Colled o deus ar Vretoned brezel internet

4 views
Skip to first unread message

Osin

unread,
Jul 1, 2011, 5:38:09 AM7/1/11
to BREIZ AC AR BED
Paris an 01/07/2011,

Ar scrivagnier : Houssein al-Najaar.

Demad deoh ma lennerion gaer. Penaos ema an traew ganeh hirio an
deiz ? Clevet emeus e oa eur sizun zo pe diew eur, redadec ewid
scoazela tud clanf.

Coms a rin deoh hirio an deiz deus pep tra ha netra. Perac pep tra ha
netra ? Poegwir n'am eus ke eur son ken aozet araog a grogan scriva.
Scriva a rin da genta ewid ma blijadur ha goude ewid gwella ma zammic
brezonec.

Ne gredit ke am eus eur plijadur da zremen ma amzair tamall ar "
bzhirion " da veza adrenv oll reuziew a c'hoarvés e Breiz daoust a
sonjan eur bern mad ar feulz hac ar reuz a c'hoarves e brezi a zeu
deus ar "bzhirion".

Ne ehan ke da greski ar wiaden, pe ma gavid gwelloh ar wiaden, pep
deiz d'an nebeuta a glevom traew nevé ijinet gan "Google" pe
"Facebook", "Twitter"... Ha , siwaz, n'eus netra war dachen ar
brezonec. Eur guden vraz o deus ar vrezonegerion da heullia finvaden
an internet hac ar bed a ya war raoc. Distaget ema ar vrezonegerion
deus ar gwir bed . En em serret a reont en eur bed bihan diwir ha
diwell.
Ma hellont nemed ober traew diboell ha diwallo e zelhont.
Ar "bzh" en deus crouet eur bed leun gan gevier ha fentus evel a
garont lar.
Kemerom eun tammig deus ar pés a hell ober ar "bzhirion" :

" Ken Tuch", "Istor farsus Breiz", "Muchig Dall" ...

Ne hellom lar memes eun abaden uhel hé live war dro ar brezonec.
Evidon me n'am eus ke cuden ebet da sonj ar "bzh" a so na mui na
nebetoh hag eun virus a ya goll n'eus ke nemed ar brezonec med ivé ar
vretoned.

N'eus den ebet a hell sevel eun site celeier e brezonec dre ema ar
"bzhirion" ouz pep den a ra estreget o "ideologies".

Adlar a ran pegen oun sebezet ha mantret da well memes tud a ra war
dro ar radioew e brezonec , evel ar re a ra war dro "Stalig.com" ne
hellont ke lakaat o abadennew en doare podcast!

Gwir eo spountet oun gan renerion " Radio Bro Gwened" n'o deus ke ar
mennoz lakaat o abadennew brezonec er pod castew!
Scrivet am eus meur a wech , ama hac e lehiew all war ar wiaden, pegen
ne hellont ke ar re a ra er maez o zi da gleout abadennew a zo skignet
da uneg eur.

Red eo dein da lar evel emaoun o gomz n'eus ke gan tud bouzar hepken
med kouez a ra ma oll clemmew ouz eur voger.

Em vuhés n'am eus ke gwellet tud evel se !

Ne wellan ke perac an dud se ne lakont ke o abadennew brezonec ouz ar
wiadenn ? Aoun o deus e vije tud an titourou ollec war o leh ? Aoun o
deus eus amzeriew gwechall pa e oant castizet o zud pa a gomze er
skoliew ar republic e brezounec ?

Diaez evidoun da sell mad ewid gouzout pe hud a so laket war o fen
ewid ober kement traew fall ouz o theod.

