ETREZOM E BREZOUNEC

2 views
Skip to first unread message

Osin

unread,
Apr 5, 2011, 10:01:36 AM4/5/11
to BREIZ AC AR BED
Paris ar 05/04/2011.

Demad deoh ceneleiz vrezonegerion.

Ethnoulouger oun ha theoger, gobir a rann éthnoulougiès Breis breman
abaoé pell. En em tostaet em eus eus tachenn Breis abaoé 1990 pa e oan
er School-Uhel anvet Paris 1 hac e oan o heuillia studew var an
istouer.An amzair se ne ouien ket cals traew diwar ethnoulougiès
Breis, na diwar he zeod, na diwar he foblansew. Croget am oa da lenn
leorew mojennew e gallec rac ne ouien ket ez eus eun théod d'ar
vretoned.

Eun Théod :

Evidoun eun théod a so eun dra uhel ha pouesus ewid an dud a gomz an
théod se hac ewid coun ar boblans se. Dre an théod e héllom heuillia
istouer an den dre an amzeriew.
Ewidoun eun theod a so ewid eur boblans ar pèz a so an "ADN" ewid ar
horff.
Pouesus ew an theodew ewid mirout coun ar Poblew. Ebars pep fenn ez
eus sonjew, menoziew, sceudenew hon amzeriew gwechall ha breman. N'eus
nemed da wellou pegen a gar ar vretoned canan canaouenew o dadew goz.
Pa valleom dre Vreiz pep leac'h, pep mean, pep roc'h memes pep gwezenn
a zougen eun ano e brezonec : Penn Marc'h, Douarnenez, Toull an
Diaoul, Toull an Ifern, gwezen dero, gwezen pin, Plougastell... ha me
oar me .
Kement anoiew e brezonec a héllom coll ma vije lezet theod ar
Vretoned. Penaos a hellim en em staga a walc'h gan an anoiew se ma
lezom mond da goll theod caer Abeazen, Youen Drezen, Fransez
Kervella ...
D'am sonj e vefe mad caout eun théod scrivet caer ewid ro pep hini ar
galloud da laca é sonjew dre scrid. Ma vije eun théod saotrated gan
gouizigerion diboell e vo echu ganti hac an dud a gomz anehi a yello
da goueza ebars stadew drouc. An théod a zlé beza eun denvès d'an dud
o deus c'hoant da astenna o menoziew war eur paper pe ouz eun
urziater. Ar pez a glasc eun den a so ar doare gwella da laca é sonjew
dre scrid eun eur theod frealz ha caer hep beza strafuilhet gan urziew
diboell ijinet gan tud gan menoziew drouc fall. Ar pés a so scrivet a
so dishenvel eget ar péz a so lavaret. Ne gomzom ket evel e scrivom.
N'ouzoun ket perac pe piou en deus levezonet ar Honidec ewid lamma al
lizer "c" eus é heriadur hogen cen pouesus ha caer ew al lizer "c"
ouspen se ne héllom ket caoud eur spered gouidigès hepzi. Setu ne vije
ket cavet tud gouizidec war ar fizc, matematic, chimi e brezounec dre
a vez laret d'an dud n'eus ket graet gan al lizer "c" e brezonec ha
coulscoude a héllom cleo memes tud se a lar " CM Daou" spountus eo da
glevout eun dra hac e enep . Eur scholiater a lar d'é schoolidi ne vez
ket cavet al lizer "c" e brezounec hac ar re man a héll glevout anezan
lar er radio " CM daou".
N'am eus ket arvar ebet ewid lar a gavan diboell gober hep al lizer
se, me ne héllan ket scriva hepzi. Red eo gouzout pep théod en deus en
he barz hé gwirionès da he unan. Petra a ra eun archeoulouger ? Eun
archeoulouger a zremen é amzer da zoulla an douar ewid cavout
sevenaduriew an amzairiew dremenet ewid gwellout penaos a veve hon
tadew goz. Penaos ar Romaned, Ar Bersianed goz, An Egyptianed o doa
savet o heriew, o stadew, o sevenaduriew, penaos a scrive o zeodew.
Perac an archeolougirion a ra al labour se ? Peogwir o deus gwellet ar
Stadew pegen eo pouesus da staga hon amzer gand hini a so tremenet. Da
genveria hon buhès gand ar re maru. Hon théodew a so eun zastumadenn
hon buhés azalec an amzeriew centa betec breman hac a zelc'ho ewid an
amzeriew da zont.

Ethnoulougiès :
Eun éthnoulouger oun . Ewidoun beza eun éthnoulouger a dalv beza
cirriec da genta. Cirriec eus ar gouidigès a zougom hac a room d'an
dud. Descet em eus calz traew a hed ma buhès ha descet em eus penaos a
so dishenvel eun den deus eur gear da eben, deus ar vro d'eben, deus
eun ti d'an eil..
Ar credenew , ar menoziew, ar sceudenew, an théodew a so dishenvel
etre an dud. Unan a cred en eun Doue hollec an eil a cred en eur Bouda
pe en eur mean pe eun eur menos hollec. Evel se a so an den .
Pep den en deus eur vro, eun théod, tadew ha mamew, cerent... Ar
gevredigès a so crouet gan an holl traew se.

Houssine Najaar.
Reply all
Reply to author
Forward
0 new messages