Paris an 02/08//2011, ar scrivagnier Houssin al-Najaar ,
Demad deoh. Breis-Isel a bès ne goms nemed deus ar bijin glas hac al
loebed gouès hac a zo cavet maru en aber Gouessant e Morieux en Aochou
an Arvor.
36 moh-gouès a so cavet maro war an taol indan eun nebeut deveziou.
Tud o deus poellet e oa maro ar mohiou-gouès se gand toxicité eus
breinadur ar vijin glas med an analisiou ne laront ket an dra se. Re
izel eo ment gaz a zeu eus ar vijin glaz ewid laha al loened se.
Ouzpenn se den ebed ne wella ket perac n'eus nemed mohiou-gouès a zo
marvet ha ne oa ket cavet deus loenou all nemed eun nebeut ?
Abaoe bloaveziou a glevom coms diwar benn ar vijin glaz hac he deus
saotred aochou Breiz. Lod a dud o deus tamallet chatal moh beza
cirriec eus an dra se. Coulscoude ar saveterion moh o deus droug da
veza gwallvrudet gand ar re werr.
Tud o deus aon e vije gwellet Breiz evel eur vro garo e leh ma vije
cavet saotraduriou a hell laha an dud. Ar gwallvrud a red buan e Paris
gand an oll veajerion o zistro en o zi eus Breiz. Setu ar Vretonis a
lar :" Eur gwalleur a zo couezet warnom, gwasoh eged ar hlenved.
Evidoun me , evel éthnoulouger, ne vijen ket soueset ma vije cavet eul
liamm etre couezadur ar maen oabl (meteorit) hac ar maru ar mohiou-
gouès. Dioustu goude e oa couezet an maen oabl e Breiz e oa dezraet da
gaout al loened maru eun eil goude egile hac eus ar memes gouenn hini
ar moh-goués hac er memes leh .
Chui a oar marsen e oa gwelled eun nebeut loen evel loen galloudus hac
o doa eur blas uhel a wallah etre ar geltis.
Setu e gallec an articl tennet eus "Ouest-France" dre ma ne hellom ket
lenn ar heleier e brezonec.
http://www.ouest-france.fr/actu/actuDet_-Sangliers-morts-sur-la-plage-soupcons-accrus-sur-les-algues-vertes-_39382-1894183_actu.Htm