Osin
unread,Jul 5, 2011, 3:41:03 AM7/5/11Sign in to reply to author
Sign in to forward
You do not have permission to delete messages in this group
Either email addresses are anonymous for this group or you need the view member email addresses permission to view the original message
to BREIZ AC AR BED
Paris an 05/07/2011 ar scrivagnier Houssine al-Najaar.
Dezrau a ran ma pennaden gan eun hunvre am eus graet eun nos se.
Hunvreet oun em oa dihunet dilun abretoh evel boas, digarret am eus ma
usiater ewid lenn kellou Breiz hac ar bed evel a rann atao. Aet oun
war eur hazetenn brezonec scrivet dre eur brezonec caer ha uhel a
wallah. Da genta lennet am eus eur articl scrivet gan Abeozen a ra é
sonj diwar benn brezel en Afghanistan, pouesus eo é sonj en eur
brezonec uhel en deus displeget deom penaos broyau an Europ n'int ke
nemed breh Stadou-Unanet ahont ha pegen eo paour an Afghanistanis.
Goude am eus lennet eun articl all dindan ano Youan Drezen hac a gomz
diwar ar pés a zo c'hoarvezet gan "DSK" ha penoas eo an den se eur
gwir merhetaer ha goudé Youan Drezen a gomz diwar spered ar
socialisted e Breiz hac e Bro Frans.
Goude am eus lennet meur abn articlou diwar ar redadeg Houarn tro bro
Hall scrivet gan gazeterion brezoneger ampart.
Eur pennad all diwar hlub Brest hac petra eo é ractres ewid saeson
2011-2012.
Pegen caer eo caout an holl celou ar bed a bez ha Breiz scrivet en eur
brezonec yalh ebars ma urziater am oa lavaret er ma hunvre.
Goude me zo aet sellaou eun abadenn casset peb beurré ouz eur radio e
brezonec hep canaouenou saoznec , aman er beurre se e oa calz traoue
war dro seiz eur e oa comzou diwar an tram e Brest ha penaos a ya o
vont antraou ganta, eun den eus ar huzul veur en deus memes eilgeriet
war eeun da houlennou ar sellaouerion a bellgomze ewid lar deza o
goulennou ha o aliou. Goude war dro seiz eur hanter ha hep éhan gan
canaouenou saoznec e oa pedet tud ewid gom diwar dazont ar socialisted
goude ar pés droug fall c'hoarvezet d'an "DSK" , tabut bras a oa etre
ar re a oa ewid mirout "DSK" ebars an dilanedou hac ar re a zo enep.
Ha n'eo ke echu goude dek vinutenn diwar liou an amzer setu eur pennad
diwar ar brezel e Lybia..
Pegen oun bet laouen da gaoud kement danvés e brezonec am eus lavaret
é ma unan.Setu ar brezonec a zo deuet eur gwir theod ingal gan theodou
all ar bed, n'hon eus ke ezom da vont ouz sit "Ouest-France", pe "an
telegramme" pe "Le Monde" pe "ar Figaro" ewid dizoloi ar pés a
c'hoarves ar bed a bez hac e Breiz, tud desket o doa divizet da sevel
léc'hienn keleier ouz ar wiadenn.
Siwaz pa 'm eus dihunet ewid gwir ha digaret ma urziater clevet am eus
eur voues a lar ouz eur radio e brezonec "Setu deuet mis Goueré ne vo
ke abadennou e brezonec epad an hanv , kemer a reom hon goueliou
kenavo bete mis Gwengolo".
Setu penaos e oa graet maez ouz theod ar vretoned.