Red éw lavar ne ya ket mad stad ar brezoneg brema. E bro Scos ez eus
tud galonec o deus graet eun toulad traou evid savetein o yez ar
gaelic. Souezus eo pa welom niverenn scosis hag a gomz gaelga, tri
wech bihana eo o niverenn eget an tud a oar brezoneg e breiz. Diaes eo
ma fenn entent spered tud a labour war dro ar brezoneg ewid scouer
clevet ameux ar vintin ma eun tammig radiou brezoneg ouz internet
abaoé eur pennad amzer peogwir bepwech e vezan counaret da selaou
canaouenou estren ar mintin. Clevet ameux , evel boas, canaouenou
saonec gand eun tammig brezoneg etre diou pe tri canaouenou estren .
Red eo dinn choary eun tammig gand ma logodenn evid mont ha dont eus
eun radio d'egilé, n'eo ket aes, red eo dinn beza war sav buhanoh a
clica war radio kerne, ama ameux clevet diou gair e brezoneg mad
awalah eo ma pesceta ar mintin ma, dioustu mont a rann war armoric
peogwir crog a ra eur canaouenn ouz radio kerne, siwaz ar wech se
n'ameux ket chans, eur canaouenn saosneg a zo ouz armorig fm, chanj a
rann war radio gwenneg memestra eur canaouenn saosneg, mond a rann ouz
radio creis breiz memes tra eur canaouenn trous drouc saozneg warna.
Red eo dinn gortoz etre diou vinutenn pe pemp vinutenn ewid gortoz ma
dremenn ar ganaouenou se ha ma war sao ouz ma urziataer. Red eo dinn
lavar ar gwirionez eun toulad gériou gros a dremenn dre ma fenn enep
tud ar radiou se hag evel se dezrou a ra ma devez labour pa selaouan
stalig.com. Hag epad ma veaji er trein me a sonj outo hag en emhoulenn
hag en emhoulenn perac an tud se a zo cenn disciant??? N'o deus ket
comprenet beteg brema an tud hag a sealou ar stalig a zo tud o deus
hoant gleo eun tammig brezoneg hag evid canaouenou saosneg ez eus
miliadou lechienn all?? Calz sonjou du evel se ameux evel tud se a zo
evel fashisted ... Er sisun ez eus seiz dez n'ameux ket comprenet
perac n'eo ket posubl obair eur mintin hepken e brezoneg evid an dud a
labour ??? an hunvre da adtremenn abadenou brezoneg a zo skiniet epad
en devez ar mintin eur wech hepkenn bep sisun??? Sonj a ra dinn ne
houlenn ket al loar nag an heol. Tri eurvez bep diryaou abaoe chuech
eur beteg eiz eur e brezoneg penn da benn evid an dud a labour ha n'eo
ket gouest selaou ar radio epad an dez.