Eur hazeten evel "Ouest-France" pe "eun telegramme" a zo lennet dre
internet pep deiz gan milliadew a lennerion e pep leh. E bro America
bet n'ouzon ke pe vro pep hini a hell mond ouz o lehienn: scrivit
nemed :

www.ouest-france.fr pe www.letelegramme.com ha dioustu en eun taol
lagad a hellit lenn an oll doareew a so c'hoarvezet ar bed a bez.
Kellew eus Breiz pe ar Bed. En eur gallec mad a wallah hep saotradur
evel a zerhel tud ar "bzh" da ober gand theod ar vretoned. Ewid lar
deoh ma mennoz doun er don ma galoun me a well an dud se evel tud
hudur.

Evel a laré Loeiz HERRIEU, Doue é pardonno " D'ho tro, tud gouiec , de
gempenn el labour evid ne vo ke eur rann theod e souro er ré rall hac
o mougo, med evid ma vo keméret ged peb unan anehé er péh hé deus
gwella, er péh hé deus caerra d'ober er brehonec lénnegel e zelé boud
théod broadel Breih".

Petra a ra an dud pa en em zihun er berrré pe epad o buhé pemdeziec
ewid beza liammet gan ar bed a zo war dro dezo ? Lenn a reont
hazetennew pe glevont ar heleier dre ar scinwell pe ar scingomz.
Evel se en dud ivé a zesk an théodew dre ar bed. Siwaz n'eus nemed
canaouenew e saoznec ouz ar radiew anvet radion brezonec. An neb a gar
ar brezonec hac a zesc brezonec abaoe bloaveziou hac a chom en eur vro
estren pe pell eus Breiz^pe memes e Breiz, evel lakom : Paris,
Bruwell, Niamey, New-York, Sidney... hac en deus c'hoant sellaou eun
tammic brezonec ne sonj ke , tamm ebed mond ouz lehienn www.stalig.com
peogwir e vez torret e fenn nemed gan canaouenew e saoznec evel ma
vijem e creiz tud diboell ne oar nemed lakaat canaouennou e saoznec
goudé pep geric e brezoneclaret en eur brezonec briz.

Meur a wech red eo dein cleo pem vinutenn canaouenew saoznec evid eur
geric a so laret e brezonec dister.
Spountus eo!

Laret dein petra a hortoz tud radio Bro Wened ewid lakaat abadenou
evel " Creiz Beurré" er mod podcast ? " Creiz Mintin" ?

N'ouzon ke penaos a hellont chom sioul pa wellom ar brezonec a so maru
e meur kèriaden e Breiz'Izel. Piou a oar brezonec hirio an deiz e
kèriew evel Guidel ? Enez Groé ? .. Hac evel ma vije mad evel se tud
radio Bro Gwened ne reont netra ewid cass an traew war raoc ? Perac ?
N'ouzoun ke ?

Evel ma ves lavaret ne hellont ke caout abeg ebet a wechou ewid traew
diboell an den. Ar brezelliou , an naoun, ...

Lod deus ouzoh a laro dein an dud se ne glaskont nemed da gaout o
zammig barra . N'o deus netra da ober gan ar brezonec pe canaouenew
saoznec.

Gwir an dra se. Galloud " Belzebuth" a so braz war an dud .
Belzebuth , unan eus an diaoullew ar bibl a blij deza laka an dud da
oner abadennew fentus diwar istor o vro ha saotrad theod an dud ha
laka an dud da eva evel toullew hep don ewid é gomper an ankou.

Er bed a bez an dud a lenn pe a gleo ar heleier hac evid se ez eus
crouet lehienew ouz internet evid kelia an dud war traew a c'hoarves
deiz an deiz.
Evel se a gavom meur a lehienn e meur a zeod. E iwerzonec hon eus meur
a liamm ivé , ro a rin deoh diou lehienn :

www.gaelsceal.ie

ha

www.insideireland.ie

Ouz al léhienn genta a hellom lenn pennadew scrived war pep zachenn ,
scrivet en Iwerzonec theod tud bro Iwerzon.
Hac evid cass war raoc hac ewid ezaat d'an dud lenn aneho ez eus laket
unan a lenn ar penadew en Iwerzonec. Evel se al lenner a hell lenn ha
gleo an articl e memes amzair, ivé ar re zall a hell kleo an articl.

