YEUN AR GO ENEP AR BRESONEC CHIMIC

22 views
Skip to first unread message

Osin

unread,
Oct 12, 2011, 6:07:46 AM10/12/11
to BREIZ AC AR BED
AR GADOR DABUTAL ,

E 1941 en hé niverenn : 22 , cazetenn " Sav " hé doa digorret eur horn
da hé lennerien ewid ro dezo ar gallout da lar o menoziou diwar benn
ar brezonnec. Setu penaos " Sav " a ginnig ar horn névé :

...

Pajenn tregont (30) :



AR GADOR DABUTAL



Dindan an ano man e tigoromp, en hor c'helaouenn, eul lec'h da
vurutella evit ar re a gavo da lavarout diwarbenn ar scridou
brezonec , labour ar c'hazetennou e Breiz ha kement tra a sell ouz hor
yez. Kement man a zo bet goulennet ouzimp gant meur a hini eus hol
lennerien ha c'hoant hon eus bet da ober plijadur d'ezo.



Betec hen ne oa kelaouenn ebet da rei bod d'ar pennadou burutellerez.
Eun dra vat eo, d'hor meno, rei an tu d'hor c'henvroiz da lavarout ar
pez a sonjont a-zivout al labour a raer en hor bro war dachenn ar
brezonec. Talvoudus e c'hell beza eur seurt tra, coulz evit ar
scrivagnerien hac evit al lennerien.



Ma vez feuket unan bennac gant an abec a vo cavet en e labour, arabat
e vo d'ezan caout casoni ouzimp. Ar gwir en do da respont d'e
damaller.



Ne fell ket d'imp, e doare ebet, e teufe den da riotal ouzimp, evit
beza moulet, el lec'h man, pennadou na blijfent ket d'ezan penn da
benn.



SAV.

En gazetenn Sav niverenn 23 , nevez amzer 1942 a gavom eul lizer
scrivet gand Yeun ar Go . Hennés a scriv diwar faziou en deus graet
Ropars Hémon ebarz unan eus e leoriou.

Yeun ar GO a so ganet e 1897 e Pleyben (29) hac a so maro e 1966 e
Gouezec. Scrivet en deus eur bern leoriou e brezonec.

AR GADOR DABUTAL, pajenn 48 betec 52 :

Al lizer man hon eus bet digant hor c'henlabourer ha keneil Yeun ar
Go :

Da Aotrouned Renerien SAV.

Kenvrois Ker,

Ar sonj hoc'h eus bet da zigeri eur gador dabutal , e-bars ho
kelaouenn , a gavan mat tré. Arabat, coulscoudé, e teufe al lec'h se
da veza eun dachenn emgann pe eul lis da rei digemer d'an teotadou
flemmus ha diseven. Ne vefe ket eun dra vat, kennebeut, gwelout embann
ennan pennadou goapaus ha dismegansus.

Dereat tré e ranco beza pep buruteller en evarnidigés, kement se a so
anat. Met arabat, ivé, d'ar re damallet beza re gizidic ha techet da
sonjal e vezor ouz o heskina hac o clasc lemel o brud diganto.

Kenlabourerien ha lennerien SAV a so holl a du gant ar bresonec hac o
brasa youl eo gwelout o yez o vont bepred var vella ha var gaera.
Talvoudus e c'hell beza o aliou d'hor scrivagnerien, ma vezont roet
gant poell hac hep casoni.

Daoust ma 'z eo resis a-valc'h an ano hoc'h eus dibabet da rei d'ar
pennadou scridvarnouriés, e vefe gwelloc'h, d'am meno, clasc unan all.
" Cador dabutal " a zigas re da sonj eus trous ha c'houervoni ar
strivou hac ar rendaelou feukus. E yez ar bobl e vefe cavet daou c'her
da zereout gwelloh : " Trinchin ha pour " ( abegou ha meuleudiou).
Liés gwech e clever hor c'henvrois o lavarout etrezo : " Pour edo hen
man hen o clasc ha, padal, n'en deus bet nemet trinchin..."



Aés eo gwelout ez eus daou rumm scrivagnerien e Breiz : ar re a scriv
ar brezonec névé hac ar re a ra gant ar brezonec beo , da lavarout eo
gant yez ar bobl kempennet ha reizet eun distera.

Credi a ra ar re man ennan ar virionés ganto pa implijont , en o
scridou , eur yez comzet ha comprenet gant an holl.

Ar re genta dious o zu, daoust ma n'hen anzavont ket didroidell a
seblant ober eun tammic fae var ar brezonec se. Marteze her c'havont
gros ha dizereat. Ar pés a so sur e clascont stumma ha reiza o hini,
hervés o faltazi hac o sonj o unan.

Ret eo, coulscoudé, evit beza comprenet gant tud hor bro, coms pe
scriva ar yez a gomzont ha n'eo ket an hini a garfer o lacaat da goms.

A hend all, daoust pegen glan bennac e c'hell besa, var o meno, yez
paotred ar " brezonec nevé " , n'eo ket difasi tré e kenver ar
reolennou var an doaré da sevel ar frasennou. Kement se a weler anat e
troidigés Makbés, da scouair.

