Mojennou ar Gelted.
Ethnologiez , studiandennou var liammou a hell beza etre mojennou ar
Gelted hac ar Huran.
Ma heineiliz gaer.
Gouzout a rann n'ew ket boazet ar re a ra var dro ar brezonec da rata
dre ar brezonec. Da scouair ar gair " Rata" am eus implijet bremaik
n'ew ket anavezet mad dre ar " Vzhirion" , da lavaret ew tud ar " Bzh"
ne reont nemed gant ar gallec hac a gav gwelloh dezo implija giriou e
gallec flour evel " Comprendre, dédier, facher,sonjer..." eget giriou
e brezonec a hellfent beza iskiz evel " Rata hac a dalv Penser" , ar
gair " Rata" a zo cavet er gairiou evel " Ratoz" : projet,
intention ...
Ar pez am oa c'hoant lar deoh ew deuet ar brezonec muioh eun dra
folklorel evit lod a dud hac a blij dezo stourm evitan evit splanna o
menoziou. Kinnig a rin deoh da zeski ganen eun tammig mojennou Kelted
hac Arabec am eus cavet henvel a walac'h . Neuze daoust anavezan n'ew
nemed degemeret mad nemed ar re a scriv e gallec pe ar re a ra var dro
ar hannaouennou pe an Dansou , n'eus nemed da well kinnigou savadurès
" Amzer Nevez" hac abaoe bloaveziou ne ro nemed traou var an dansou
hac ar hannaouennou" evel ma vije deuet traou an empenn pe ar
ouizidigès eun dra diboell e brezonec ha marteze eur méz da ober gand
ar brezonec traou gouizidigez uhel .
Daoust ar muia ar Vzhirion a so enep ar ouizidigez dre ar brezonec a
ginnig deoh kenteliou var ar mojennou keltiec hac arabec. Comz a rin
deus ar " Ginidigez" hervez ar Huran hac ar mojennou Keltiec hac a
glaskim sellout ma vije mojennou ar Roue Arzur levezonet gant ar Huran
pe get. Perac a rataan e helfe mojennou Arzur levezonet gant ar
Huran ?? Da genta c'hoant am eus lar deoh se so eun oberen gouiziec ha
n'eo ket eun dra diboell ! Diazezet var testennou am eus tennet eus
leoriou ar Gelted pe ar Huran. Neuze pep hini a hell ober e venoz
deza.
Crogom ma caret gant traou dre vraz. Pep hini a oar ar Gelted a oa
cavet e Breiz-Veur ha Breiz-Vihan. Ar vretoned ag anavezom a zo deuet
er 5 pe 6 vet cantved en Armoric var an douar vraz.
An arabec pep hini a oar an dra ze ivé , o deus aloubet bro Spagn var
dro ar 8 vet cantved bete 1492 pa e oa trec'het ar vuzulmiz e Grenad
ar rouantelez arabec diweza e bro Spagn.
Neuze epad seiz (7) cantved e oa skignet sevenadur ha lennegez arabec
a herder hac a hirder an Europe.Neuze a venne sell ma vije levezonnet
Mojenn an Arzur Roue pe get gant lennegez arabec ? Ma caret heuillia
ahanoun me a scrivo aman wech a wech var an dra ze.
Da genta clask a rin da lakat kenver ha kenver ginigidez an diouganer
Merzin hac Y'sa ( Y'sa a so ano Jesu roet dezan ebarz ar Huran).
Hervé mojenn ar Roue Arzur , Merzin e oa ganet hep tad ebet . E vamm a
oa eur zentès ha Bélzebuth ( pe an droug spered ma caret) en doa
c'hoant coust ganti hac evel ze a so ganet Merzin deus BZH ( BZH a so
berradurès ano Bélzebuth) hac eur vaouès c'hristen, dre e oa ar vaouès
eur c'hristenès wir ne oa ket deuet Merzin evel e dad eun droug spered
hogen eun diouganer a scoazelle Rouaniz ar Gelted evel Penn Dragon,
hac ar Roue Arzur.
Neuze Merzin a zo ganet hep Tad deus an Droug Spered hac ouzpenn ze
hennez en eus difennet e vamm dirac ar varnerion daoust dezan nevez
ganet. Neuze a weller pegen burzud e oa genedigès Merzin.
