"Wardu an trech"
Setu bla hanter, pe dost, m'eo deut warnom endro galloud ar
Challaoued. Ur gwall-varead o deus bet da dremen an darn-vuia
achanomp. Hor chevredigezhiou hac hor strolladou ne voent ket muy
dindan lezenn ; hor chelaouennou - an holl, politikel pe get - a
baouezas a zont er-maez. Hor reneryon a voe harzet pe a voe rediet de
dechout kuit ; an holl stourmeryon a voe heskinet lod a rankas en em
guhat ; lod all a voe bachet épad mizveziou, goall-varnet goudé-se. Ne
gomzan quet eus ar re a voe mesket gant an Alamaned pe ez resisoch eus
ar re a gemeras perz en o brezel. Evit reou zo ne voe quet souezus ar
varnedigez a voe douget outo : diouz reolenn ar choary e oa. N'eus ket
bet nemet sent en hon touez. Glachary a chellom en abeg da-se, hogen
ret eo deom hen anzav. Re all avat a voe barnet direiz gant lezyou
barn gall, deho gwir ebet da varn Brehoned n'o doa bet cenn mennad
biskoah nemet stourm evit o bro. Menegi a rinn un torfed barnerez
all : Emeur o clasc brema lacaat barn ha cendaoni Roparz Hemon.
Protesti a reom. Ne zleom quet beza barnet gand Gallaoued evel
Gallaoued fall, rac n'om Gallaoued. Hag ahendall, ret mat eo d'an holl
gouzout ne heller gortoz peoh nac unvaniez ebet e Breiz keit ha ne vo
quet bet divachet R.H. ha didamallet an oll. Ar Vretoned barnet en
abeg m'o doa labouret evit Breiz epad ar brezel.
Ha setu penaos emaom hiziv : n'eus mui rener nac urziadur ebet. Abaoe
pemzec miz n'eus den ebet en dije comzet en ano . Broad Vreiz. Evel
marou eo bet hor bro, ha laouen e héllé beza hon enebourion.......
....Gouzout a ran n'eo quet bet disi bepred hon abostolerez gwechll.
Fall brein eo bet a-wechou. Pe centoh n'eus quet bet aneha hoaz, nemet
etre 1941 ha 1944. Ret eo dom eta kemer un ent nevén, ha degemer penn-
da-benn doareou-obair ar werinelouriez en hor bruderez . Ret eo comz
ouz ar bobl é doaré ma compreno hac hy gallecaet.
Ret e vo argas ur politiquerez dispach en deus douget ar frouez a
anavezer e diwez ar maread 1940-1944. Arabat eo dom choaz coll tud en
aner agrenn. N'hon eus quet re a stourmerion ha gwall-faziet eo bet ar
re achanom a gavas deho e tleent en em ganna ha mervel evit o bro.
Muioch a zroug eget a vad o deus graet da Vreiz. A-dra sur n'int quet
kiriec rac touellet int bet. Hogen discouezet o deus n'eo quet a-walch
caout hepcen youl-vat ha taerder ; fur a ranquer beza ivé.
Dao eo dom chom reiz, ha, betec gwelout credi e gwirioneded eus reou
so eus hon eneberion. Araoc o miliga e vefe mat martehé clasc o
sclerijenna....
.....Kemer a reom tro diwar-se evit reiza da vat afer ar bloaveziou
1940-1944. Faez om o clévout tud ouz hon tamall en abec n'eo quet bet
haval hon emzalch épad ar brezel ouz hiny Gallaoued vat. Penaos avat e
hellfem beza Gallaoued vat pa n'om quet Gallaoued ? Lavarout a raim
crenn ha crac n'hon eus queuz ebet da veza dalchet da labourat evit
Breiz pa oa tu dom d'hen obair. Ar brezel ne sellé quet ouzim ; n'hon
eus quet quemeret perz enna, ha mat hon eus graet ; n'hor boa ahendall
gouarnamant ebet. Neuzé é vefé bet sod-nay lezel 4 bloavez da dremen
hep obair netra. Ne vijé quet bet diouz mad Vreiz. Setu perac e credom
n'eo quet bet fall al labour sevenadurel hac al labour bruderez hon
eus casset endro épad an amzair-se. Lavarout a rann adarré n'om quet
Gallaoued ha n'hor boa quet da stourm evit ur stad n'en doa graet
biscoaz nemet hor ''gounit".
.....Ni broadelourion a zlé chom franc. N'hor bo darempred ebet gant
ar stad chall hac e gargidi. Anavezout a reom hon nerz ; divent eo hor
youl: enny dreistoll ema hor fizians hac hor spy. Ni eo a gomz en ano
Breiz, en ano Breiz Celtiec, an hiny n'eus nemety. Den ne hell nacha
ouzim ar gwir-se , rac ny eo hon eus gouzanvet ar muya evit Breiz.
Gouestlet hon eus hor ouhez d'hor bro; he rey a rafem evity diouz
ret. M'hon eus graet faziou eo dré ma carem re Breiz. Dom-ny eo an
énour hac ar gwall-samm da ren lestr. Breiz betec porz ar Franquiz.
Dreistdiraez e vo dom ar porz-se martéze. Betec énna ez ayo avat hor
mibyon vihan. Neuzé hepcenn e hellint sonjal e vo Breiz e savete.
An Tremenair.
Miz querzu 1945.