vad, ac e teuas an enezen
da veza eur rannvro stag ouz Tunizya. Eus Sicilya e casse an Arabed
argadadegau e creisteiz Italya, a cair Roma hech unan a voe darbet
dezi couésa dindan o bely.
Eur brezel a ziabarz a wanaas o galloud. E 1061, an Normaned,
diazezet e creisteiz Italya, a zouaras e Messina. Tregont vloaz goude
e oant mistry var hogozic an holl enezen. D'o zro e voent trechet gan
ar remzyad Hohenstaufen e 1194.
Eur sevenadur islamic scedus meurbet a vleunias e Sicilya, a ne deas
da get nemet pell goude donedigez ar renerion gristen. An Normaned,
dreist holl Roger dau 2 (1130-1154), ac an Alamaned, dreist holl
Frederic dau 2 (1194-1250) , a voe dedenet gan ar sevenadur se, a
badas betec ar 14 vet cantved, o lezel, avad, nebeud a roudau var e
lerch. (Eur goulen a vez graed alies eo perac e comz ar bobl e Sicilya
eur rannyez romanec e lech eur rannyez chresianec pe arabec ? Ar
respont eo e voe adboblet an enezen gan Italyaned eus an hantair noz).

AMAZHYGHYON A BEDOUINED

An Amazhyghyon a so boblansau centa dimeus nort africa. "Numided" a
veze graet aneho gan ar Romaned; eun théod deho o unan o deus anveet
"an amazygh", comzet a ra an amazygh betec brema an oll broyau north
africa da lavard eo: Moroco, Algérya. Beva a reont (an amazhyryon) an
hanternoz Africa : er Sahara, en Algerya, e Moroco. O veza degemeret
relijion vuzulman, ez ejont da heul an Arabed e Spagn. En 11 ved
cantved, och obair o mad eus gwanadur an impalaeriez arabec , e
savjont eun impalaeriez dieub, en em astenas dimeus an Niger betec
aodau ar Mor Gwen Creiteis.
E ceit se , meuriadau Bedouined diazezet e creisteiz Egypt a
aloubas Libya a Tunisya. Ar broyau se a oa bet pinvidic e gre ar
Romaned, gan douarau canouchellet a labouret mad, a cairyay e leiz.
Cendalchet o doa da veza pinvidic dindan an Arabed. Gan ar Vedouined e
voent gwastet a disalbabet, troet, evid eun darn vras, da ouelechyau,
ac ar gouelechyau se a so chomet betec hon deizyau.

TURKED A MONGOLED

Gwasa enebourion an Arabed a dlee dont eus ar retair. E creis Asya,
étré Mor Caspya a Gouelech Goby, da lavarout eo e Turkestan, o doa bet
an Arabed o chenta darempred gan an Durked.
Cen abred ac an 9 ved cantved, e veze degasset en impalaeriez arabec
sclaved a ouenn durc, lesanvet "Mamelouced" pe "Tud perchennet".
Cadourion vad e oant; Implijet e vezent ivé evel melestrourion. Tamm a
tamm e teujont da veza mistry, ac e creis an 13 ved cantved e doa
Caero eur Halif arabec, a oa e garg eur garg a énor hepcen.
En 11 ved cantved, avad, e oa deuet Turked all, gounezet d'ar feiz
islamec, anvet "Seljoukyon" pe "disquennidy Seljouc" ( hema eur pen
brezel brudet). Aloubet o doa Persya, quemeret Bagdad e 1055, trechet
Bizantyon ac ar Fatimyed er chornoc ( ar Fatimyed a oa eur scour
renerion vuzulmanec, disquenidy Fatima, merch ar Proufed, a oa neuze
mistry en Egypt). Donedigez ar Seljoucyed e Palestyna eo a voe
pennabec Brezelyau ar Groaz.
En 13 ved cantved, eus pelloch choaz en Asya, e teuas evel eun dour
beuz aloubadeg eur bobl all , Mongoled. Gan o renair Djengiz Chan
(1162-1227) en o fen o doa tizet Persya. E 1258 edont e Baghdad. Laha
a rejont ar Halif, a terry ar halifeles. Ne dejont quet calz calz
pelloh eged Iraq. Hogen ar ro se, ranned diouzar Chornoc, a voe
rivonet ac a bunechas pell amzair, colled ganti he chenwerz ac var eun
dro he sced sevenadurel.
Er 15 ved cantved e tiwanas ar galloud meur a dleé aotrouniecaat
betec hor chantved ny broyau ar Retair creis(1), galloud ar re a so
stag outo an ano a "Durked" e spered Europis, daoust n'int , da gomz
es striz, nemed "Otomaned". Ar Seljopucied a oa deuet a bèn da chounit
digan Bizantis Anatolya, na oa bet biscoas aloubed gan an Arabed. E
1300, Ousman centa 1 a grouas eur sultanelez e Bitinya. E 1354,
Soulyman centa 1 a dreusé an Dardanellau. Eun darn vras eus ar
Balcanyau a voe gounezet. Cair Vizantion (Cairgustentyn) a gouezas e
1453, da veza anvet Istanboul. A bèn eur chantved goudé e voe gounezet
Sirya, al-Iraq, ragennez arabec, Egypt, Libya, Tynisya, Algérya,
dindan Soulyman dau 2 pe Soulyman Veur (1520-1556).
Divar neuzé e coazas nerz emasten impalaeriez an Otomaned, evel ma
vo gweled er penadau da heul. Hogen an Arabed a oa bet faezet. Ne oant
muy nemet mevelyon an Durked. O religyon a viras choaz levezon, dreist
holl dré ma oa an Durket o unan dalchidy religyon an islam. Renair ar
Vuzulmis a oa Sultan Istanboul. An Turkeg a oa an théod ar Stad. An
emsavyau aozet a varé da varé a enep galloud an Nor dreist ne oant
quet atizet gan choant an Arabed d'an emrenerez, hogen steuet gan
Turket emzispachet ouz o Sultan.

(1) Pez a anvair hiziu 'Retair Creis" a veze anvet peurliesa "Retair
Nesa" betec 1940. Degemeret eo bet an ano "Retair-Creis" da heulya giz
an Americaned. Ny eo a so brema tud ar "Retair-Nesa" !

Eun tammig istor an islam:

Evel hon eus gweled , ganed eo bet Muhamed, lizerair Allah, var dro
570 goudé ar Hrist, e Mecca. N'en doa quet tad pa e oa ganet , maru e
oa é dad épad eur veaj en eur vro pell. Saved e oa ar Proufet gan é
vam Halima e ty é eontr Abd elMoutalib. Abretoh a oa aet ar Proufet da
glasc é varra ac a oa deuet eur houmersant evid eur vaouez anvet Aicha
ac en doa dimezet anezi . E vouez centa he doa pemp bloa var nugent
muyoh egeda. Oad ar proufet e oa pemp var n-ugent ac hy pemp a daou
ugent. Dezrau a rae é profetyau an amzair sé. Goudé maru ar Proufet
disrhannet an islamm an dau school braz: ar Sunyt ac ar Shyyt. Ar
sunnit a so staget ouz ar huran ac lavarou ar proufet coulscoudé ar
shyyt a so staget ouzpenn ar huran a lavarau ar proufet ouz é tyez ac
a sonj deho red eo ar Halif eus Tyez ar Proufet. Detu perac e oa savet
eur stad Fatimid en Egypt. Pa e oa maru ar proufet n'en doa nemet ur
verch anveet Fatima an oll é vugalé o oa maru abretoh.

Paris an 17/08/2010.
Reply all
Reply to author
Forward
0 new messages