Me am eus gwellet e oa c'horvezet traou henvel evit Y'sa ebarz ar
Huran hac a gomzan deus Gwerzen Itroun Varia eus ar Huran hac am eus
troet e brezounec, evel am eus laret , marse dre emaoun éthnoulougair
clasket am eus beza tost deus an destenn orin shetu perac am eus
dalc'het an anoiou evel emaint scrivet ebars ar Huran neuze Maria a so
he anao arabec Mérième.
Neuze ebarz Gwerzen Mérième a wellair eo ganet Y'sa deus ar spered
glann casset gant Allah evid ro eur bugel da Vérième. Hac evel mamm
Merzin tamallet e oa Mérième beza deuet dezi eur bugel dreist liammou
ar vryedelès hac evel mamm Merzin e oa digasset dirac ar varnerion ,
ebars ar Huran barnerion Mérième e oa ar Batriarched Yuzevien , hac
evel Merzin Y'za en eus difennet e vamm dre burzud braz hac en eus
comzet nevez ganet.
Langleiz en deus troet e brezonec eul lod deus mojennou ar Roue Arzur
neuze a dennan deus é leor an destennou a ginnig deoh diwar benn
ganedigez Merzin evit kenveria gant ginidigez Y'sa ebarz ar Huran.
Shetu mamm Merzyn dirac he barnerion tamallet dezi he doa eur bugel
dreist liammou ar vriedelez.
"..." Maouès , a lavaras an hini gosha anezo gant tristidigez, maouès,
ret e vo dim brema ho tilezel da avt . Ganet eo ho mab. Yac'h oc'h, a
drugarez Doue . N'hon eus mui netra d'ober ama." "
- " Gouzout a ret petra a c'hoarvezo ganin kerkent ha ma viot aet kuit
eus an tour-ma.
- Her gouzout a ouzom ervat, a respontas ar maouzed. Ho sicour hag ho
kennerza hon eus graet eus hor seiz gwella betek hirio ; hogen ne
c'hellom ket, siwaz ! dalea muioc'h .
Ar sizunvèz ne oa ket peurechu c'hoaz ma voe galvet ar vamm davet ar
barner , en ul lod gant he bugel . Rac , evel reiz, an diou gomer a-
vec'h didoullbac'het ganti , n'o doa netra gwelloc'h d'ober keneve
bruda kement o doa gwelet ha clevet epad ar maread tremenet a gevred
ebarz an tour-bac'h ; ha mall bras en doa brema ar barner da atersa ar
vaouès cablus hec'h-unan e sell d'he zapout.
" Setu eta ar bugel marz , a estlammas ar barner d'ober goap ouz ar
vamm yaouanc . Daoust ha gwir eo e comz hac e prezeg ?
Merzin a respont : " Gwelloc'h e vefe deoc'h va atersi rag-eeun evit
her gouzout, a respontas ar bugel nevé ganet. Pe dorfed a damallit
d'am mamm ? ....."
3 Holl an dud a oa eno a chomas spontet ouz e glevout , rak biskoaz
n'o dije credet e c'hellfe beza gouest da gomz ur bugel ker
yaouank ..."
Aman , ebarz an destenn ma am eus scrivet deoh a us eus ginidigez
Merzin a weler eo ar bugel diouganer a zifenn e vamm dirac ar barner
ha se a so eur burzud braz he unan a hell didamalla e vamm pa
kenverier gant ginidigez I'sa ebarz gwerzenn Itrioun Varia ar Huran a
gaver ive eo ar bugel diouganer , da lavaret eo I'sa an hini a zifenn
e vamm Mérième dirac Patriached ar Yuzevien hac a damall anezi beza
dougenet dreis liammou ar vriedelez , neuze gwellom ma caret penaos a
so kempennet an traou ebarz ar Huran :
Gwerzenn 17 eus Gwerzenn Mérième :
17- " Hon eus caset dezi Hon éné , neuze en em zelwenet a ra dezi en
eun den kevatal "
C'hoant am oa beza tost deus an destenn orin shetu perac am eus miret
ar gair " delwenn" peogwir ebarz leor Langleiz a zo troet evel ze pa a
gomz diwar BZH a gemer eur stumm eun den :
" Pa welas Belzebuth pe BZH he doa ancounac'het an holl aliou fur a oa
bet roet dezi gant he zad cofesour, e trivlias gant ul levenez criz o
rata ne c'hellfe mui ar paour-caez vaouez mirout a goueza en e lasou .
