Emglev An Tiegezhioù
unread,May 5, 2012, 12:57:30 PM5/5/12You do not have permission to delete messages in this group
Either email addresses are anonymous for this group or you need the view member email addresses permission to view the original message
to
HTS ar Pab Benead XVI er c’harr-nij eus Roma da bPraha (Republik
Tchek), d’ur c’helaouenner a c’houlenne gantañ perak ez ae d’ur vro
m’edo ar Gatoliked ur bihanniver a dud, a respontas : peurliesañ eo ar
bihanniveroù tud oberiant a raktres an dazond ; er ster-se eo e tle an
Iliz katolik bezañ gwelet evel ur bihanniver a dud oberiant, o
perc’hennañ un herezh a dalvoudoù ha n’int ket traoù eus an amzer
dremenet, met traoù gwirvoudek ha bev-birvidik en amzer a-vremañ.