Osin
unread,Mar 12, 2011, 11:53:19 AM3/12/11Sign in to reply to author
Sign in to forward
You do not have permission to delete messages in this group
Either email addresses are anonymous for this group or you need the view member email addresses permission to view the original message
to BREIZ AC AR BED
Demad deoh. Me a gar scriva ar yezou eun doaré eeun ha caer. Ne blij
ket din pa veza tenval ar yés ha dindan galloud eun darn a zud.
Gwir eo a héllom sonj ar saoznec , ar gallec a oa crouet pe dirroenet
gand eur galloud. An académiés a zo e bro Hall evid mira ar gallec ha
memes tra e pep vro. E bro saos ez eus ar "Royal Academy" evid gwarsés
ar saosnec. Siwas e breis ne ra ket an traou war o wella.
Poan em eus pa sonjan ez eus desket ar brezonec d'an dud eun doaré cen
direis ha diboell. Tud ar "bzh" n'o deus ket choant da sellaoui aan
oll enebiés en em sevel outo. Derc'hel a reont evel ma ne vije netra.
Evel em eus scrivet eur wech, pep den war an douar a zo ganet en eul
léc'h bennac hac evel se pep unan a zo stummet hervés al léc'h e oan
ganet . Ne héllom ket lar evid eul Leonard da goms evel eur gwenedec
ha ne héllom ket lar d'eus eur gwennedec da distaga ar gériou evel
émaint distaget e bro Léoun. Se em eus hanvet eun dra "diboel".
Ar spered hac an empen a so liammet cren tre gand al léc'h en deus ar
horf gwellet ar goulou evid ar wech centa , setu perac an dud a gar o
bro ginidic ha é yés.
Evidoun me scriva an digraf "zh " er gériou boutin etre ar Wenedis hac
al Leonis a so eur gwir droug. Se em eus henvet eur saotradur a zo
graet evid ar yés hac ar speredou. Ma vije scrivet ar brezounec eun
doaré bihanoc'h droug fall e vije breman peurliesan Breiz-Izelis
gouest coms en o yés med , siwas sceuden yés brezonec a so drouc fall
abaé eur bochad a dud en em galvet evel piaouer théod ar Vretoned. Ar
brezonec n'eo ket theod ar Vrezis med , centoh theod célénerion daou
wennec .
Pegen oun spountet pa lenan ebars hazeten " Ya ! " emaint laouen varr
peogwir deuet er maes an niver tri hant !!! Pa lenan an dra se am eus
amwascen e vevan er bloaveziou 1950 - 1980 pe ma carit er hantved
diweza pa ne oan ket nag internet , nag urziater. Spountus lenn an
doariou se hac en em houlén e pegement a walc'h e chomo an tud
genaouec se evel se ? En o bed pell deus ar bed gwir ??? Spontus da
wellout millionou sitou internet a so crouet war dachen an doueriou e
pep léc'h e pep bro hac tud "Ya!" n'o deus ket més da scriva emaint
lorc'h enno da veza gwerzet niveren tri hant ? Ma Doué n'ouzoun ket pe
léc'h ez eom gand tud ken sot se ???
Ar "bzh" en deus laket an dud da gaout aoun eus ar bed a vreman ne
héllont scriva pe gomza deus netra a c'hoarvés war an douar en o yés.
Int a ra gand ar saoznec, ar ganaouenou , traouill al liors hac an
douar evel ma vijent tud dallet ha bouzared gand ar spered droug fall
hanvet " Belzebuth" pe " Bzh" . Evel ma vijent ken boazet da c'hoari
gand an arserien ha bro Hall . Evel ma o deus plijadour da c'hoari ar
haz hac al logoden gand an arserion . Eur wech e tagont eun tygar, eur
wech e distagont panellou eur ker... Em vuhés n'ameus ket gwellet tud
diboell a glask distaga an dud deus o yés ha da ro dezy eun sceuden
drouc fall.
Perac an dud se ne héllont ket sevel memes eur site doareou ous
internet ? hac a héllont taga kement léc'hiiou dre Vreis ?
Ar Vretoned en em tec'hout dirac an dud se . Ne héll ket stad bro
Frans zifenn ac'hanoc'h da sevel eur site doareou e brezounec nag
memes eun télé dre ar satellit.
Cuzul Veur Breiz en deus gload evid ar scinwell hac a baia evid
abadenou cen sot evel "Kentuch" ... n'ameus ket netra ouz "Kentuch"
med coulcoude c'hui a gav mad da ober nemed abadenou war dro an
traouil douar, pe ar soniou... Evel ma vije ar brezonec eur yés evid
dansal ha cana.
Diaes eo ma fen ha ne boellan ket penaos cement a dud ne héllont ket
croui memes eur site doareou ouz internet ?
Perac e gallec n'eus cuden ebet evid caout sitou pe blogou e gallec
diwar danvés Breiz ? Martese tost eur millad sitou pe blogou a so
crouet e gallec war danvés Breis ha ne vez cavet netra pe tost e
brezonec ?
Gwellet ameus tud o croui lizer dre i-mail e diou yés evel me ne
héllom ket ober eun dra bennac e brezounec hep lacaat en é gichen ar
gallec ? Evel se eul lizer névé crouet gand cevredigés bro Leon a gass
deom hé lizer en diou yés evel eur hevredigés all eus bro kemper n'o
deus ket poellet an dud se pegen eo strafuillet an traou pa wellom
diou yés unan e hichen egillé? Me ne héllan ket lenn ar pésiou drouc
se.
?N'ouzoun ket martese an dud se a glask laha o yés ? Martese o ball a
zo gounid gload pe arc'hant dre ar brezonec ha netra ken. Meur a wech
hon eus gwellet tud a aoza o abadenou brezonec e gallec penn da ben.
Red an amzer a so eur scouer mad gand hé abadenou fentus diwar istor
breiz ar sevenadurer a oa deus bro Hanada é ano a so David ha ne oar
netra war ar brezonec!
Martese tud a so war dro Y.A.DRIAN a so aman nemed evid gounid eur
gwennec bennac deus outan hac n'o deus netra da ober gand ar brezonec.
Gwellet hon eus mad an dra se pa zo crouet al logo nevé Breiz ha n'eus
netra en é bars diwar ben istouer pe theod ar Vretoned ? Piou a blij
dezan laca ano "Bélzebuth" ouz e vro pe ouz é harr ? Nemed tud
daonet , digaloun ha diboell.
Houssein al-Najaar.
Paris an 12/03/2011