Gwiskan a reas e stumm den , hag en em silas en he c'hichen ,
didrouzik caer ; hag e kemeras e blijadur diganti epad he c'housked".
Neuze Langleiz en deus scrivet " ... Gwiskan a reas e stumm den ..."
da lavaret eo Bélzebuth en deus kemeret stumm eun den evit cousk gant
ar vaouez c'hristenez"
Ha me evid troi e brezonec Gwerz Itroun Varia ar Huran am eus kemeret
ar gair " Delwenna" hac a zo implijet er Huran, neuze am eus scrivet
ebarz ar werzenn 17 :
" ... En em zelwennet a ra dezi..." da lavaret eo :
" Allah en deus caset é éné hac hennez en deus kemeret stumm eun den
ha se so henvel mic deus mojennou Merzin dre e oa Belzebuth en em
laket den hac er Huran n'eo ket an droug spered an hini en deus
kemeret stumm eun den hogen " Ené Allah".
Hac a welom an diviz a oa tremenet etre éné Allah stummet en eun den
hac Itroun Varia eus ar Huran :
Gwerzenn 19 Ené Allah e stumm eun den a lar da Vérième :
19- Emezan : Me , n'oun nemed eur hannad da Rab ( Rab a zo unan eus
anaoiou Allah e théaud arabec), evid froueza dit eur bugel madeluz".
Neuze er werzenn 19 a welom eo Ené Allah an hini en deus roet eur
bugel da Vérième neuze I'sa a so ganet hep tad ebet evel Merzin.
Daoust e oa ganet I'sa eus Ené Allah ha Merzin eus Belzebuth pe BZH.
Mérième a oa souezet peogwir ne hell ket merzia penaos a helfe dougen
eur bugel hep beza cousket gant eun den hac a lar er werzenn 20 :
20 - " Emezi : Imen e vezo din eur bugel ha den ebet n'en deus ket
tostaet ahanoun ha n'oun ket eur gast " ?
N'eo ket souezus cavout eur gair evel " Gast" peogwir an amzair ze e
oa diou seurt maouez ar wisti hac ar re all.
Ebarz ar werzenn 27 a weller Mérième a ya dirac he gerentez gant ar
bugel I'sa nevez ganet hac a zo tamallet ganto.
27- " Neuzé, hi a zo deuet ganta he herent en é zougen. Emezont : " Te
a zo deuet gant eun dra droug fall" !
Evel e oa tamallet mamm Merzin ama Mérième ive a zo tamallet da veza
cahout eur bugel dreist liammou ar vrederiez.
Ha setu ar burzud braz a grog ebars ar werzenn 29 :
29- Neuze , he deus arouestlet deza . Emezont ; Penaos a hellom comz
an hini a zo an oad yaouankiz ! "
Ama a weller mad al liamm mic etre burzud Merzin hac I'sa, ar barner a
zo spountet pa e doa dleet intersi eur bugel hac ama ar Batriac'hed a
zo souzet pa V'rième he deus arouestlet dezo da atersi I'sa ha ne oa
nemed eur bugel var he diouvrec'h.
Ebarz ar werzenn 30 a weler eo ar bugel é unan a grog da gomz evid
difenn é vamm dirac ar Batriarc'hed hac a lar :
30 : Emeza : Me a so mevel Allah deuet en deus din Al Leor hac en deus
graet ahanoun eun diouganer"
Ebarz mojenn Merzin a welom ar bugel nevez ganet a lar d'e vamm hac hi
enkeniet gant ar pez a zo c'hoarvezet dezi :
" Arabat dit en em chala mui , rac n'ec'h eus graet pec'hed ebet... Ne
varvi ket en abeg din!" "
Hac a gavom er Huran comzou henvel mic a lar I'sa evid difenn e vamm
Mérième hac a lar :
32 Ha ledander gant ma mam ha n'he deus ket graet ahanoun eur gwasker
drougus"
Pa lar I'sa " Ledander gant ma mamm se a dalv fkankiz ganti pe n'he eo
ket gwasket.
Ma ho peus goulennou e vijen laouenn respont dezo.
Gwerzenn Itroun Varia ar Huran
https://docs.google.com/document/pub?id=1hl9vG5HsTuZqKjzJtaX08BEe2mXUBab0a43VmSNduN4