Cals doujans hon eus evit an Ao. R.Hemon, rener Gwalarn. Gantan eo bet
troet e brezonec drama brudet Shakespear ha meulet eo bet evit al
labour se. Cals eus hor c'henvrois a gav abec ennan. Coulscoudé, ha
credi a ran , evelto, n'eo ket disi bresonec an droidigés.

E gwirionés, traou iskis a walac'h a so enni. Pa laca ar scrivagner an
teir sorserés da goms a unan, e ra O-zri anezo. Da genta, em boa
sonjet e oa bet graet ar fasi se gant ar mouler, met her c'havout a
raer a hed an droidigés ( Paj. 9, 13, 60, 61, 62, 63 ha 64).

Gwasoc'h a so c'hoaz, d'am meno, ha digarés am eus bet da chom souezet
gant frasennou evel ar re man :

P. 13 : " Maouezed oc'h, moarvat, ha padal, ne ouzon ket... tammou
baro a so ganeoc'h " , e lec'h : tammou baro hoc'h eus ;

P. 17 : " Aotrounez vat, scrivet eman ho poaniou var al leor...", e
lec'h : scrivet eo ho poaniou... pe : eman scrivet ho poaniou... ;

P. 19 : " Prins Cumberland ! Setu an derés ma rancan couesan
varnan...." ; e lec'h : a rancan couesa varnan... ;

P. 20 : " N'out ket hep c'hoant sevel " , e lec'h : n'emaout ket hep
c'hoant sevel ;

P. 21 : " Spesou ar verventi, deuit war ar scoasell ", e lec'h : deuit
d'am scoasella ;

P. 26 : " Greomp goap d'ar bed gant eun neus diwidre... " e lec'h :
greomp goap eus ar bed... ;

P. 28 : Banco.-- " ... Gant ma chomin disalc'h va ascré, ... heullia a
rin hoc'h ali " , e lec'h : gant ma chomo disalc'h va ascré... ;

P. 29 : " Eur benvec eveldout oun o vont da implij " , e lec'h :
emaoun o vont da implij ;

P. 33 : " Feiz ! aman 'man eun doctor a relijion..." , e lec'h : aman
ez eus eun doctor... , pe : aman 'man an doctor... ;

" ... Aman 'man eur c'hemener saoz..., e lec'h : aman ez eus eur
c'hemener..., pe : a man 'man ar c'hemener... ;

P. 35 : Macduf. -- " Ha savet eman ar roue , jarl enorus , " --
Macbez. -- ha : N'eo ket c'hoas

Cals scoueriou all , ken direiz hac ar re man, a c'hellfen lacaat
c'hoas dirac ho taoulagad.

Setu breman eun tanva eus yez an troer :

P. 16 : Macbez ( a gostés) : " An hanterouriés dreist natur se ne
c'hell ket bésa fall ; ne c'hell ket bésa mat. Ha mar deo fall, perac
rei d'in arrez a verz mat, o cregi gant eur virionés ? Jarl Caodor oun
me. Mar deo mat , perac e plegen d'an hoaladur hont, ma houp va bleo
dirac e plegan d'an hoaladur hont, ma houp va bleo dirac e sceudenn
scrijus a ra d'am c'halon start lammat ous va c'hostou, a enep boas ar
vuhé ? Traou spontus gwirion a so nebeutoc'h eget fallasiou eusus. Va
menos, ar muntr ennan netra c'hoas nemet eun hunvré, a lac va anien
wac a zen da grena kement eun hunvré, a lac va anien wac a zen da
grena kement ma choman, mouget va oberiantis en amsivin, ha n'eus mui
tra nemet ar pés n'eus ket anesan.

Heman n'eo ket unan eus ar pennadou " diaesa " a so e Macbez. Evel se
eo savet an droidigés penn da benn.

Kement se a ziscoués e chom cals hent d'ober gant hor scrivagnerien
vrasa a-bars dont a benn da sevel eur " yez uhel vroadel ". Re bell e
chomont dious bresonec an holl ha , betec hen, eman siellet gwall-zoun
tres ijin ar gallec en o scridou.

Petra da sonjal diwarbenn ar pés a laca P.Hemon Macduf da ziscleria da
Valcolm ( p 77 , eizvet ha navet linenn varnugent) ? Pa lacaer ar
frazenn se e gallec e teuer da c'houzout petra en deus bet c'hoant an
troer da lavarout. E bresonec, avat, n'eo ket henvel, pell ac'hané...
Ne gredfe den, mar deo seven hac onest , he distaga evel m'eman e
Macbez.

Kement se a ziscoués e c'hell hor gwella scrivagnerien fasia. O
c'hortos unan gouestoc'h egedoun e oan d'hel lavarout, met den n'en
deus comzet. Hac em eus credet discleria va menos gant ar sonj na vo
ket feuket den, peogwir n'her gran nemet evit mat ar bresonec.

Plijet ganeoc'h, kenvrois ker, digemerout va gwella gourc'hemennou.

YEUN AR GO.



Hocine NEDJAR
Reply all
Reply to author
Forward
0 new messages