Setu ar pez a gavom bars ar bibl diwar benn ano " Bélzebuth" pe "
BZH"!
Lucas,
Jezuz a yac'ha un den mut hag a zesk
14 Jezuz a gasas kuit un diaoul a oa mut. Pa voe aet an diaoul kuit,
an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet.
15 Met lod anezho a lavaras: Dre Veelzebuth (BZH) priñs an diaouled
eo e kas an diaouled kuit.
16 Reoù all, evit e amprouiñ, a c'houlennas digantañ ur mirakl eus an
neñv.
17 Evel ma anaveze o soñjezonoù, e lavaras dezho: Pep rouantelez
dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti dizunanet
gantañ e-unan a vo diskaret.
18 Mar d'eo eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e
rouantelez, pa lavarit ez eo dre Veelzebuth (BZH) e kasan kuit an
diaouled?
19 Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebuth (BZH), dre biv o c'has
kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
20 Met mar kasan kuit an diaouled dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo
deuet rouantelez Doue betek ennoc'h.
21 Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e
surentez.
22 Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm
digantañ e holl armoù ma fizie enno hag e lodenn e ziwisk.
23 An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum
ket ganin a stlabez
Mezew 12, 24-27 :
Ar gwallgomzoù a-enep ar Spered-Santel
24 Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennez ne gas
kuit an diaouled nemet dre Veelzebuth (BZH), priñs an diaouled.
25 Jezuz, oc'h anavezout o soñjezono, a lavaras dezo: Pep rouantelez
dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep tiegez
dizunanet gantañ e-unan ne c'hello ket padout.
26 Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan.
Penaos e pado e rouantelez?
27 Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebuth ( BZH), dre biv o c'has
kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien
Marc 3, 22 :
Ar gwallgomzoù a-enep ar Spered-Santel
21 E vignoned o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak
lavarout a raent: Diskiantet eo.
22 Hag ar skribed diskennet eus Jeruzalem, a lavaras: Dalc'het eo
gant Beelzebuth ( BZH). Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an
diaouled.
23 Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho dre barabolennoù: Penaos
e c'hell Satan kas Satan kuit?
http://mythologica.fr/demon/belzebuth.htm