Ohpenn, dedennuz eo eùé rag an tamm ketan a zo êz da lenn eid eun
deraouer.
Chetu neusen tammou vraz ag ar sonenn
(diwar-benn Anezorik, ez eus eun emgav etre ar brezoneg hag an
arverneg.
E yez ar hrennamzer e veze lâret "blau" eid "glaz", ha breman a lârer
"blu" eid ar liou. "Blau,"gourel, "blavo", groegel, a zinifi breman:
"pâle comme une personne qui va s'évanouir")
FLOC’H ROUE LOEIZ XI
(Ies Kerne)
I
Flohig ar roue zo bahet,
Abalamour d’eunn tol neuz gret,
Abalamour d’eunn tol hardiz,
E ma er vah gri e Paris.
Eno na wel na noz na dé :
Eunn dornad blouz evid gwele ;
Ha bara segal evid boed,
Ha dour puns evid e sehed.
Eno na zeu den d’e welet,
Med al logod hag ar rahed,
Al logod hag ar rahed du,
Deuz ar re-ze en-deuz didu.
………………………
III
Flohig ar roue a lare,
War leinig ar groug pa bigne :
- Me glev ar ruiou o krena,
Gand heul va c’hoar o tont ama !
- Va c’hoar zo erru d’am gwelet,
Enn hano Doue ! gortoet ! –
Ar penn-arser neuz respontet
D’ar flohik, pand’ deuz hen klevet :
- Kent ha ma vezo erruet,
C’hui a vezo bet dibennet. –
Itron Bodinio a-neuze
Gand ar Bariziz c’houlenne :
- Petra foul zo ’touez ar wazed ;
Kement ma zo ‘’touez ar merhed ?
- Loeiz unnek, Loeiz ann traitour
A lak dibenna eur floh paour. –
Oa ked ar ger peur-achuet
Evel m’he-deuz e breur gwelet ;
Gwelet he breur kez daoulinet,
E benn war ar c’hef-laz soublet.
Hag hi da douch, enn eur hopa :
- Va breur ! va breur ! lostet han ’ta !
Losket han ganin, arserien,
Me rei d’oh kant skoed aour melen ;
Me rei d’oh, evel eunn diner,
Daou c’hant mark argant Landreger.
Gand ar groug dal’ ma tigoueaz,
Penn he breur trohet a goueaz,
Ken a strinkaz goad war he lenn,
Hag hen ruiaz a benn da benn.
(soubre soun vel)
IV
- Iehed, roue ha rouanez,
Pa m’oh ho taou enn ho palez.
Pe seurt torfed en-deuz eñ gret,
Pe ma bet genoh dibennet ?
- C’hoari klenv heb grad ar roue ;
Laza kaeran floh en-devoe.
- Ar c’hleze na ziwenner ked
Me chans, heb kaout abeg e-bed.
- Abeg en-deuz bet, a dra skler,
Evel m’en-deveuz al lazer.
- Lazerien, otrou, n’em omp ket,
Na denchentil Breiz kenneubet,
Na denchentil gwirion e-bed,
Ar C’hallaoued, ne larann ket :
Rak me oar awalh, mab ar Blei :
Gwell genoh kaout goad eged rei.
- Sarret ho pek, va itron ger,
Mar peuz c’hoant da zistroi d’ar ger.
- Ne rann forz chom, pe mont endro,
O veza va breur-kez maro,
Bea droug gand roue garo,
He abeg fell din, m’eñ gouio !
- Mar gout e abeg a fell d’oh,
Chilouaet ha me laro d’oh :
- Mont a reaz da vuanekat,
Ha klast trouz d’am floh en-deuz great,
Ha kleze oh kleze timad,
O klevet al lavar anat,
Al lavar koz, ar wirione :
« N’euz tu e Breiz, nemet moh-gwe. »
- Mar d’eo hounez eur wirione,
Eur wirione all ouzonn-me :
Evitan da vout roue bro-C’hall,
Ne’d eo Loeiz med eur goaper fall. »
Hogen prestig e weli-te,
Mar well pe was e wapez-te ;
Pa’m bo diskoet, benn eur gaouad,
D’am broiz va lenn leun a c’hoad,
Benn a-neuze e ouezi reiz
Mar bez, e gwir, moh-gwe e Breiz !
V
Eunn diou pe deir zun goude-ze,
Eur c’hannadour a zigoueze,
Zigoueze deuz bro Normaned,
Gantan lizeriou siellet,
Lizeriou siellet e ru,
Da roi d’ar roue Loeiz dohtu ;
Ar roue pan’ deuz he lennet
Sellet ken du en-deveuz gret,
Sellet ken du evel eur c’haz
’Vel eur c’haz-gwe tihet el las.
- Malloz-ru ! m’am-bije gouiet,
Ar wiz na vije ket kuitet !
Ouspenn dek mil skoet a gollann,
Ha dek mil den war benn unan ! –
Noto :
De Bretouns ataquèrou vertadièromen de vilos nourmandos en 1465, 67 e
68. Tenguèrou Evreux e Bayeux countro lou rèi, que n’en fouguet
encourrouçat, ço-nous dis Jean de Troios.