Ma vije graet eur sit kelleier e brezonec yah e hell pep hini ro e
alliew hac e vije digor war ar bed a bez. Pep wech pa glevan
brezonegerion tost deus strollad ar "bzh" o gomz diwar sevel eul
léhien a laront " Ni a raio eul léhien evel hin lehien gallec " La
Rue"...

Deuet an dud ar "bzh" evel emaint oh ober eun "hunvré". N'ouzoun ke
pegement rates o deus roet abaoe bloaveziew ? Da genta hon eus gwellet
eur sit mad a wallah anvet "Dactu.info", siwaz ar site se a so aet er
bed an anaoun peogwir a rae dre ar "bzh" hac evel se e oa dindan hud
ha levezoun "Belzebuth" a pep tra a so dindan hud pe levezoun "BZH" a
zo barnet da veza distrujet. An den a scriv dre theod "BZH" evel an
den a sevel e zi war an traez ! Ne bado ke.
Red eo scriva ar brezonec gan eun théod yah evel hini an abad
Falc'hun. Me ne blij ke dein re da veza gan hini pe hini med pa am eus
gwellet pegen ema tud ar "bzh" tud called o pen ne hellom comz ganto
sonj a ra dein ar Falhunet a zo mad a wallah ewid sevel lehienew
internet eun eur doare seven hac evel se a hell pep hini lenn eur
brezonec mad a wallah pell eus saotradures ar "bzh".

Evidoun me a gavan centoh ouzpen doare scriva "Emgleo Breis" adlacaat
er brezonec al lizer "c" hac ivé al lizer "s" er geriew a oa en o bars
al lizer se.
Diwallit ouz tud a gomz mad brezonec ha coulscoude a scriv pe a voulla
o leoriew dre ar "bzh".

Houssein al-Najaar eo ma ano, me zo éthnoulouger ha théoger, ober a
ran éthnologies Breis.

Ps: Ma peus c'hoant eilgeria n'eus nemed scriva dein.

Osin

unread,
Jul 1, 2011, 5:46:30 AM7/1/11
to BREIZ AC AR BED


Da scouer hirio an deiz an oll hazetenew bro Frans a gomz diwar ar pes
a zo c'hoarveset d'ar president Bro Frans an autrou Nicolas SRKOZY,
taget eo deh gan eun den bennac hac ober a ra reuz ar hellew se, benn
ar fin milliadew pe millionew a zud a ya da lenn ha well ar video a zo
gan an articl e gallec hac netar e vo roet e brezonec !

Ouzpen se meur a wech clevet am eus tud a lar red deom da gounit hon
barra. Chui a well araoc ar video e leh e hellom well Sarkozy a so
tennet dre é chuprn gan eun den bennac ez eus eur brudelez a wechew ez
eus eur brudeles etre pemp seconden bete eur pe diou vinutenn:

http://www.letelegramme.com/ig/generales/france-monde/france/agen-l-agresseur-de-nicolas-sarkozy-juge-cet-apres-midi-01-07-2011-1355355.php

Osin

unread,
Jul 1, 2011, 6:45:35 AM7/1/11
to BREIZ AC AR BED


Ama ouz al lehienn all se a hellom sell penaos ar memes kelleou hac a
so pouesus a so laret hac adlaret gan oll mediaew ar bed a bez ha dre
an oll theodew ar bed nemed e brezonec.
Setu ar New York Times" a gomz diwar eur paotr yaouanc 32 bla en deus
tennet an doare taer Srkoazy , ano ar poatr a so Ermann hac en deus
eul labour , herves lehienn an "New York Times" abeg ar paotr a so
brezel e bro Lybia:

http://www.nytimes.com/2011/07/01/world/europe/01iht-sarkozy01.html?_r=1&emc=tnt&tntemail0=y
Reply all
Reply to author
Forward
0 new messages